Ar miliner laer (2)
Le meunier voleur (2)
 


Me ya d'ar vilin, hag, o hie
Donnez-vous encore
War gein ma c'hazeg inkane
Donnez-vous un petit coeur
Donnez-vous encore


Miliner laer, din o laret
He c'hwi valfe din-me sac'het

Ha c'hwi valfe din-me sac'het
Da vonet d'er gêr de boac'het

Kemer't ur skabell ha koaniet
Gant ar vilin 'vefet dalc'het

Emañ ar vilin war he zu
Vo kerc'h ha segal hag ed du

Dre ma koue'e an ed er gern
Ar miliner a starde ferm

Dre ma koue'e ar bleud er sac'h
Ar miliner a starde 'r plac'h

"Aou ie ta ! Miliner savet
Las ma davañjer zo torret

Las ma davañjer satin gwenn
A goust din daou skoed ar walenn

- Arc'hant a-walc'h zo er vilin
Evit prenañ deoc'h ur satin

A-benn ma savjon ac'hane
Oe graet un Aelig da Doue

Oe graet un Aelig da Doue
Pe ur paj bihan d'ar Roue

Hag aet eo Alanig d'ar Roc'h
Da lakaat brallañ an tri gloc'h

Ha gant ur c'houplad krampouezh tomm
E oe kanet an Te Deum



Le sujet

Une jeune fille vient au moulin pour faire moudre son grain. Le meunier met son appareil en route, mais s'intéresse surtout à la fille
Allons bons ! dit la fille, le lacet de mon tablier s'est défait. De fil en aiguille, voilà un petit ange fait au bon Dieu ; le meunier va faire sonner les cloches à la Roche-Derrien, et on chante le Te Deum en mangeant des crèpes chaudes


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris