Bloavezh mat !
Bonne année !
 



Bloavezh mat d'holl dud an ti-mañ
Bloavezh mat digant Doue !
Levenez d'ar re yaouankañ
D'ar re gozh, yec'hed, buhez

D'ar mevel, kalon d'al labour
'Pad ar bloaz ur vestrezig !
D'ar plac'h a di kant servijour,
Ra 'do buan ur gwazig

D'an daou bried, yalc'h en armel,
Evit prenañ buoc'h pe leue,
Ra vo joaüseet o c'havell
Gant un neizhiad bugale

D'ar c'henwerzher ur diretenn
Karget a vilhejoù bank,
Ra welo bemdez prenerien
O varc'hata diouzh ar bank

Ra 'no peb Breizhad, ar bloaz-mañ,
Madoù 'n douar hag an neñv,
Ra gano 'r barzh, hep ehanañ,
Ar Brezhoneg hag ar Feiz


Le sujet

Une chanson pour souhaiter la Bonne année : de la joie pour les plus jeunes, aux anciens santé et longue vie ; prospérité aux époux, et que le berceau soit rempli d'une nichée de bambins

"Que chaque Breton sur terre
Reçoive tout à la fois
Et que le vieux Barde espère
Dans la Langue et dans la Foi"


Source

Le recueil "Taldir, 20 chansons populaires" publié en 1936 (Editions Henry Lemoine). Taldir est un chanteur breton du début du siècle, de son vrai nom François Jaffrenou