A-hed an noz
Au long de la nuit
 


1
Mor a dudi eo prederiañ
A-hed an noz
Dindan bolz an neñv o sklaeriañ
A-hed an noz
Tra steredennoù 'us d'hon benn
Pedomp holl a galon laouen
Distan ha nerzhus ar bedenn
A-hed an noz

2
Dreist d'an oabl glas steredennet
A-hed an noz
Sav meurbet divent an Dreinded
A-hed an noz
Eus ho kloar skedus, o Doue,
Grit ouzhomp ur sell a druez
Ouzh hon bro, ouzh hon yezh ivez
A-hed an noz

3
En hoc'h enor kanomp seder
A-hed an noz
Hor mouezh a savo er splannder
A-hed an noz
Da c'houlenn peoc'h, unvaniezh,
Deomp-ni ha d'hor broadelezh
Ha da veuliñ ho Toueelezh
A-hed an noz


Le sujet

C'est une mer de délices que de réfléchir, au long de la nuit, sous la voûte des cieux qui éclairent. Les étoiles au-dessus de nos têtes, prions tous le coeur joyeux, d'une prière fraîche et puissante, au long de la nuit

Au deuxième couplet, on n'oublie pas de demander à Dieu un regard bienveillant sur notre pays et sur notre langue...


Source

Recueil de chansons de la chorale "Mouezh ar mor"