An Anjeluz - amzer Fask - 2ème air
L'Anjelus - temps de Pâques - 2ème air
 


Bezit laouen evit atav
Rouanez bro an Neñvoù !
Lavarit buan kenavo
D'an drubuilh ha d'an daeloù :
Jezuz, ho mab, n'eo mui marv
Kanomp e veuleudioù !
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia

Alleluia ! Pebezh joa
Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez
Deomp-ni ivez, Alleluia !
Pebezh laouenidigezh
E welet goude hor prenañ
Adarre leun a vuhez !
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia

Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaus
Rak Jezuz, ho mab karet,
Zo savet bev hag eürus
Evel m'en doa lavaret
Grit, ni ho ped, Mamm druezus,
Ma vimp gantañ selaouet
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia

O va Doue, dre ho Mab kêr,
Da viken bev ha skedus
Ho peus karget ar bed pec'her
A levenez dudius
Grit, dre Vari, e vamm dener,
Ma'z aimp d'ar vuhez padus
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia


Le sujet

Anjelus pour le temps de Pâques

"Soyez heureuse pour toujours, reine du pays des cieux ! Dites vite adieu aux larmes et aux tracas : Jésus, votre fils, n'est plus mort, chantons ses louanges"


Source

"Cantiques bretons", par Roger Abjean (1983). Diffusé par la Chorale St Mathieu de Morlaix