Kantig Itron Varia C'hras Pluskelleg
Cantique de Notre-Dame de Grâce de Plusquellec
 


A-vihanik 'm eus ho karet
Itron Varia C'hras benniget
Bepred ha betek ar marv
O Maria !
Da virviken me ho karo,
Itron Varia !

Ne oan c'hoazh nemet ur bugel
Mailhuret e-barzh ma c'havell
Ha ma c'hentañ komz a dudi
Oa anv Jezuz ha Mari

Raktal pa deuis da greskiñ
War he divrec'h, douget ganti,
Ma mamm d'ho iliz ma renas
Ha diragoc'h ma daoulinas

Nag a wech, krouadur bihan,
Klevis ivez ar c'homzoù-mañ :
"Kar ma bugel, ha kar bepred
'N Itron Varia C'hras benniget"

Keit a oan ivez bugelig
Bugelig paour ha reuzeudik
Gant a wech 'c'h eus bet ma miret
Deus an droug ha deus ar pec'hed

Digoue'et amzer ar yaouankiz
Gant he zec'hoù hag he frankiz
Warnon, O Mamm a garantez
C'hwi 'c'heus bet beilhet adarre

Goude-se, pa 'c'his war an oad
Mar 'm eus bet kerzhet en hent mat
Drezoc'h Mari, mamm benniget,
Gant ho sikour 'm eus hen heuilhet

Bremañ pa ven gwall drubuilhet
Gant ar bed pe an droug-spered
Ma ra d'am mamm vat ur bedenn
Ha bepred e teu d'am souten

Pa vin erru pal ar marv
Stanket ma mouezh, mut ma genoù
Ma c'halon baour a laro c'hoazh
Anv Itron-Varia C'hras

Benniget, mamm a drugarez,
Pluskellegiz, ho pugale,
Ha ma vezint bepred fidel
Da Jezuz ha d'he vamm santel

Dalc'het peoc'h en tiegezhoù
Grit vo fur ar vugaligoù
Ar yaouankiz bepred divlam
Hag ur skouer vat pep tad ha mamm

Plijet ganeoc'h, patronez vat,
A bep droug hon miret dalc'hmat
Ma c'hefomp d'an Neñv da veuliñ
Anv Jezuz hag hoc'h hini


Le sujet

Cantique en l'honneur de la Vierge Marie : quand j'étais petite fille, ma mère m'a appris à vous aimer, et vous m'avez toujours porté secours et gardée dans le droit chemin. Quand je devrai rendre l'âme, quand mes lèvres seront muettes, mon coeur dira encore le nom de Notre-Dame Marie de Grâce
Chanté par Mme Teurnier, de Trébivan

Note des auteurs :
Cet air a beaucoup d'analogie avec le Me ho salud gant karante, qui figure dans le recueil du Maître Bourgault-Ducoudray


Source

Kanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911