Karantez da gentañ
L'amour d'abord
 


Janed a oa ur plac'hig koant
Leun a furnez hag a skiant
Oh ! dansons, madirette,
Joli garçon, madira doñdoñ


Rak-se he doa meur a vignon
A glaske gounit he c'halon
Oh ! dansons...

Ar c'hentañ, mab ur miliner,
Anvet er vro Job al Lonker

An eil, Per, ur boutaouer koad,
Ha n'en doanemet tri zroatad

An trede, Fañch ar mañsoner,
Disto e benn ha friet berr

Ar pevare, ur c'hak-aotrou,
'N doa poan o tougen e vragoù

Ar pempvet, ur martolod kozh,
Ur reder merc'hed deiz ha noz

Ar c'hwerc'hvet, Yann ar mesaer,
Godell c'houllo, kalon dener,

C'hellit krediñ, paotr an deñved,
A c'hounezas kalon Janed

Merc'hedigoù, kanit eta,
Klaskomp karantez da gentañ

Gwell eo karantez 'leizh an dorn
Eget aour melen 'leizh ar forn

Rak an aour melen 'vez rannet
Hag ar garantez ne vez ket


Le sujet

Jeannette était une jolie fille, pleine de sagesse et de science ; pour cela, elle était courtisée par plus d'un garçon. Le premier, fils d'un meunier, appelé dans le pays "Joseph le poivrot" ; puis d'autres prétendants aussi recommandables ; enfin, Jean le berger, la poche vide et le coeur tendre

Devinez qui a gagné ? Le berger, bien sûr ! Cherchons d'abord l'amour, jeunes filles ; mieux vaut de l'amour plein la main, que de l'or jaune plein le four. Car l'or peut se partager, mais pas l'amour


Source

Le recueil "Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930. Chanson recueillie par H. Guillerm