An anduilhenn
L'andouille
 


An Aotrou Person 'neus c'hoantaet
Un anduilhenn bet er moged
} bis
Hopopop n'eo ket gwir an dra-se
O, geo da, gwir a-walc'h e oa !
} bis


Kaset ar vatezh prontamant
Da c'houlenn anduilh 'vit arc'hant

Pa oa poazhet ha poazhet mat
E voe degaset war ur plad

Pa voe rannet dre an hanter
Ne bade den gant c'hwezh ar flaer

Pa oa deut Pask en amzer vat
Annaig Rouz da govesaat

- C'hwi n'ho po ket an absolvenn
Abalamour d'hoc'h anduilhenn


Le sujet

Monsieur le curé a eu envie qu'on mette une andouille à fumer

La servante va acheter une andouille ; une fois fumée, on l'ouvre en deux ... et l'odeur fait fuir tout le monde

Quand Annaig Rouz va se confesser, le curé lui dit : vous n'aurez pas l'absolution, à cause de votre andouille


Source

Extrait de "Sonioù Pobl", recueil par Fañch Danno, édité par Skol Vreiz en 1968. Cette chanson est elle-même reprise de "Kan ha koroll" (Chant et danse) édité par la revue Ar Falz