Loiza hag Abalard
Héloïse et Abélard
 


Ne oan nemet daouzek vloaz pa guitis ti ma zad,
Pa guitis ti ma zad
Pa oan aet gant ma c'hloareg, ma Abalardik mat.

Pa oan-me aet da Naoned gant ma dousik kloareg
Gant ma dousik kloareg
Ne ouien yezh, ma Doue, nemet ar brezhoneg;

Ne ouien tra, ma Doue, met laret ma fater,
Pa oan-me plac'hig bihan e ti ma zad er gêr,

Hogen bremañ, desket on, desket on mat a-grenn;
Me oar Galleg ha Latin, me oar skrivañ ha lenn;

Ya lenn e levr an Aviel ha skrivañ mat ha pre'ek,
Ha sakriñ ar bara-kann kerkoulz ha peb beleg;

Ha miret ouzh ar beleg da lar e oferenn,
Ha skloumañ an alc'hwilten e kreiz hag en daoubenn.

Me oar kaout an aour melen, an aour touez al ludu;
Hag an argant touez an drez, pa'm eus kavet an tu:

Me oar mont da giez du, pe da vran, p'am eus c'hoant;
Pe da baotrig ar skod-tan, pe da aerouant;

Me oar ur son hag a lak an neñvou da frailhañ
Hag ar mor bras da zridal, hag an douar da grenañ.

Me oar me kement tra zo er bed-mañ da c'houiet,
Kement tra zo bet gwechall, kement zo da zonet.

Kentañ louzoù am eus graet gant ma dousik kloareg,
Oa gant lagad kleiz ur vran ha kalon un touseg;

Ha gant had ar raden glas, don ar puñs kant goured,
Ha grouioù an aour-yeotenn war ar prad dastumet;

Dastumet, diskabel-kaer, d'ar gouloù-deiz a-grenn,
Nemet ma hiviz ganin, hag ouzhpenn diarc'hen.

Kentañ 'taolis ma louzoù da c'hout hag eñ oa mat,
A oa e-kreiz park segal an Aotrou an Abad,

Deus triwec'h bigouad segal doa hadet an Abad,
N'en deus bet da zastumiñ nemet div guichennad.

Me 'm eus un arc'hig arc'hant er gêr e ti ma zad,
An hini hen digorfe en defe kalonad !

Hag ennañ teir aer-wiber o c'houriñ ui aerouant,
Mar deu ma aerouant da vat, neuze vo nec'hamant.

Mar deu ma aerouant da vat, a vo gwall nec'hamant;
Seizh lev war-dro ac'han e teuy da deurel tan.

N'eo ket gant kig klujiri na kig keveleged,
Gant gwad sakr ar re zinamm eo int ganin maget.

Ar c'hentañ em boa lazhet oa e-barzh ar vered,
O vonet d'ar vadiant, hag ar beleg gwisket.

Tre ma oa aet d'ar c'hroaz-hent, e tennis ma botoù,
Hag a yis d'e ziveiañ, didrouz, war ma loeroù.

Mar choman war an douar, ha ganin ma Goulaoù,
Mar chomomp war ar bed-mañ, c'hoazh ur bloavezh pe zaou;

C'hoazh un daou pe dri bloavezh, ma dous ha me hon daou,
Ni a lakay ar bed-mañ da dreiñ war e c'hinaoù.

- Evesait mat, Loizaig, evesait d'hoc'h ene,
Mard eo ar bed-mañ deoc'h-hu, da Zoue egile.



Le sujet

Héloïse n'avait que douze ans quand elle quitta la maison de son père pour suivre son aimé clerc, Abélard. A l'époque, elle ne savait que le breton, et dire son Pater ; maintenant, elle sait la langue des Francs et le latin, consacrer l'hostie comme un prêtre.

Suit une énumération de ce qu'elle sait faire, et c'est le portrait d'une alchimiste, voire d'une sorcière.

A la dernière strophe, on lui répond : "Prenez garde, Héloïse, prenez garde à votre âme : si ce monde vous appartient, l'autre appartient à Dieu".

Aucune allusion aux épisodes plus connus de l'histoire d'Abélard et Héloïse.


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes,publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué.