Reneadig C'hlas
Renée la Pâle
 


Selaouet holl 'ta, selaouet
Ur werz zo nevez gompozet
Selaouet holl 'ta, selaouet
Ur werz zo nevez gompozet
Da Reneadig ez eo graet
A zo er bloaz-mañ dimezet
Da Reneadig ez eo graet
A zo er bloaz-mañ dimezet

A zo er bloaz-mañ dimezet
Mez nompas dimeziñ karet
Reneadig c'hlas a c'houlenne
Digant he mamm un deiz a oe :

"Petra zo nevez en ti-mañ
Pa 'mañ an tri bofer war an tan
Ur berr krenn zo ruz a welan
Un bras ivez hag un bihan ?

- Ma merc'h, soue'et on ho klevet
Warc'hoazh kentañ 'mañ hoc'h eured !
- Mar 'mañ m' eured warc'hoazh kentañ
Ma ya dont d'am gwele bremañ

Me ya d'am gwele da gouskat
'Vit sevel warc'hoazh mintin mat
'Vit sevel warc'hoazh d'ar beure
Da fichañ ma dilhad nevez "

Reneadig c'hlas a lavare
D'he matezh vihan an deiz-se :
" Matezh vihan, din-me laret,
C'hwi rafe plijadur em andret ?

Mont da gas lizher d'am c'hloareg
A zo din o ouelañ dourek
- Evel un ael, mestrez yaouank,
Me zo vont bremañ prontamant "

Ar vatezh vihan a lare
En Kervalbret pa errue :
" De-bonjour deoc'h, tud an ti-mañ,
Ar mab henañ, pelec'h emañ ?

- Emañ 'barzh e wele klañv-bras,
'Baoe eo dime'et Reneadig C'hlas
'Mañ du-se e kambr ar studi
Matezh vihan, it d'e gaout di "

" De-bonjour deoc'h, kloareg yaouank
- Ha deoc'h ivez, matezhig koant
- Setu ullizher, lennet-han :
Gout a refot pezh zo warnañ

- Mar bez gwir 'lar al lizher-mañ
Hi n'he deus ket pell da vevañ
Me 'm eus nebeutoc'h, siwazh din !
Ha prestik amañ e varvin "

Reneadig C'hlas a lavare
'Barzh prenestr he c'hambr un deiz oe :
" Me a wel ar gompagnunezh
Prest d'antren 'barzh koad an Diez

Youenn Sellar er penn kentañ
Na ma mallozh me ro gantañ !
Gant ma mamm ha ma zad ivez
Gant kement a vag bugale

Gant kement a vag tud yaouank
Defaot n'o lezint dont d'o c'hoant...
Pa oa gant an hent o vonet
Sone ar glas d'he dous karet...

Teir gwech d'an douar hi zo koue'et
Youenn Sellar 'n eus hi savet
Reneadig C'hlas a lavare
D'an Aotrou Person en deiz-se :

" Hastit laret ho ofern-bred
Peotramant n'hi c'hlevin ket "
Reneadig C'hlas a lavare
Ti he mamm-gaer pa arrue :

" Mard on ar verc'h-kaer en ti-mañ
Tapet din ur bank d'azezañ
- Ma merc'h, soue'et on d'ho klevet
War inkane mat oc'h deuet

- Gwell vije din bout deut war droad
Mar vijen deut gant va gras vat
Mard on ar verc'h-kaer en ti-mañ
Pelec'h 'mañ 'r gwele 'c'h an ennañ ?

- 'Mañ du-se e kampr ar studi
Va mab Youenn, it daveti
'N anv Doue, konsolet-hi
Tamm boued ebet ken n'hall debriñ "

" De-bonjour deoc'h ma mestrez koant
- Ha deoc'h ivez, intañv yaouank
'Vit intañv n'ho kemeran ket
Mez padal, kredit e viet

Ur gador hi he deus tapet
Un all d'he fried 'deus roet
" Ma fried paour, mar am c'haret,
Dont d'ar veilh emberr vin leusket

Dont d'ar veilh emberr vin leusket
- D'ar veilh emberr na n'iet ket
'Balamour 'mañ noz hoc'h eured
D'an interamant laran ket

- Ma fried paour, mard oc'h kontant,
Me ya d'ober ma zestamant :
E-barzh godell ma brozh-eured
A zo ur som a bemp kant skoed

Ar re-se roan deoc'h, ma fried,
'Vit ar goustamant ho peus bet
E-barzh ma zavañjer eured
Zo ur som a hanter-kant skoed

Roit an'e d'am matezh vihan
He deus bet ganin kalz a boan
O tougen lizheroù kollet
'Tre maner Glas ha Kervalbret

E-barzh ma c'hotilhon eured
Zo ur som a dri-ugent skoed :
Lod a roit d'ar beorien
Hep ankoue'añ ar velein

Evit lakaat ganeomp pedenn
Pa vimp kousket en douar yen "
Hi chouch he benn war he barlenn
Hag eno e varvas souden

Doue a bardon an Anaon :
Emañ o c'horf war ar varskaoñ
D'an neñv eo nijet o ene
Aet int d'eureujiñ dirak Doue

Aet int o-daou en ur poullad
Pa n'int ket aet 'n ur gwelead
D'an neñv eo nijet o ene
Aet int d'eureujiñ dirak Doue



Le sujet

La petite Renée est forcée à épouser un homme qu'elle n'aime pas, Youenn Sellar, au lieu du clerc dont elle est amoureuse. Sa servante va porter la nouvelle au clerce, qui meurt en l'apprenant
Arrivée dans la chambre qui lui est préparée chez son mari, elle fait son testament et répartit ses biens entre sa servante, les pauvres, les prêtres, et son mari pour la dépense qu'il a engagée
Ayant terminé, elle s'effondre et va rejoindre son clerc dans la mort

Chanté par Pauline Le Mouel, de Carhaix


Source

Kanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911