War bont an Naoned (2)
Sur le pont de Nantes (2)
 

Pa oan war bont an Naoned
Rendez-moi des bouteilles
War ar bont o pourmen
Des bouteilles eh bon
Bon bon bon bon bon bon

War ar bont o pourmen
Des bouteilles oh bon garçon !

E kavis ur vrunardenn
War ar bont o ouelañ (bis)

Petra ra deoc'h brunardenn
Petra ra deoc'h gouelañ ?

Va gwalenn aour, emezi,
Er mor a zo kouezet

Petra reit din brunardenn
Me yelo d'hi kerc'hat

Hanter-kant lur, emezi,
Zo em godell amañ

A vezo deoc'h den yaouank
Ma ker't mont d'hi kerc'hat

Er gentañ plunjadenn
Netra n'en deus kavet

En eilvet plunjadenn
Ar walenn 'n eus gwelet

En deirved plunjadenn
E galon zo beuzet

E vamm a oa er prenestr
O sellet diant-hañ

Rag e ve gwir, brunardenn,
E ve va mab beuzet ?

E korn an trez e Naoned
E gorf zo douaret

Evit diskouezh d'ar baotred
Na garfen re ar merc'hed



Le sujet

Voir une autre version de la même chanson

Notes d'Alfred Bourgeois

M. Bourgault-Ducoudray, dans son recueil de « 30 Mélodies populaires de Basse-Bretagne », donne une chanson sur le même sujet et s'appliquant au Pont de Tréguier. L'air en est tout différent, mais le même contraste existe entre la gaîté de cet air et la tristesse du sujet
Chanté par Louis Moullec, boulanger à Roscoff, le 11 juillet 1894


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris