War bont an Naoned (3)
Sur le pont de Nantes (3)
 

Pa oan war bont an Naoned
Vive l'amour gai, vive l'amour
Pa oan war bont an Naoned
Vive l'amour gai, vive l'amour
Oc'h 'n em zivertisañ
Vive la glorietic
Oc'h 'n em zivertisañ
Vive la gloria

E kavis ur verjerenn
War ar bont o ouelañ (bis)

Petra ra deoc'h berjerenn
Petra ra deoc'h gouelañ ?

Va gwalenn aour, emezi,
Er mor a zo kouezet

Petra reit din berjerenn
Me yelo d'hi kerc'hat

Hanter-kant lur, emezi,
Zo em godell amañ

A vezo deoc'h den yaouank
Ma ker't mont d'hi kerc'hat

Er gentañ plunjadenn
Netra n'en deus kavet

En eilvet plunjadenn
Ar walenn 'n eus gwelet

En deirved plunjadenn
E galon zo beuzet

E vamm a oa er prenestr
O sellet diant-hañ

Rag e ve gwir, berjerenn,
E ve va mab beuzet ?

Div rozenn ruz ar gaerañ
Zo war e vez savet

E lec'h ma tiskenn bemdez
Roue al laboused



Le sujet

Voir une autre version de la même chanson

Notes d'Alfred Bourgeois

M. Bourgault-Ducoudray, dans son recueil de « 30 Mélodies populaires de Basse-Bretagne », donne une chanson sur le même sujet et s'appliquant au Pont de Tréguier. L'air en est tout différent, mais le même contraste existe entre la gaîté de cet air et la tristesse du sujet
Chanté par Mlle Noémie Salaün, de Roscoff
Le roi des oiseaux, c'est l'aigle ; c'est sans doute une allusion à un fait de forfanterie.


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris