Setu me dimezet, kavet eo din ma far Ret a vo din lâret adieu da blijadurioù an douar Un deiz oen é vale a-barzh e ma jardrin Me rankontras un evnig roz àr ur barr é kaniñ Hag eñ a gan hag a ziskan, hag e lâr dre e boz Daou zen yaouank ec'h ober al lez ne gousk na deiz na noz An evnig-se 'n deus lâret ur gaou kar 'm eus eñ aprouvet Me zo bet yaouank èl ar re 'rall ha me gouske bepred A-barzh e ma jardrin eh eus tri boked plantet Daou anezhe ra fleurderoz, an arall ne ra ket Daou anezhe ra fleurderoz, an arall ne ra ket An dra-se ziskouez deomp-ni plac'hig penaos 'n em garomp ket Me garhe bout plac'hig en ho kompagnunezh Durant ma ve ur maen velin é teuziñ en ur wazh Ur maen melin er wazh a vez pell é teuziñ An amitie 'tre daou zen yaouank 'vez ket pell é pasiñ Le sujetQuand j'étais jeune, à faire la cour aux filles, je ne manquais jamais d'argent dans les poches de mon gilet. Maintenant je suis marié ; il me faut dire adieu aux plaisirs de ce monde (sic !)
SourceChanté lors du stage KEAV 2001 à Scaër |