Al leur nevez
L'aire neuve
 





C'hwezhit er sac'h 'ta sonerien
Sonit ar gavotenn
Ma fringo ar C'herneviz e-pad an abadenn
Ar vombard gant he mouezh sklêr
A zibrad ar c'horfoù
Ar gwad ennomp a red taer
Drant eo hor c'halonoù
Dañsomp, dañsomp war al leur
Dalc'homp uhel hor penn
Betek ma vo deut an eur
Da zilezel an dachenn
An dud yaouank a zo gwisket kaer
Seiz, voulouz, dantelezh luc'h
Dindan an heol sklêr
Eürusañ tud dindan an neñv
A zo bugale Kernev
Bloaz a zeu vint laouen
'Vel oant warlene

Merc'hed yaouank, bleunioù dispar
Yaouankiz Breizh-Izel
C'hwi zo kaer ho plev, ho liv
Ruz ez eo ho muzell,
N'eus paotr n'en defe ket c'hoant
D'ho koulenn da zañsal
Ha c'hwi gant ho taoulagad
A ra dezho tridal
Ne chomont ket da c'hortoz
Mont a reont d'ho pediñ
Ha ma teu ho tivjod roz
O gwad a zo o virviñ
Er wenojenn a zegas d'ar gêr
Me soñj e vo laeret meur a bokig tener :
Jobig gant e vuiañ-karet
Chanig gant he c'harantez
Drido o c'halonoù gant al levenez


Le sujet

Une chanson pour encourager à la danse


Source

Dans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité en 1950

Gavotte de Pont-Aven