Un alarc'h, un alarc'h tra mor (bis) War lein tour moal kastell Arvor Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann, d'an emgann, o ! Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann ez an Neventi vad d'ar Vretoned Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann... Erru ul lestr e pleg ar mor E ouelioù gwenn gantañ digor Degoue'et an Aotrou Yann en-dro Digoue'et eo da ziwall e vro D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued A vac'hom war ar Vretoned Ken e laosker ur youc'hadenn A ra d'an aod ur grenadenn Ken e son ar menezioù Laz Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas Ken e kan laouen ar c'hleier Kant lev tro-war-dro, e pep kêr Deut eo an heol, deut eo an hañv Deut eo en-dro an Aotrou Yann An Aotrou Yann a zo paotr mat Ken prim e droad hag e lagad Laezh ur Vreizhadez a sunos Ul laezh ken yac'h evel gwin kozh Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell, Ken e vrumenn an neb a sell Pa c'hoari kreñv, ken kreñv e tarc'h Ken e taouhanter den ha marc'h Darc'h atav, dalc'h mat, aotrou dug, Dav warnehe! ai-ta! bug-ho! bug! Neb a drouc'h 'vel a douc'hez-te N'en deus aotrou nemet Doue! Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat ! Arsav na truez ! gwad oc'h gwad ! Itron Varia Breizh, skoaz da vro! Fest erbedenner, fest a vo! Dare' ar foenn; piv a falc'ho? Dare' an ed; piv a vedo? Ar foenn, an ed, piv o fako? Ar roue gav' gantañ 'raio Dont a ray a-benn ur gaouad Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat Gant ur falc'h arc'hant er bro-ni, Ha gant ur falz aour da vediñ Mar plije gant ar C'hallaoued Daoust hag int mank ar Vretoned? Mar plije gant 'n Aotrou roue Daoust hag-eñ eo den pe Zoue? Skrignañ 'ra bleizi Breizh-Izel O klevet embann ar brezel O klevet ar youc'h, e yudont Gant c'hwezh ar C'hallaoued e reont En heñchoù, e-berr a welour O redek ar gwad evel dour Ken yey ruz-glaou brusk an houidi Hag ar wazi gwenn o neuiñ Muioc'h a dammoù goaf, e sklent, Eget skoultroù goude barr-went; Ha muioc'h a bennoù-marv, Eget e karnelioù ar vro Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint Betek deiz ar varn e c'hourve'int Betek deiz ar varn hag ar fust, Gant an Trubard a ren ar rustl An diveradur eus ar gwez 'Ray dour benniget war e vez ! Le sujetLa chanson évoque le retour d'exil triomphal du duc Jean IV de Montfort ("an aotrou Yann"), débarquant dans un vaisseau aux voiles blanches pour reconquérir la Bretagne Ce duc, installé par le royaume de France, avait pourtant été chassé quelques années auparavant par les Bretons ; mais, voyant que l'indépendance du duché était encore plus menacée sans lui qu'avec lui, ils avaient envoyé une délégation pour qu'il revienne Il débarque à Dinard le 3 août 1379 pour reconquérir le trône de Bretagne "An Alarc'h" c'est le cygne qui, dans la chanson, assiste à la scène depuis le sommet de la tour du château d'Arvor Traduction Un cygne, un cygne d'outre-mer, au sommet de la vieille tour du château d'Armor !
Dans des versions récentes un couplet a été ajouté :
Honneur, honneur au "blanc-et-noir" (le drapeau breton)
Source Cette chanson, extraite du "Barzhaz Breizh" de La Villemarqué, figure sur le recueil "Kanomp Uhel", édité par Coop Breizh Editions Coop Breizh : KERANGWENN 29450 SPEZET Librairies : 10, rue du Maine à Paris 14ème et 17, rue de Penhoët à Rennes |