An Aotrou 'r C'hont (2)
Le Seigneur Comte (2)
 


I
Ann aotro 'r c'hont hag he briet
Iaouankik mad 'zo dimezet;

Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nao miz gwillioudet.

'N aotro ar c'hont a c'houlenne
Euz he briet, un deiz a oe:

- Ma friet, d'in-me lavaret
Petra digan-in c'hoantaët?-

- Un tam kig glujar pe kig gad
A c'houlennann, dimeus ar c'hoad.

An aotro 'r c'hont, p'hen euz klewet,
En he fuzul ez eo krôget ;

En he fuzul ez eo krôget,
Da ober ur bale eo et.

E-bars ar c'hoad p'eo antreet,
Kornandonez gant-han digwet:

- Deiz-mad d'ac'h-c'hui, aotro ar c'hont,
Me oa pell-zo 'klask ho rankontr;

Brema p'am euz ho rankontret,
Eureuji d'in-me a renkfet. -

- Eureuji d'ac'h-c'hui na rinn ket,
Rag me 'zo newez-dimezet;

Rag me 'zo newez-dimezet,
Ma groeg 'n noz-ma gwillioudet.-

- Daoust d'ac'h pe verwell 'dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele;

Merwell endann ann tri de-man,
Pe chomm seiz bloas war h' kwele klan.-

- Gwell ganin merwell 'dann tri de,
'Wit chomm seiz bloas war ma gwele;

Rag ma groegik a zo iaouank'
'Defe ganin kalz nec'hamant. -

II
Ann aotro ar c'hont a lare
D'he vamm, er ger pa arrue:

- Ma mamm 'gret-c'hui me gwele d'inn,
Bikenn an-ez-han na zavinn ! -

- Ma mab ker' d'in-me lavaret'
Petra gant-oc'h 'zo arruet ?-

- O chaseal er c'hoad on bet,
Ur Gornandonez 'zo digwet,

Hag a deuz d'in-me lavaret
Eureuji d'ez-hi vije red. -

- Ma mabik, d'in-me lavaret
Petra dez-hi 'c'h euz respontet ?-

-Hag am euz d'ez-hi respontet:
Eureuji d'ec'h me na rinn ket,

Rag me zo newez-dimezet,
Ma groeg 'n noz-ma gwillioudet.

'R Gornandonez, pa deuz klewet,
D'in-me neuze deuz lavaret: -

- Daoust d'ac'h pe verwell 'dann tri de,
Pe seiz vloas klanv war ho kwele.-

- Gwell ganin merwell 'dann tri de,
'Wit chomm seiz bloas war ma gwele,

Rag ma groegik a zo iaouank
Defe ganin kalz nec'hamant.-

Ma mammik paour, mar am c'haret,
Euz ma friet n'anzavfet ket;

Euz ma friet n'anzavfet ket,
Ken 'vo euz hi gwele savet.

III
Itron ar c'ront a c'houlenne
Digant hi mam-gaer en de-se:

- A zo gant ma friet digwet,
Pa na deu-han ket d'am gwelet?-

-Da chaseal d'ar c'hoad eo et,
Er ger n'eo ket c'hoas arruet;

Et eo da chaseal d'ar c'hoad,
Da glask d'ac'h un draïk bennag. -

Itron ar c'hont a c'houlenne,
Euz hi mitijenn en deiz-se:

- Ma mitijenn, d'in-me laret,
Gant ar mewelienn 'zo digwet '

Petra gant-ez a zo digwet,
Na ma oelont-hi ken dourek?-

- O touran ar c'hezek int bet,
Ar marc'h gwella ho deuz beuzet. -

- Laret d'ez-he na oelfont ket'
Pa vinn iac'h, re all 'vo prenet.-

Itron ar c'hont a c'houlenne
Euz hi mitijenn en deiz se:

- Ma mitijenn d'in-me laret'
Petra ganac'h 'zo c'hoarvezet ?

Petra 'zo ganac'h c'hoarvezet
Na ma oelet-c'hui ken dourek,-

- O kanna 'r c'houez ez omp bet,
Linseliou gant ann dour 'zo et. -

-Ma mitijenn, na oelet ket,
Pa vinn iac'h, re-all 'vezo gret.-

Itron ar c'hont a c'houlenne
Euz hi mitijenn en deiz-se:

- Petra 'zo newez en ti-ma,
Ma 'ma 'r veleïen o kana ?-

- Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet ;

Hag a zo en noz-ma marwet,
Ha fete 'vezo douaret.-

Itron ar c'hont a c'houlenne
Digant hi mam-gaer en deiz-se:

- Pere dillad a wiskinn-me
'Wit monet d'ann iliz, f'ete?-

-'Ma gant 'r groagez iaouank ar c'hiz
Em wiska 'n du d'vont d'ann iliz.-

Itron ar c'hont a c'houlenne
Bars ann iliz pa arrue:

- Piou zo 'dann ma skabel douaret,
Ann douar ,zo newez mesket?-

- Beta-henn am euz d'ac'h kuzet,
Hen ober pelloc'h n'hellan ket:

Hen ober pelloc'h n'hellan ket:
Ho priet ,zo ase douaret!-

Itron ar c'hont pa deuz klewet,
Raktal d'ann douar 'zo zemplet;

Raktal d'ann douar 'z eo zemplet,
Ha war al lec'h ez e marwet!



Le sujet

Même sujet que Aotrou Nann hag ar Gorrigan, du Barzaz Breiz

 


Source

Musique dans "Musiques bretonnes", de Maurice Duhamel

Paroles extraites des "Gwerziou Breiz-Izel", de François-Marie Luzel, publié en 1868
Luzel a recueilli les paroles auprès du "pauvre aveugle Garandel", à Plouaret, en 1844 ; Duhamel l'a entendue chantée par Yves Menguy et Guillaume Léon, sonneurs à Carhaix


Luzel donne trois versions des paroles de "An Aotrou ar C'hont", et Duhamel donne quatre versions pour la musique, sans indiquer à quelle version du texte chaque musique se rapporte. J'ai assemblé les versions qui me semblent aller le mieux ensemble.