An Aotrou Nann
Le Seigneur Nann
 


I
Ann aotro Nann hag he briet
Iaouankik flamm 'zo dimezet;

Iaouankik flamm int dimezet,
Un' daouzek vloas, un-all trizek:

Iaouankik flamm int dimezet,
Iaouankik flamm dispartiet.

II
Ann aotro ar c'hont a lare
Na d'he briet, un deiz a oë:

- Brema pa 'z oc'h gwillioudet,
Petra 'c'hoantaët, ma friet ?

Un tam kefelek, un tam iar,
Pe c'hoas un tamik kig glujar?

- Un tam kefelek, mar karet,
Penamed ho poan, ma friet.-

'N aotrou ar c'hont, p'hen euz klewet,
En he fuzul a zo kroget;

En he fuzul ez e kroget,
Da chaseal d'ar c'hoad eo et.

Ebars ar c'hoad p'e digwezet,
Ur gornandonez 'n euz kavet:

-Deiz-mad d'ac'h-c'hui, aotro ar c'hont,
Me 'zo pell-zo 'klask ho rankontr;

Brema, p'am euz ho rankontret,
Ma eureuji a vezo red;

Pe ma eureuji promptamant,
Pe reï d'in ma buset arc'hant;

Pe c'hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ho kwele;

Pe chomm seiz vloas war ho kwele,
Ha merwel neuze koulsgoude !

- 'Wit ho eureuji na rinn ket,
Me 'zo dimet hag eureujet;

Me 'zo dimet hag eureujet,
Bet eur mab bihan d'am friet

Gwell ganin merwell 'dann tri de,
'Wit chomm seiz vloas war ma gwele;

'Wit chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude!-

III
'N Aotro ar c'hont a lavare
D'he vamm, er ger pa arrue;

-Ma mammik gret ma gwele eaz
Rag me 'm euz bet ur gwall-devez;

O chaseal er c'hoad 'z on bet
'R gornandonez am euz kavet;

'R gornandonez am euz kavet,
Ha vel-henn d'in deuz-hi laret: -

Pe hi eureuji promptamant,
Pe rei d'ei hi buset arc'hant;

Pe c'hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ma gwele;

Pe chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude.

Me vezo maro 'benn tri de,
Hag 'vo beziet ar beware.

Ma mammik paour, mar am c'haret,
N'anzavet ket euz ma friet,

N'anzavet ket euz ma friet,
Ken a vo bet purifiet.

IV
Ar gontez iaouank 'c'houlenne
Euz hi mamm-gaër, un deiz a oe:

-Petra 'newez 'zo en ti-ma,
Me gleo 'r mewelienn o oela ?-

- Gwella marc'h 'oa er marchosi
'Zo bet debret gant ar bleizhi.-

- Laret d'ez-he na oelfont ket,
Me denno akord ma friet. -

Ar gontez iaouank 'c'houlenne,
Euz hi mitijenn en de-se:

-Perag m'eo dibrenn ho koeffou,
N'eo ket en defaot a spilhou,

Euz ar foar vraz a Landreger
Digasset 'm boa d'ac'h peb a viller ?-

-Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet;

Hag a zo en noz-ma marwet,
Dougenn he ganvo 'zo dleet.-

Ar gontez iaouank 'choulenne
Euz hi mamm-gaër c'hoas en de-se:

- Petra 'zo newez en ti-ma,
Me gleo beleïenn o kana?

- Ur paour aman 'oa repuet,
Hag a zo en noz-ma marwet;

Hag a zo en noz-ma marwet,
Hen bezia brema vezo red.

-Lavaret d'ez-he kana ge,
Me'm euz arc'hant, hag a rei d'e.-

Ar gontez iaouank 'c'houlenne
Euz hi mamm-gaër, c'hoas en de-se:

-Pe-lec'h e manet ma friet,
Na deu ket pelloc'h d'am gwelet;

Na deu ket pelloc'h d'am gwelet,
Ha kustum ez oa da donet.

- Terrubl, ma merc'h, e ho klewet;
Ha c'hui n'oc'h ket purifiet.-

Ar gontez iaouank 'c'houlenne
Euz hi mamm-gaër, c'hoas en de-se:

- Pe dillad a wiskinn brema,
'Wit monet da burifia?

Un habit gwenn, pe ma broget,
Ma c'hotillonenn violet?

- Un habit dû, euz ar gaera,
Ma merc'h wit mont d' burifia.-

Ar gontez iaouank a lare
En hi skabell pa zaouline:

-Petra 'zo newez c'hoarveset,
P'eo ma skabell en du gwisket?

P'eo ma skabell en du gwisket,
'M euz aoun e maro ma friet !

- Nac'h pelloc'h ouzoc'h n'hellan ket,
Aze eo beziet ho priet !-

- Dalet, mam-gaër, ma alc'houeou,
Lakit-ewez euz ar madou;

Lakit ober er-vad d'am mab,
Me chommo ama gant he dad ! -



Le sujet

Même sujet que Aotrou Nann hag ar Gorrigan, du Barzaz Breiz

 


Source

Musique dans "Musiques bretonnes", de Maurice Duhamel

Paroles extraites des "Gwerziou Breiz-Izel", de François-Marie Luzel, publié en 1868
Luzel a recueilli les paroles de cette version auprès de sa mère, Rosalie Le Gac, à Keramborgne, en 1848 ; Duhamel l'a entendue chantée par Marie-Jeanne Le Bail, à Port-Blanc


Luzel donne trois versions des paroles de "An Aotrou ar C'hont", et Duhamel donne quatre versions pour la musique, sans indiquer à quelle version du texte chaque musique se rapporte. J'ai assemblé les versions qui me semblent aller le mieux ensemble, mais les paroles données par Duhamel pour cette version ne sont pas exactement celles du premier vers donné par Luzel...