Air du pays de Hanvec
Gros, kofek, divesker lor Gouest da lakaat spouron Eus an a-raok eo digor Kement hag ur marc'h limon Ha ma 'z afec'h da c'hoarzhin Ouzh pezh a c'hoarvezas Siwazh deoc'h, me a gav din, Sur ho pefec'h gwall dregas E-kichen ode Park-bras E gi bihan Loullig War ur c'had prim a lammas, Ha strobet ar paotr Fañchig 'Stok e-gorf war ar gloued Kouezhas ar paotr faro Hag e benn chomas sanket E gwask ar bizier derv Kaer 'doa sachañ da c'houde Sachañ ha disachañ E ziskouarn a voude Ha ret 'voe dezhañ puchañ Ret 'voe d'ar paour-kaezh kañfard Dibradañ e gloued An abadenn a voe start Mat-tre e oa bet staget Ha ganti 'dreuz war e choug Fuloret e galon Ha div zrezenn d'e ambroug Fañch a zistroas d'ar gêr Ar saout a vez pennasket, Ar c'hezeg hualet, Morse ne oa bet gwelet M'hen tou, un den "klouedet" Le sujetC'est une histoire arrivée à Fañch Le Luch, un type costaud, bien planté sur ses deux jambes, et à qui il vaut mieux ne pas trop la raconter Un jour qu'il passait dans un champ, son chien Loullig saute sur un lièvre et renverse
Fañch, qui se retrouve le cou coincé dans la barrière. Il a beau tirer et se débattre,
rien à faire. Une seule solution : soulever la barrière, et rentrer penaud à la maison,
la barrière autour du cou, entravé comme une vache ou un cheval
SourceDans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité
en 1950
|