An tri manac'h ruz
Les trois moines rouges
|
|
Krenañ ran em izeli, krenañ gant ar c'hlac'har,
O welet ar gwalleurioù a sko gant an douar:
O soñjal d'an taol euzhuz, zo nevez c'hoarvezet
War-dro ar gêr a Gemper, ur bloaz zo tremenet.
Katellig Moal, gant an hent, o lavar ur c'hou-plad
Degoue'et ganti tri manac'h hag i harneset mat;
Hag i war o c'hezeg bras harneset a bep tu,
Degoue'et ganti, kreiz an hent, degoue'et tri manac'h ruz.
- Deut ganeomp d'al lean-di, deut ganeomp, plac'hig koant,
Eno na vanko deoc'h-hu nag aour, vat, nag argant
- Salokras, va aotrounez, ganeoc'h na in ket-me,
Aon em eus rak ho kleze, zo 'stribilh d'ho kostez
- Deut ganeomp-ni, plac'h yaouank, n'ho pezo droug ebet
- Na in ket, va aotrounez, gwall draoù a ve klevet !
- Gwall draoù a-walc'h ve klevet gant an dud milliget
Mil mallozh d'ar gwall deodoù, da gement zo er bed !
Deut ganeomp-ni, plac'h yaouank, peus ket kaout aon ebet.
- Na in ket feiz, ganeoc'h-hu; gwell ve din bout devet !
- Deut ganeomp d'al lean-di, ni ho lakay 'n ho aes.
- Na in ket d'al lean-di, gwell eo din chom er-maez;
Bet zo bet ennañ, glevan, seizh plac'h diwar ar maez.
Seizh plac'h koant da zimeziñ, ha n'int ket deut er-maez.
- Mar zo bet ennañ seizh plac'h, c'hwi a vo an eizhvet !-
Hag i d'he zaol war o marc'h, hag i kuit en ur red;
Hag i kuit trezek o c'hêr, hag i kuit en ur pred,
Ar plac'h a-dreuz war ar marc'h, he beg dezhi mouget.
Hag a-benn seizh pe eizh miz pe 'n dra bennak goude,
I a oe souezhet bras 'barzh an abati-se;
Hag a-benn seizh pe eizh miz pe 'n dra bennak goude:
- Petra raimp-ni, va breudeur, deus ar plac'h-mañ breme ?
- Boutomp hi 'n un toull douar.- Gwell ve dindan ar groaz.
- Gwell ve c'hoazh mar ve lakaet dindan an aoter vras.
- Na deomp henozh d'he lakaat dindan an aoter vras
E-lec'h na zeuio nikun diouzh he c'herent d'he c'hlask.-
Tro mare sarras an deiz, an neñv holl da frailhañ !
Glav hag avel ha grizilh, ha tan-foeltr ar gwallañ !
Hogen ur paour-kaezh marc'heg, ha glebet e zilhad,
Oa o vale diwezhat, ar glav oc'h e bilat;
O vale dre-se o klask en tu bennak un ti,
Hag eñ dont da zegouezhet, gant iliz 'n abati.
Hag eñ monet da sellet etre toull an alc'houez,
Ha gwelet ur goulouig a oa c'hwe'et aze;
Hag an tri manac'h a-gleiz, o toullañ 'n aoter vras,
Hag ar plac'h war e c'hostez, staget he zreidig noazh.
Ar plac'hig paour a glemme, goulenne forzh truez:
- Laosket ganin va buhez, aotrounez, an' Doue !
Aotrounez, en an' Doue, laosket din va buhez,
Me a valo deus an noz ha guzho deus an deiz.-
Ken a varvas ar gouloù, ur boutadig goude,
Hag eñ da chom toull an nor, hep fichal, spontet tre.
Ken a glevas ar plac'hig, en he bez o tamant:
- Me garfe d'am c'hrouadur eoulioù ar vadiant;
Ha goude ar groaz-nouenn evidon ma unan,
Ha mervel a rin laouen a galon vat bremañ.
- Aotrou eskop a Gernev, dihunet, dihunet;
C'hwi zo aze 'n ho kwele war ar bluñv blot kousket;
C'hwi zo aze 'n ho kwele, war ar bluñv blot-meurbet,
Hag ur plac'hig o tamant 'n un toull douar kalet,
O c'houlenn d'he c'hrouadur eoulioù ar vadiant,
Ha goude ar groaz-nouenn eviti hec'h-unan.-
Toullet oa an aoter vras, dre urzh an aotrou kont,
Ha tennet 'maez ar plac'h paour, an eskop o tigont
Ha tennet ar plac'hig paour er-maez deus an toull don,
Ganti he mabig bihan, kousket war he c'halon.
Debret he doa he divrec'h, didammet he divronn,
Didammet he divronn wenn bete poull he c'halon.
Hag an aotrou an eskop, pa welas kement-se,
'N em strinkas war e zaoulin, da ouelañ war ar bez.
Teir noz, tri deiz, e chomas e-touez an douar yen,
Gwisket gantañ ur sae reun hag e dreid diarc'hen.
Hag a-benn an deirvet noz, an holl venec'h eno,
Teuas da fichal ar bugel, etre an div c'houloù,
Da zigor e zaoulagad, da gerzhet war un dro,
Kerzhet d'an tri manac'h ruz : - An tri-mañ 'n hini-eo !-
En tan emañ int bet devet, hag en avel gwentet;
Ho c'horf lakaet da zamant, en abeg d'o zorfed.
Le sujet
Une jeune fille est enlevée par trois "moines rouges" (des Templiers), malgré son refus de les suivre. Au bout de sept ou huit mois, ou un peu plus plus, la fille donne naissance à une enfant. Les moines rouges décident d'enterrer la fille et l'enfant sous l'autel
Un pauvre chevalier arrive devant l'église des Templiers, et voit la scène : les moines mettent la fille en terre ; elle réclame pour son enfant l'huile du baptême, et pour elle l'extrême-onction
Le chevalier prévient l'évêque, qui arrive en hâte, et fait creuser sous l'autel : on retrouve la fille et l'enfant
Les trois moines ont été brûlés vifs, et leurs cendres jetées au vent
Source
Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes,
publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué
|