Ar breur mager
Le frère de lait
 


Bravañ merc'h dijentil a oa dre-mañ tro-war-dro,
Ur plac'hig triwec'h vloaz, Gwennolaig he anv.

Marv an Aotrou kozh, he div c'hoar baour, hag he mamm;
Marv holl dud he zi, siwazh de'i ! met he lez-vamm.

Truez oa he gwelet war dreuzoù dor ar maner,
O skuilhañ daeloù druz, hag hi ker reizh ha ker kaer !

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c'hortoz pell amzer;

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur-mager;
Achuet oa c'hwec'h vloaz 'ba oa aet kuit deus ar gêr.

- Tec'het tu-hont, ma merc'h, hag it da glask al loened;
Ned an ket d'ho magañ evit chom aze chouket.-

Div, teir eur kent an deiz hi oa dihunet ganti,
Er goan, da c'hwezhañ tan, ha skubañ pep korn an ti;

Da vont da gerc'hat dour da feunteun-gwer-ar-c'horred,
Gant ur c'hozh-podig toull hag ur sailhig dizeonet.

An noz a oa teñval, an dour oa bet strafuilhet
Gant karn marc'h ur marc'heg o tistreiñ eus a Naoned.

- Yec'hed mat deoc'h plac'hig; ha c'hwi a zo dimezet ? -
Ha me yaouank ha sot, a respontas :- N'ouzon ket.

- Ha c'hwi zo dimezet ? leveret din, me ho ped.
- Sal-ho-kraz, aotrou ker, dimezet c'hoazh n'em on ket.

- Dalet ma gwalenn aour, ha d'ho lez-vamm lavaret
'Maoc'h dimet d'ur marc'heg o tistreiñ eus a Naoned;

Gwall c'hoari a zo bet, lazhet e floc'hig, du-se;
Eñ tizhet e-unan er c'hof gant un taol kleze;

Benn teir zun ha tri deiz, ha pa vo deuet da vat,
E teuio d'ar maner, laouen ha skañv, d'ho kerc'hat.-

Hag hi d'ar gêr diouzhtu, ha sellet ouzh ar bizoù:
Bizoù he breur-mager oa gantañ en he zorn dehou !

II
Achuet oa ur zun, ha div zun, hag an deirvet,
Hag marc'heg yaouank ne oa ket c'hoazh distroet.

- Ret eo deoc'h dimeziñ, soñjal 'm eus graet em c'halon,
Ha kavet am eus deoc'h, ma merc'h, un den a-feson.

- Sal-ho-kraz, va lez-vamm, 'm eus ker eus a zen ebet
Met eus ma breur-mager, hag a zo er gêr degoue'et.

Bet am eus digantañ gwalennig aour ma eured,
Ha dont a ray emberr laouen ha skañv d'am c'herc'het.

- Gant gwalenn hoc'h eured, me ho ped, sarret ho peg,
Pe me dapo ur vazh hag ho tesko da bre'ek.

Pe dre gaer, pe dre heg, ret a vo deoc'h dimeziñ
Da Jobig Al-loarek, da baotrig hor marchosi.

- Da Jobik menargars ! mervel rin gant ar c'hlac'har !
Ma mamm, ma mammig paour ! mar vez c'hoazh war an douar !

- It d'en em glemm er porzh, klemmit kement ma karfet,
Kaer po ober tailhoù, benn tri deiz viot dimezet !-

III
Tro mare-se a yeas ar c'hleuzer kozh dre ar vro,
Gantañ e gloc'h bihan, o kas kannad ar marv.

- Pedit, e'it an ene zo bet en aotrou marc'heg,
Keit eo bet war ar bed un den mat ha kalonek,

Ha ma bet gwall tizhet er c'hof gant un taol kleze,
En tu all da Naoned, kreiz un emgann bras du-se.

Warc'hoazh tro ar c'huzh-heol, e teraouo an nozvezh,
Ha kaset vo goude deus an iliz wenn d'e vez.-

IV
- C'hwi ya d'ar gêr abred ! - Ma 'z an d'ar gêr, oh ! ya de !
- N'eo ket achu ar fest, na kennebeut ar pardaez.

- N'on ket evit herzel grand truez am eus outi,
O welet ar paotr-saout tal-oc'h-tal ganti en ti.

En-dro d'ar plac'hig paour a ouele leizh he c'halon,
An holl dud a ouele ha zoken 'n aotro person;

E iliz ar barrez, beure mañ, 'n holl a ouele,
Re yaouank ha re gozh, nemet he lez-vamm na rae.

Seul-vui ar sonerien, tont d'ar maner a sone,
Seul-vui he c'honfortec'h, seul-vui he c'halon ranne.

Kaset oe doc'h an daol d'ar penn-kentañ, da goaniañ,
N'he deus evet banne na debret un tamm bara.

Aet int d'he diwiskañ d'he lakaat en he gwele,
Strinket deus he gwalenn, roget he seienn nevez;

Ha kuit maez deus an ti, diskabel-kaer, da vale.
Lec'h ma aet da guzhet den ebet na oar doare.-

V
Lazhet an holl c'houloù, ha kousket mat tud an ti;
Ar plac'hig paour dihun, lec'h-all, an derzhienn ganti.

- Na piv a zo aze ? - Me, Nola, da vreur-mager.
- Te a zo aze, te ! Te eo, te, ma breurig ker !-

Hag hi da lamm er-maez, ha kuit war lost he varc'h gwenn;
He brec'hig en-dro de'an, en he c'hoazez dreñv e gein.

- Ni ya buan, ma breur ! Kant lev hon eus graet me gred !
Plijadur m'eus ganit m'am eus-me bet war ar bed.

Pell 'mañ c'hoazh ti da vamm ? me garfe be'an degoue'et.
- Dalc'h mat, atav, ma c'hoar, vo ket pell vimp erruet.-

Ar gaouenn a dec'he, o youal tre diraze;
Koulz hag al loened gouez, gant an trouz a oa gante.

- Da varc'h a zo ker reizh ; da harnez a zo ker sklaer !
Me gav a'nout kresket un tamm mat, ma breur mager !

Me gav a'nout ken drant ; pellik ma c'hoazh da vaner ?
- Dalc'h mat atav, ma c'hoar; pelloc'h e tigoue'emp er gêr.

- Da galon a zo yen, ha da vlev a zo glebet,
Da galon ha da zorn; me gred az peus anoued.

- Dalc'h mat atav, ma c'hoar; setu ni tostik-meurbet,
Na glevez ket mouezh skiltr sonerien drant hon eured ?-

N'oa ket e gomz laret, e varc'h war-sav a chomas,
Ha dridal a reas, hag a-bouez-penn c'hwirinas;

Hag i 'n un enezenn, kalz tud enni o tañsal;
Paotred ha merc'hed koant, dorn ha dorn, en ur vragal ;

Ha gwez glaz tro-war-dro, i karget a avaloù,
Hag an heol o sevel a-dreñv war ar mene'ioù;

Hag ur feunteunig sklaer 'tont d'an traoñ gant ar gwazhioù;
Anaon oc'h evañ, hag o tont adarre bev;

Mamm Gwennola ganto, hag he div c'hoar war un dro,
C'hoari a-walc'h eno, sonioù ha youadennoù.

VI
Antronoz, d'ar sav-heol, merc'hed yaouank a gase
Korf glan Gwennolaig deus an iliz wenn d'ar bez



Le sujet

Une jeune fille noble de dix-huit ans, Gwennolaig, a perdu ses parents et ses soeurs ; il ne lui reste que sa belle-mère, une femme acariâtre. Mais elle a un frère de lait, parti depuis six ans, et c'est son seul espoir

Un jour qu'elle était allée chercher de l'eau, elle croise un chevalier blessé à un combat ; il lui demande si elle est fiancée ; comme elle ne l'est pas, il lui donne un anneau en promettant de revenir trois semaines plus tard pour l'épouser. La fille rentre chez elle, et reconnaît l'anneau : celui de son frère de lait

Trois semaines après, le chevalier n'est pas revenu ; sa belle-mère la force à épouser un gardien de vaches, Job le Lunatique. Un vieux fossoyeur qui parcourt le pays annonce qu'un chevalier, blessé dans une bataille, vient de mourir

Le soir de ses noces avec Job, Gwennolaig jette sa bague, déchire son bandeau de noces et s'enfuit. Pendant la nuit, quelqu'un s'approche d'elle : c'est Nola, son frère de lait. Il la fait monter sur son cheval, et ils partent au galop

Gwennolaig rayonne de bonheur, puis s'inquiète que le chemin soit si long, que Nola ait changé, que ses cheveux soient mouilés, ses mains glacées ; et ils arrivent dans une île où une foule de gens dansent dans un décor féérique. Parmi eux, la mère et les soeurs de Gwennolaig

"Le lendemain matin, au lever du soleil, des jeunes filles portaient le corps sans taches de la petite Gwennola, de l'église blanche à la tombe"

A mon avis, c'est un des plus beaux textes du Barzaz Breiz


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué