Evit ma tisklerin deoc'h ur bromesa bourdus Pe siwazh un disparti etre daou amourous N'on ket den a zrouk-selloù pa ne an'vezan ket Ha desketoc'h evidon a zo bet 'n em lu'iet E-barzh e lasoù Venuz hag he mab Kupidon Pehini a rent maleürus siwazh meur a galon Me zo un denig yaouank hag am eus asantet Karout ur plac'hig yaouank mat da vezañ karet Rak dirak va daoulagad n'am boa kavet hini Da gaout un aer ken plijus, hervez va faltazi Da ouel Vari-hanter-Eost, kentañ 'm boa he gwelet, Nag he c'hic'hen er pardon a oan bet azezet Oa e parrez Plouzeniel e-barzh ar gozh iliz Er plas deol ha santel goude fin an ofis Setu e teu Kupidon gant e armon nevez Da enaou' en hor c'halon tanig ar garantez Diskleriañ 'ris d'ar plac'hig, er fin ar vodadeg, Da gavout he mignoniez me vije anaoudek Hag evit 'n em asuriñ dimeus he c'harantez Me c'houlennas diganti mennad priedelez "Va mignon, ni zo yaouank d'ober promesaoù En hor disterañ garwask chañchomp hor menozioù - Birviken an amzer fall na teuio da zispenn Ar gwir garantez leal deoc'h emaon o tougen - Me am eus disfiziañs dimeus ho karantez Roit din ar bromesa 'vit peurrest ho puhez" Kemer rejomp evidomp Advokad Bro-Dreger Rak hor c'halon n'oa ket gouest da chom hep kulator En iliz a Vinihi, d'an naontek a viz Mae, Rejomp le da zimeziñ an eil gant egile Sekret oa ar bromesa dirak ur bobl a-leizh Oa diredet an deiz-se a bep kostez ouzh Breizh Le sujetUn jeune homme s'éprend d'une jeune fille qu'il rencontre au pardon de Ploudaniel, le jour de l'ascension. Il la demande en mariage ; elle répond qu'elle est trop jeune et lui demande de promettre de l'aimer pour le reste de sa vie Cette promesse, ils vont la faire dans l'église de Minihy, sous le regard de l'Avocat du Trégor (Saint Yves) On devine au titre de la chanson que la promesse ne sera pas tenue, mais l'extrait dont je dispose s'arrête là Source "Yaouankiz a gan", 15 chants bretons harmonisés, par Polig Monjarret, collection Kendalc'h. Publié dans les années 30 Paroles recueillies par Louis Cotonnec à Scrignac, air recueilli par Polig Monjarret |