Taget ar yar gant ar falc'hon,
Gant ar gouerez lazhet ar c'hont ;
Lazhet ar c'hont, gwasket an dud,
An dud paour evel loened mut
Gwasket an dud, mac'het ar vro
Gant alouberien arall-vro,
Gant alouberien broioù C'hall,
An Dredernerez oc'h hengial
Mac'het ar vro, ha savet kroz,
Savet yaouank, ha savet kozh ;
War marv ur yar hag ur falc'hon,
Breizh e gwad, e tan hag e kañv
War menez du e gouel Yann mat,
Tregont kouer en-dro d'an tantad.
Ha Kado-gann, eno gante,
War he forc'h houarn a harpe.
" Petra laret-hu, paotred-yod
Ha paeañ ar gwirioù a reot ?
- Evidon-me na baeinn ket !
Gwell a ve ganin bout krouget ?
- Evidon na rin kenneubeut !
Noazh va faotred, va chatal treut;
Na rin ket m'hen toue ruz-glaou-tan,
Sant Kado kerkoulz ha Sant-Yann !
- Me, ma danvez a ya da goll,
Da goll a ean en holl-d'an-holl;
Ken na vo ar bloaz achuet,
Vo ret din mont da glask ma boued
- Da glask ho poued na eot ket,
En tu ganin ne laran ket;
Mard eo trouz ha kann a glaskont
Ken na vezo deiz a gavfont !
- Kent an deiz kavfont trouz ha kann
Nini hen toue mor ha taran !
Nini hen toue stered ha loar !
Nini hen toue nenv ha douar!
Hag eñ da gemer ur skod-tan
Ha pep en ur skod eveltañ:
- En hent, paotred, en hent bremañ !
Ha prim etresek Keraran. "
E wreg gantañ er penn a-raok,
Ganti war he skoaz zehou ur c'hrog,
Hag hi o kanañ tre ma yae:
" Timat ! timat ! va bugale !
- N'eo ket 'vit mont da glask ho boued,
Em eus va zregont mab ganet;
N'eo ket evit dougen keuneud,
Oh ! na mein-benerezh kennebeut !
N'eo ket evit dougen ar samm
Emaint bet ganet gant ho mamm,
N'eo ket evit pilañ lann glas,
Pilañ lann kriz gant o zreid noazh;
N'eo ket 'hend-all evit peuriñ roñsed,
Chas-red hag evned kriz:
Nemet da lazañ 'r vac'herien,
Em eus-me ganet va mibien ! "-
Ha deus un eil tan d'egile
A eent, hed-ha-hed ar menez:
" Timat ! timat ! bout ! bout ! you ! you !
Tan-ruz war baotred-ar-gwirioù ! "
O tont d'an traoñ gant ar menez
Tri mil ha kant a oa an'he;
Ha pa oant digouet e Langoad,
E oant nav mil en ur bagad.
Pa oant digouet da Geraran,
E oant tregont mil ha tri c'hant;
Ha Kado a vennaz neuze:
-Ai'ta ! amañ 'n hini eo !-
N'oa ket e gomz peurlavaret,
Tri-c'hant karrad lann oa kaset
Ha lakaet tro-war-dro d'ar gêr,
Hag an tan enni fol ha taer;
Un tan ken fol, un tan ken taer
Ma teuze ennañ ar ferc'hier,
Ma strake ennañ an eskern
Evel re zaoned en ifern.
Ma yudent gant kounnar, en noz.
Evel bleizi kouezhet er foz;
Ha tronoz pa savas an heol,
Oa 'r gwiraerien luduet holl
Le sujet
Le comte a été tué par une paysanne, dont la poule avait été étranglée par le faucon
du comte. La veuve du comte a fait venir en Bretagne des Français, qui oppriment le
peuple
Sur le point d'être complètement ruinés, des paysans des montagnes se rassemblent
et décident l'attaque sur la forteresse de Guérande ; autour du noyau de trente finissent
par se rassembler plus de trente mille volontaires, sous la conduite de Kado
Arrivés devant Guérande, ils allument un grand feu. Le lendemain matin, on trouve les
oppresseurs réduits en cendres
Source
Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes,
publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué
|