Ar goulenn
Chants de noces - 1. La demande en mariage
 

AR BAZHVALAN
En an' an Tad holl-galloudek,
Ar Mab hag ar Spered Meulet,
} (bis)
Bennozh ha joa 'barzh an ti-me
Muioc'h evit zo ganin-me
} (bis)


AR BREUTAER
Na petra 'teus 'ta, ma mignon,
Pa ned eo joaus da galon ?

AR BAZHVALAN
Ur goulmig em boa em c'houldri,
Hag ur gudon em boa ganti
Ha setu degoue'et ar sparfell,
Ker prim hag ur barrad avel,
Ha ma c'houlmig en deus spontet,
N'ouier doare pelec'h ma aet.

AR BREUTAER
Meurbet da gavan kempennet
Evit be'añ ker glac'haret
Kribet az peus da vlev melen,
'Vel ma yefez d'an abadenn

AR BAZHVALAN
Ma mignon, n'em godiset ket
Ma c'houlmig wenn 'peus ket gwelet ?
N'em bo, avat, plijadur 'bet,
Ken n'am bo ma c'houlmig kavet.

AR BREUTAER
Da goulmig, n'em eus ket gwelet,
Na da gudon wenn kennebeut

AR BAZHVALAN
Den yaouank, ur gaou a larez,
Gwelet eo bet gant re oa maez,
Hag o nijal trezek da borzh,
Hag o tiskenn barzh da liorzh.

AR BREUTAER
Da goulmig n'em eus ket gwelet,
Na da gudon wenn kennebeut

AR BAZHVALAN
Ma c'hudon vo kavet marv,
Ma na zeu ket he far en-dro ;
Mervel a ray ma c'hudon baour :
Me ya da welet dre an nor

AR BREUTAER
Harz ! ma mignon, na yafec'h ket,
Me ya ma-unan da welet.
D'am liorzh, ma mignon, on bet
Na koulmig 'bed n'em eus kavet
Nemet ur trapad boukedon,
Bleunioù lila ha rozennoù,
Ha dreist-holl ur rozennig gaer,
Savet e kornig ar voger
Me ya d'he c'hlask deoc'h mar karet,
Da lakaat laouen ho spered

AR BAZHVALAN
Bravik feiz ! koant hag a-feson
Da lakaat laouen ur galon !
Ma vez ma c'hudon ar c'hlizhenn,
Teufe da goue'añ warnezhi.
Me ya da bignat d'ar c'hreunial ;
Marse 'mañ aet di, o nijal

AR BREUTAER
Chomet, mignon kaer, gorto'et,
Me ya ma-unan da welet
D'ar c'hreunial d'al laez on bet,
Na koulm ebet n'em eus kavet
Nemet an dañvouezennig-mañ,
Hi chomet war-lec'h he-unan :
Lak-hi deus da dog mar karez,
Da gaout frealzidigezh.

AR BAZHVALAN
Kement a c'hreun zo en tañvouezenn,
Kel lies evn gant ma c'houlm wenn,
Dindan he askell, en he neizh,
Hag hi ker goustadig e kreiz.
Mont a ran d'ar park da welet.

AR BREUTAER
Harz, ma mignon, na yafec'h ket,
Saotrañ refec'h ho potoù ler
Me ya ma-unan en ho lec'h
Ne gavan koulmig mod ebet
Nemet un aval 'meus kavet,
'N aval-mañ, krizet a bell zo,
Dindan ar we'enn, 'touez an delioù
En ho chakodig lakit-hi,
Da reiñ d'ho kudon da zebriñ,
Ha neuze na ouelo ket mui.

AR BAZHVALAN
Ma mignon, ho trugarekat;
'Vit ma krizet, un aval mat
Ned eo ket kollet he c'hwezh-vat ;
Met n'em eus c'hoant deus aval 'bet,
Deus bleuñ na deus tañvoue'enn ebet,
Ma c'houlmig renkan da gavet
Me ya ma-unan d'he c'herc'het.

AR BREUTAER
'Trou Doue ! hemañ zo paotr fin !
Deus 'ta, ma mignon, deus ganin
Da goulmig wenn n'eo ket kollet,
Me ma un' em eus hi miret,
Em c'hambr en ur gaout olifant,
Ar biri a aour hag arc'hant.
Hag hi drevik enni meurbet,
Ker probik, ker brav, ker fichet.



Le sujet

Dans cette demande en mariage, le "bazhvalan" est le représentant du prétendant ; il arrive dans la maison de la jeune fille, au nom de laquelle s'exprime le "breutaer" (l'avocat)

Les deux personnages racontent l'histoire d'une colombe et d'un pigeon, qu'on croit disparus ; on les cherche dans la maison, d'abord sans résultat, mais la chanson se termine sur l'apparition de la colombe, "toute gaie, toute gentille, toute belle, et magnifiquement parée"

La scène se poursuit par Ar gouriz


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué