Ar merc'hed yaouank diwar-dro Gwengamp
Les jeunes filles des environs de Guingamp
 

O na 'barzh en Plouizi emañ
0 ie
O na 'barzh en Plouizi emañ
Emañ ar merc'hed fierañ

Bez o deus botoù war lerennoù
Hag en o zreid ur chaosonoù

Ha trouz an aour hag an arc'hant
Zo gant merc'hed yaouank Gwengamp

Na c'hwezh ar mogad podoù pri
Zo gant merc'hed er Boderi

Na c'hwezh o c'hoc'h n'o c'hotilhon
Zo gant merc'hed Sant Aganton

Merc'hed yaouank dimeus a C'hras
Ar re-se zo lous e pep plaz

Merc'hed yaouank a Plouagoar
N'hini n'eo ket tomm zo klouar

Merc'hed yaouank deuz Sant Lauranz
'Re-se a c'hoarzh tro pad an dañs

Na deus en kostez Pomerit
A zo div blac'h a lar mont kuit

Ha mont a rint sur hep dale
Peogwir n'o deus den da vale

Kaer o deus mont d'ar pardonioù
'Re-se 'n nefe na per na kraoñ

Merc'hed yaouank a zante Kroez
Ar re-se zo raouliet o mouezh

Merc'hed yaouank deus ar Merzer
Kaer o dilhad, fanket o revr

Merc'hed yaouank deus a Bontrev
Glas o lagad, melen o blev

Merc'hed yaouank a Blouagat
Ar re-se o deus kalon vat



Le sujet

Une chanson sur les qualités et les défauts supposés des jeunes filles dans les villages des environs de Guingamp


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris