Ar pilhaouer Gavotte d'Hanvec
Le chiffonnier
|
|
Gavotte d'Hanvec
Va zad en deus va dimezet
Gant ur flaerius pilhaouer
E Lokeoret ez eo ganet
E koumanant Toull-al-Laer
Foei, foei, va zammig aotrou,
Gant e stoup hag e bilhoù
Foei, foei, va zammig aotrou,
Kerzh pa gari gant da dro !
Tri devezh goude va eured
En em gav foar Landerne
Ha va lapous, prim dihunet,
A sailh 'maez eus e wele
Foei, foei...
Drailhañ ra un hanter pater
Tanañ ra e gorn butun
Tapout a ra e grog pouezer
Evit mont war hent Sizun
Pa oa hanternoz sonet
En iliz vras ar Fouilhe
Me oa intañvez glac'haret
Va-unan 'barzh va gwele
Kavet en doa kamaraded
En ur vont da bilhaoua
E holl arc'hant a oa fouetet
Ha tamm pilhoù 'bet n'en doa
Pa 'z a Yannig d'ar pardonioù
Atav e vez mezv-dall
Prest e oa da goll e vragoù
E Lokeoret an deiz all
Pa zeuio ar c'hiz er vro-mañ
Da derriñ an dimezioù
Me a yelo en ur ganañ
Pell diouzh paotred ar pilhoù
Pa zeuio karrig an Ankou
D'ober e dro er vro-mañ
Me a gerzho war e roudoù
Hag hen pedo d'her sammañ
P'en devo an Ankou bountet
En toull va c'hozh pilhaouer
Me ziredo en ur ganañ
Da goumanant Toull-al-Laer
Komzet vo d'an aotrou person
Deus ar flaerius pilhaouer
'Vit ma kano al Liberon
Hag ouzhpenn Son al Lonker
Le sujet
Mon père m'a mariée à un chiffonnier sale et ivrogne. Trois jours après le mariage, c'est
le pardon de Landerneau ; le voilà parti sur les routes, et je me retrouve comme veuve
Quand la mode viendra dans ce pays de casser les mariages, je laisserai tomber tous
les chiffonniers de la terre ; quand la Mort viendra avec sa charrette, je marcherai sur ses
traces, et je la prierai de l'emporter !
Source
Dans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité
en 1950
|