Ma Mamm he deus ma c'helennet Penaos gounit ma dous Janed Didra la la ridirida ridirida Deridra la la lon laino Gwiskañ dilhad ur plac'h yaouank Ha mont d'ar foar a Kerpoulfank Chommel un tammig diwezhat Goulenn lojañ en ti he zad "Devezh mat deoc'h holl en ti mañ Ha me a vo lojet amañ ? - Deus ven etet ha men ec'het ? Ma ul lojeiz a glasket - E tan a voer hag a varc'hat M'eus en on gavet diwezhat - Tostet amañ da gorn an tan Bremaik vo debret ar goan - Koan evidon oh ne vo ket Rak 'n em c'halon em eus anken - Peseurt anken en ho kalon ? Oh laret deomp-ni ma mignon - Anken vras em eus 'n em c'halon En aon da gousket me unan - 'Vit hoc'h-unan ne gousket ket Me lako ganeoc'h ma merc'h Janed" P'oamp aet hon daou en hon gwele Ha me komz de'hi hag hi din-me "Petore plac'h yaouank oc'h-c'hwi ? Pa gomzet din da zimeziñ - N'on ket plac'h yaouank nag Itron Met ho pried ma dous, Anton ! Aotrou Doue n' a huichet ket Ma zad, ma mamm n'int ket kousket - Arc'hoazh me savo beure mat Da c'houl consantamant ho tad - Mat ! arc'hoazh diouzhtu pa vo deiz Me aozo deoc'h ur bervig laezh" "Devezh mad deoc'h, va bonom kozh Kousket 'm eus gant ho merc'h an noz - Pa teus kousket an noz kentañ Kouski an eil hag an diwañ !" (variante) Pa teus kousket ganti en noz E kouski fenoz ha bemnoz Le sujetMa mère m'a appris comment gagner ma douce Jeannette : m'habiller en jeune fille, aller à la foire de Kerpoulfank, rester un peu tard et frapper à la porte de son père en demandant l'hospitalité Là, faire semblant d'avoir peur de dormir seul(e) : le père l'invite à dormir avec Jeannette Quand ils se retrouvent ensemble, la jeune fille se révèle être Antoine, le bien-aimé de Jeannette. Dès le lendemain matin, il va demander le consentement du père Celui-ci accepte : "Si tu as dormi avec elle une nuit, tu dormiras ce soir et toujours"
Source"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris |