An Drouiz
Daik, mab gwenn Drouiz, ore
Daik, petra fell dit-te ?
Petra ganin-me dit-te ?
Ar bugel
- Kan din eus a ur rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an anken
Netra kent, netra ken
Daik, mab gwenn Drouiz, ore
Daik, petra fell dit-te ?
Petra ganin-me dit-te ?
Ar bugel
- Kan din eus a zaou rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Daou ejen dioc'h ur gibi
O sachat, o souhetiñ
Edrec'hit an estoni !
Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an anken
Netra kent, netra ken
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a dri rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Tri rann er bed-mañ a vez :
Tri deroù ha tri diwezh
D'an den ha d'an derv ivez
Teir rouantelezh Varzhin
Frouezh melen ha bleun lirzhin
Bugaligoù o c'hoarzhin
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din a bevar rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Pevar maen higoliñ
Maen higoliñ da Varzhin
Higoliñ klezier vlin
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a bemp rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Pemp gouriz an douar
Pemp darn en hoar
Pemp maen war hor c'hoar
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a c'hwec'h rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- C'hwec'h mabig graet e koar
Poellet gant galloud loar
Ma n'ouzez-te, me oar
C'hwec'h louzaouenn r perig
Meskañ 'r gaoter 'ra 'r c'horrig
En e c'henou e vizig
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a seizh rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Seizh heol ha seizh loar
Seizh planedenn gant al lar
Seizh elfenn gant bleud an aer
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a eizh rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Eizh avel o c'hwibannat
Eizh tan gant an Tantad
E miz Mae e menez kad
Eizh ounner wenn-kann-eon
O peuriñ en enez don
Eizh ounner wenn d'an Itron
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a nav rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Nav dornig gwenn war daol leur
E-kichen tour Lezarmeur
Ha nav mamm o keinañ meur
E koroll, nav c'horrigan
Bleuñvek o blev, gwisket gloan,
Kelc'h ar feunteun, d'al loar-gann
Gwiz hag he nav forc'hell all
E toullig dor an houc'hzal
O soroc'hal, o turc'hial,
O turc'hial, o soroc'hal,
Torc'h, torc'h, torc'h ! d'ar wezenn aval
An hoc'h kozh d'o tiorreal
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a zek rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Dek lestr tud gin a welet
O tonet eus a Naoned
Goa ! c'hwi, goa ! c'hwi, tud Gwened !
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a unnek rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Unnek beleg houarneset
O tonet eus a Wened
Gant o c'hlezeier torret
Hag o rochedoù gwadek
Prenn-kolvez da vazh-loaek
Eus a dri c'hant o unnek
Dek lestr tud gin a welet...
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.
Ar bugel
- Kan din eus a zaouzek rann
Ken a oufen bremañ
An Drouiz
- Daouzek miz, daouzek arouez,
An diwezhañ-andivezh
Saezher, hellink flimm e saezh,
Daouzek arouez en em zrailh
Ar Vuoc'h gen, ar Vuoc'h zu-bailh,
O tonet eus Koad-ispailh
Flemm ar saezh en he c'herc'henn
He gwad o redek oc'hpenn
O vlejal-hi, sonn he fenn
Korn o son boud, tan ha taran,
Glav hag avel, taran ha tan !
Tra ken mui-ken ; tra na rann !
Unnek beleg houarneset...
Hag o rochedoù gwadek...
Dek lestr tud gin a welet...
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an Anken
Netra kent, netra ken
Le sujet
La leçon, sous forme hermétique, d'un druide à un enfant son élève.
Celui-ci demande : chante-moi la chanson du nombre un, deux, trois, etc ;
le druide répond par des formules difficiles à comprendre, où les images
sont groupées par deux, trois, etc
Exemples : "deux boeufs attelés à une coque"; "trois parties dans le monde
: trois commencements et trois fins, pour l'homme comme pour le chêne"
Source
Chanson extraite du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de
chansons bretonnes, publié par Hersart de la Villemarqué (Kervarker
en breton) en 1839
|