Ar vatezh vihan ganet dezhi ur mab (2) Hanterdro
La servante qui a eu un fils (2)
 


Selaouit tud yaouank, hag ar re gozh ivez
C'hwi glevay ur ganenn kompozet a-nevez

C'hwi glevay ur ganenn a-nevez gompozet
Savet d'ur verc'h yaouank a vro ar C'hallaoued

Savet d'ur verc'h yaouank a vro ar C'hallaoued
Hag a zo daet dre-mañ da ober he zorfed

Hag a zo daet dre-mañ da ober he zorfed
Nag ur mabig bihan a lâront he doa bet

Nag ur mabig bihan a lâront he doa bet
Lâret a reont ivez penaos 'deus eñ gwallet

Lâret a reont ivez penaos 'deus eñ gwallet
Edan korn an oaled he deus eñ interet

Edan korn an oaled he deus eñ interet
He mestr hag he mestrez en deus he aliet

He mestr hag he mestrez en deus he aliet
Soñjet dre m'oa yaouank, vehe bet eskuzet

Nemet en amzer-mañ, 'deus bet eskuz ebet
Gwazh 'se d'an 'ni ra fall, hennezh vez puniset

Kaset eo d'ar prizon, d'ar prizon da Wened
Aze 'mañ kondaonet, kondaonet bout lazhet

'R plac'hig-se a ouele, a joente he daou zorn
E welet ar bourev, an hach getañ 'n e zorn

"Arest, arest, bourev, arestit ho kouraj
'H an da lâret ur gomz d'ar re zo d'an niaz"

M'ho ped, merc'hed yaouank, pere n'int ket dime'et
Na lakait ket ho soñj get paotred ar bilhed

Ar baotred-se vez fin, a vez fin ha treitour
Ha lakahe, plac'hig, da golliñ ho enor

Ar baotred-se 'yay kuit, a yay d'ar broioù pell
Ha laoskay c'hwi dre-mañ bout goapaet g'ar re 'rall

Ar baotred-se 'yay kuit, a yay d'ar broioù pell
Evit kavout an tu d'ober c'hoazh kement 'rall



Le sujet

Une fille, venue du pays des Français (évidemment...), est venue accomplir son crime chez nous : on dit qu'elle a eu un enfant, et qu'elle l'a tué et enterré sous le foyer de la cheminée, mal conseillée par ses maîtres
Elle a été conduite en prison à Vannes et condamnée à mort
La morale de la chanson encourage les filles à se méfier des mauvais garçons, qui abusent d'elles, les laissent déshonorées et s'enfuient au bout du monde, pour recommencer leurs forfaits ailleurs


Source

Chanté lors du stage KEAV 2001 à Scaër