Azenorig c'hlas
Azénor la pâle
|
|
I
Azenorig c'hlas zo dime'et
Ned eo ket d'he muiañ-karet
Azenorig c'hlas zo dime'et
D'he dousig kloareg ned eo ket
II
'Zenorig oa 'tal ar feunteun
Ha ganti ur vrozh seiz melen
War lez ar feunteun, hec'h-unan,
O pakat eno bleun balan
Da ober ur bokedig koant
Ur boked da gloareg Mezlean
Bout e oa-hi 'tal ar feunteun
Pa dremenas an Aotrou Youenn
'N Aotrou Youenn, war e varc'h glas
Kerkent, en ur redadenn vras
Kerkent, en ur redadenn vras
Hag outi damsellet a reas :
"Houmañ a vezo ma fried
Pe n'am bo, 'vit gwir, gwreg ebet !"
III
Kloareg Mezlean a lavare
Da dud e vaner, un deiz oe :
"Pelec'h eus ur c'hemengader
Ma skrivfen d'am dous ul lizher ?
- Kemengaderien vo kavet
Hogen e vint re ziwezhat"
"Va matezhig, din leveret,
Na petra zo amañ skrivet ?
- Azenor, me na ouzon ket,
Digoret-hen, hag e welfet"
Pe oa lakaet war he barlenn
'Zenorig a zeuas d'he lenn
Ne oa ket evit he lenn mat,
Gant daeloù eus he daoulagad
"Ma lavar gwir al lizher-mañ
'Mañ-eñ tost da vervel bremañ !"
IV
Ne oa ket he c'homz peuzlaret
Pe d'al leur-zi oa diskennet
"Petra nevez zo en ti-mañ
Pa welan 'n daou ver ouzh an tan
Pa welan 'n daou ver ouzh an tan
'N hini bras ha 'n hini bihan ?
Petra nevez zo en ti-mañ
Pa erru sonerien amañ ?
Pa erru sonerien amañ
Ha pachigoù a Germorvan
- En ti-mañ n'eus netra henozh
Nemet ho eured zo arc'hoazh
- Mard eo 'benn arc'hoazh ma eured
Mont a rin abred da gousket
Hag ac'hano ne savin ket
Ken da lienañ vin savet"
'Tronoz beure pa zihunas
He matezhig-gambr erruas
He matezhig-gambr erruas
Hag er prenestr en em lakaas
"Me wel an hent, ha poultrenn ennañ,
Gant kalz roñsed o tont amañ :
An Aotrou Youenn 'penn-kentañ
Ra vo torret e c'houg gantañ !"
D'e heul, ha flec'h ha marc'heien
Ha kalz tudjentil 'hed an hent
Ha dindanañ 'n inkane gwenn
Ur stern aouret war he gerc'henn
Ur stern alaouret penn-da-benn,
Un dipr voulous ruz war he gein
"Mallozh d'an eur e teu amañ !
D'am zad, d'am mamm, ar re gentañ !
Difennet eo d'an dud yaouank
Da heuliañ, er bed-mañ, o c'hoant"
V
Azenorig-c'hlas a ouele
O vont d'an iliz an deiz-se
Azenorig a c'houlenn
A-biou Mezlean pa dremene :
"Va fried, mar plij ganeoc'h-c'hwi
Me 'yel un tammig tre an ti
- Evit feteiz na yefec'h ket ;
Arc'hoazh e yefec'h, mar karet"
Azenorig druz a ouele
Ne gave den he frealze
Ne gave den he frealze
'Met he matezhig, hi a rae :
"Tavet, itron, na ouelet ket,
Gant Doue viot digollet"
Azenorig c'hlas a ouele
E-tan an aoter, da greizteiz
Adal 'n aoter bet' an nor sal
Oa klevet he c'halon strakal
"Tostait, ma merc'h, em c'hichen
Lakfen war ho piz ar walenn
- Poan zo ganin tostaat amañ
Pa n'am eus an hini 'garan
- Azenorig, pec'hiñ a rit
Un den a-feson ho peus bet
Perc'henn en arc'hant hag en aour
Ha kloareg Mezlean a zo paour
- Pa ven gantañ o klask ma boued,
Se na ra tra da zen ebet !"
VI
Azenorig a c'houlennas
E Kermorvan pa zegouezhas :
"Va mamm-gaer, din-me leveret
Pelec'h emañ ma gwele graet
- Bout 'mañ tal kambr ar marc'heg-du ;
Me ya d'hen diskouez deoc'h diouzhtu"
War he daoulin 'n em strinkas krenn
Dispalafet he blev melen
War an douar, gant gwir enkrez :
"Ma Doue ! Bet ouzhin truez !"
VII
"Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec'h emañ aet ma fried ?
- Er gambr d'an nec'h emañ kousket
Aet-hu di hag e frealzet"
Pa zeuas tre kambr he hini :
"Eurvat deoc'h, intañv", emezi
"Itron Varia hag an Drinded !
Evit intañv am c'hemerit ?
- 'Vit intañv n'ho kemeran ket
Hogen e berrig e viet
Setu amañ brozh ma eured,
A dalv, a gredan, tregont skoed
Houmañ vo d'ar vatezh vihan
He deus bet ganin kalzig poan
A zouge lizherioù kollet...
A Vezlean d'hon zi, va fried
Setu ur vantell nevez-flamm
Zo bet brodet din gant va mamm
Houmañ vo roet d'ar veleien
Da bediñ Doue 'vidon-me
'Vit va c'hroaz ha va chapeled
Ar re-se zo deoc'h, ma fried
Miret-o mat, ha me ho ped,
Ma zalfec'h soñj eus ho eured"
VIII
"Petra zo degou'et er gêr-mañ
Pa son ar gloc'h war e gostez ?
- Azenor mervel he deus graet
He fenn war barlenn he fried"
Maner Henan, war un daol grenn,
Emañ bet skrivet ar werz-mañ
Maner Henan, 'tal Pont-Aven,
Da vout kanet da virviken
Barzh an Aotrou kozh he savas
Hag un dimezell he skrivas
Le sujet
Azénor la Pâle est mariée, mais ce n'est pas à celui qu'elle aime
Un jour qu'elle préparait un bouquet pour son ami, le clerc de Mezlean, le seigneur
Yves de Kermorvan vient à passer ; au premier regard il s'est juré de l'épouser, ou
de ne jamais se marier
Les parents d'Azénor ont arrangé le mariage, sans lui demander son avis. Dans son
désespoir, elle ne trouve que sa petite servante pour la consoler. Arrive le cortège du
seigneur Yves, sur sa haquenée blanche
Azenor se rend à l'église et pleure pendant que sa mère lui dit qu'elle a tort de
regretter son petit clerc, quand un si beau parti se présente. De retour à Kermorvan, elle
va dans la chambre de son mari :
"Bonjour, veuf !
- Vous me croyez donc veuf ?
- Non, mais vous le serez bientôt. Je laisse ma robe de mariage à ma petite servante,
un manteau brodé pour les prêtres ; ma croix et mon chapelet son pour vous, en souvenir de
notre mariage"
Pourquoi les cloches sonnent-elles dans ce hameau ? C'est qu'Azénor est morte, la tête
sur les genoux de son époux
Source
Le "Barzhaz Breizh", premier recueil de chansons bretonnes, édité
par le vicomte Hersart de la Villemarqué (Kervarker, en breton) en 1839
|