Rak evidon-me m'eus karet Tamm ebet nen don bet gwell, o Me zo bet re fidel, o Hag ez an da vervel Konsolit me Brec'hedig Rak ez an da vervel, o "Peseurt koñsolañsoù, o Am eus da reiñ dit ? N'on ket me ho kwir vignonez An hini zo fidel dit, o Kerzh da wel' da vestrez, o Ha goulenn ganti da zimi" Bet on bet d'her goulenn ganti Ha lâret he deus din, o "N'eo ket va santimant, o Ar bloaz-mañ da zimi Me ne c'hellan ket dimeziñ Hep avi va mamm, o Hep avi va zad, o Hep avi ma c'hoar - Ho tad zo va mignon fidel Sur 'walc'h e vo kontant, o Va dous Brec'hedig koant, o 'Vin-me ho servijer - Etre ho ti ha va hini Eo savet daou voked, o Unan anezho a ra mat, o Hag an all ne ra ket Va boked 'n hini a ra mat Hag hoc'h hini ne ra ket, o An traoù-se a ziskouez, o Penaos n'emp garomp ket" Setu penaos me m'eus karet Tamm 'bet nen don bet gwell, o Me zo bet re fidel, o Hag ez an da vervel Le sujetJ'ai aimé, et je ne m'en suis pas mieux trouvé ; j'ai été trop fidèle, et maintenant je vais mourir J'aimais Brec'hedig, je suis allé la demander en mariage, et elle a refusé Paroles très proches de celles de Margaritig
SourceParoles et musique recueillies à SeglianFigure dans "Yaouankiz a gan, 15 chants bretons harmonisés", par Polig Monjarret, publié par la revue Kendalc'h dans les années 30 |