Diviz etre ur vamm hag he merc'h
Dissentiment entre une mère et sa fille
 

Ur plac'h yaouank a lare d'he mammig paour un deiz
"Me n'am eus ket plijadur, nag en noz, nag en deiz
Nag en noz, nag en deiz, me n'am eus plijadur
E rak aon da vervel hep kavet paradur

Met ouzhoc'h, ma mammig paour, ouzhoc'h anzavan
Emaon bremañ o vennat dimeziñ er bloaz-mañ
- Gorto'et an deiz vloaz, ma merc'h, neuze me ho time'o
Hag ho po kalz a joa, 'sentiñ ouzh ma c'homzoù

- 'Vidon gortoz an deiz vloaz, ne hall, ne rin ket 'ta
Goude kât e refuzer, goude-se e venner
- M'eus ur wialenn, ma merc'h, me gred ho kastijo
Ha marteze a rey deoc'h sentiñ ouzh ma c'homzoù !

- Diwe'at e oc'h ma mamm 'tonet d'am c'horrijañ
Pa ve yaouank ur blantenn‚ ve poent d'he flegañ
Pa ve yaouank ur blantenn‚ ve poent d'he flegañ
A rak pa ve arru gozh ne ra met eeunañ

- Ugent bloaz e on, ma mamm, hag echu int a-grenn
Me renko kavout ur gwaz pe n'em bo birviken
- Me rey ho kourc'hemennoù d'an Aotrou ar Person
Hag e rey pron ac'hanoc'h 'barzh e fin e zarmon

Me rey ho kourc'hemennoù d'an Aotrou ar Person
Hag e rey pron ac'hanoc'h 'barzh e fin e zarmon
- Beleien ha Personed 'renk ober o dever
Birviken ma dousig koant n'ey diwar ma freder"



Le sujet

Une jeune fille veut se marier dans l'année ; sa mère lui dit d'attendre et la menace. La fille s'entête ; la mère dit que le curé fera un sermon pour elle ; "les curés et les prêtres doivent faire leur devoir, jamais mon bien-aimé ne sortira de mes pensées"


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris