ISTOR BERR
AR SONEREZ BREIZEK
PENNAD I
DASTUMOU GWELLA 1. A-RAOK BARZAZ BREIZ Koz-tre eo ar sonerez breizek, ken koz hag ar yez vrezonek hag ar sevenadurez keltiek. Bez' ez eus ar sonerez breizek abaoe 'ma ' z eus bet eur bobl a Vrezoned. Hag an hevelep tra a c'hoarvez gant an holl boblou, peogwir n'eus pobl ebet. hep dezi ur sonerez bennak. Hogen ar sonerez breizek a zo chomet pell amzer hep beza skrivet, ha n'anavezomp ket kalz a dra diwar-benn ar sonerez-se a-raok an 19-vet kantved ha Barzaz Breiz (1839). Ar c'henta levr brezonek a oa toniou ennañ e oa an "Doctrinal ar Christenien", bet embannet e Montroulez e 1628. Dichallus eo kavout bremañ al levr-se ; eur skouerenn anezañ a zo e ti an Ao. Ernault, kelenner a enor eus Skol-Veur Poitiers, rener "Breuriez-Veur ar Brezoneg". Gant Kermarker e oa bet roet al levr talvoudus-se dan Ao. Ernault. Fall-tre eo mouladur an toniou (e kan-plaen) ha diaes da - 7 - lenn. Unan eus an toniou-se, "Kantik diwar-benn kavidigez delwenn an Itron Santez Anna" kavet gant Nikolazig, a zo bet eilskrivet hag embannet gant ar sonaozour brudet an Ao. Ladmirault. Ar c'homzou a zo bet embannet ha troet gant an Ao. Ernault, hor yezoniour bras. Goude se, n'anavezomp ket toniou breizek all betek an 19-vet kantved, paneve eun dournskrid miret e levrdi Kemper, hag a zo bet skrivet e derou an 18-vet kantved. N'eus nemet kantikou en dournskrid-se. N'ouzon ket hag e oa toniou en dastum kantikou bet embannet e 1650 gant an Tad Marzin, diskibl an Tad Maner (Maunoir), hag anvet "Hent ar Baradoz" pe "Ar Vuhez Kristen" (Kemper-Kaourintin 1650 ha 1689). Dic'hallus eo bremañ kavout al levr-se, n'anavezomp nemet dre ar "Bibliographie Bretonne" gant Levot (1852-1857) pe gant an "Essai sur la Langue Bretonne" gant Kermarker (bet embannet e penn kenta "Geriadur Gallek-Brezonek" ar Gonideg). E 1726 e voe embannet meur a gantik gant Charlez Ar Briz (e Brest, e ti Malassis, adembannet e 1784). Ne gredan ket e oa toniou el levr-se, rak adembannet e voe c'hoaz en 19-vet kantved, hag, er skouerenn am eus gwelet e levrdi Roazon, n'eus ket a donioù. E 1800, e voe embannet eur yezadur brezonek gant eur beleg divroet, an Abad Dumoulin (1741-1811) "Grammatica Celtica", Prag). E penn diweza al levr e oa pemp kanaouenn gant an toniou : tri c'hantik ha diou ganaouenn. Evel ma weler, n'ema ket, koulz lavaret, a sonerez breizek skrivet. Ret eo gortoz betek Barzaz Breiz. - 8 - 2- BARZAZ BREIZ E 1839 e voe embannet ar pennober-se. Ganet e oa Teodor Hersart de la Villemarqué (Kermarker) e 1815. E Kemperle e chome e gerent. Eur vrezonegerez e oa e vamm, Mari-Ursula Feydeau de Vaugien (1776-1847), Itron vat Nizon. A-vihanik, e vevas Kermarker e-touez bugale merourien e gerent, hag e klevas o c'hanaouennou dudius. Diwezatoc'h ez eas da Baris, e-lec'h ma voe skoliad Skol-Veur an Diellou (Ecole des Chartes). E Paris e vevas e-pad meur a vloaz ; hogen e teue alies en-dro d'ar gêr, ha studia a rae yez ha lennegez Vreiz. Treut-kenañ e oa al lennegez skrivet en amzer-se. Hogen pinvidik-meurbet e oa teñzor kanaouennou ar Bobl deut diwar lavar a rumm da rumm, adalek an amzeriou pell betek derou an 19-vet kantved. N'oa ket bet lakaet c'hoaz en o lec'h, dre ar maeziou, kanaouennou ar Gêrbenn, divalo, sot pe hudur. Eun eost puilh e oa da eosti a-raok ma vije breinet ha drastet gant ar glao hag ar wall avel o tont eus ar Reter. Eur meder dispar e voe Kermarker, hag e bennober, Barzaz Breiz, dastumad eus kanaouennou-pobl Breiz, a lakaas ar yez vrezonek e renk ar yezou lennegel. Adembannet e voe al levr e 1846 ha 1867, ha pinvidikaet pep embannadur anezañ gant kanaouennou nevez. Brudet-tre e teuas da veza Kermarker, ha troet e voe e levr e meur a yez estren. Ar skrivagnerez c'hallek George Sand a lavare e oa kaeroch "Droukkinnig Neumenoiou" eget an Iliad. E 1858 e voe dibabet Kermarker evit beza ezel an "Académie des Inscriptions et Belles-Lettres". Meur a ober - 9 - dudius da lenn ha talvoudus-meurbet evit istor ha yez Vreiz en doa skrivet ouspenn (1). Hogen, e 1867, e voe tamallet d'ezañ n'oa ket gwiriek kanaouennou Barzaz Breiz, hag e oant bet savet gantañ e-unan. E eneber brasa e voe An Uhel, en deus embannet dastumou all : "Gwerziou Breiz-Isel" ha "Soniou Breiz-Isel". Doaniet e voe Kermarker gant ar stourmad-se, hogen ne respontas netra. Kenderc'hel a reas da labourat evit lennegez Vreiz. Mervel a reas e Maner Keransker, e-kichen Kemperle, er bloavez 1895 Gwirheñvel eo e oa kanouennou Barzaz Breiz gwir ganaouennou ar bobl, hogen kempennet ha kaeraet e meur a zoare gant an oberour gouiziek. An toniou, avat, n'oant ket bet aozet gant Kermarker, n'ouie netra diwar-benn ar sonerez. Klevet en doa an toniou-se pa oant bet kanet gant tud diwar ar maez ; dalc'het en doa koun eus an toniou, hag o c'hanet en doa dirak e geneiled, a oa en o zouez meur a soner. Int-i eo a skrivas an toniou a voe moulet e dibenn Barzaz Breiz. O anoiou a anavezomp. Evit ar c'henta mouladur,Jules Schaeffer eo a skrivas an toniou. Netra n'anavezomp diwar e benn, nemet e oa ezel an Akademi Roueel a Sonerez (Académie Royale de Musique) hag ezel Breuriez Sonadegou ar Skol-Sonerez (Société des Concerts du taire, Opera). Kermarker e-unan eo a lavar kement-
A GANAOUENNOU BREIZEK
(1) Oberou all skrivet gant Kermarker : "Contes populaires des A nciens Bretons" (1842), "Poèmes des bardes bretons du VIe siècle " (1850), "La Légende Celtique en Irlande, en Cambrie et en Bretagne" (1859), "Myrddhin ou l'Enchanteur Merlin" (1861), "Le Grand Mystère de Jésus" (1865), "Poèmes bretons du Moyen-Age" (1879), "La Légende de St-Gurthiern" (1880). - 10 - se e kentskrid e levr. E 1846, eilet e voe gant Aodren de Kerdrel. Aodren de Kerdrel (1815-1889), bet gwechall skoliad Skol-Veur an Diellou, a-gevret gant Kermarker, a oa kanaouenner, skrivagner ha politiker. Kannad e voe er Vodadenn-Reizaduri (1848), er Vodadenn-Lezenni (1849) , ha diwezatoc'h er Vodadenn Vroadel (1871) hag er Sened. Bez' e voe unan eus pennou bras ar Gostezenn dehou. E 1867, eilet e voe Kermarker, evit an toniou, gant Sigismond Ropartz, tad an Ao. Guy Ropartz, ar sonaozour brudet, ha Thielemans. Sigismond Ropartz eo a skrivas "Istor Kêr Wengamp " (1851) ha komzou ar ganadeg "An Diou Vreiz", bet kanet e-pad ar C'hendalc'h Hollgeltiek dalc'het e Sant Brieg e 1867. Gant Thielemans e oa bet aozet toniou ar ganadeg vrudet-se. Ograouer Iliz Itron Varia Wir-Sikour e Gwengamp e oa Thielemans. Embannadur diweza Barzaz Breiz (1867) a zo ennañ 73 a doniou (2). Evel m'eo bet lavaret, n'oa ket Kermarker evit aoza an toniou, dre ma n'ouie ket ar sonerez. Gwir doniou ar Bobl int eta, hag ouspenn e tiskouezont kaer-tre stumm-spered ar sonerez breizek - linenn hesonek (3), doareou-skeuliou, mentadur, hag all. Tri bloaz goude Barzaz Breiz, e voe embannet eun dastum a gantikou "Kanaouennou santel dilennet ha reizet evit Escopti Kemper, gand an toniou war (2) Admoulet eo bet meur a wech goude se, hogen n'eus ket a ganaouenn pe a don nevez er mouladuriou-se (3) "Heson" a ran eus ar ger gallek "mélodie". Resisoc'h eo eget "ton" - 11 - gan-plen mentet, Sant-Briek e ti L. Prud'homme, Mouler ha Leorier, 1842". An oberour e oa an Abad Henry (1803-1880), beleg eus Eskopti Kemper, a voe aluzener klañvdi Kemperle, e-pad pevar bloaz ha daou-ugent. Mignon e oa da Germarker, a skrivas kentskrid ar c'hanaouennou santel. Kenlabouret en doa ivez an Abad Henry gant Kermarker evit reiza yez Barzaz Breiz. E penn diweza al levr e kaver an toniou gant eur studi (e brezoneg) diwar-benn ar c'han-plaen mentet, a oa e boaz en 19-vet kantved evit ar c'hanaouennou santel. Talvoudus eo ar studi-se, dre ma klask an Abad Henry trei e brezoneg geriou bet implijet e sonerez (da skouer bé-blod evit "bémol" ; bé-kornek evit "bécarre" ; greunen evit "note", h.a.). E-touez an toniou-se e kaver a-wechou toniou brezonek koz (da skouer : "Eled an eñv, deut d'an douar"), a-wechou toniou gallek (da skouer : ton an tenergan "Combien j'ai douce souvenance" (4), a-wechou toniou ar roll-lidou latin, eun tammig kemmet ("0 filii", "Dies irae", ha.). Meur a don embannet e Barzaz Breiz, e 1839, a vez kavet e levr an Abad Henry, hag e lavar alies a belec'h e teu an toniou. Hogen, eun nebeut toniou, na oant ket bet embannet gant Kemarker a-raok ar bloaz 1846, pe 1867, a vez kavet e levr an Abad Henry (embannet e 1842). Eun tammig disheñvel e vez alies an toniou-se e Barzaz Breiz hag er C'hanaouennou Santel, ar pez a ziskouez n'en deus ket Kermarker adskrivet toniou embannet gant an Abad (4) Gant Chateaubriand e oa bet aozet komzou an tenergan-se. - 12 - Henry. Kanet en deus an toniou-se d'e vignoned, en doare resis m'en devo'a o c'hlevet. Bez' e ouzer ez eus meur a zoare da gana eur son-pobl. Kermarker hag an Abad Henry o doa klevet alies doareou disheñvel. Dibaot-meurbet eo bremañ levr an Abad Henry (bet adembannet e 1865). Hogen an darn vuia eus toniou an Abad Henry a vez kavet en dastumou a ganaouennou santel bet embannet diwezatoc'h en eskoptiou Kemper, Sant-Brieg ha Gwened. An embannaduriou diweza a vez implijet enno an notadur bremañ. Bez' e c'heller keñveria e meur a zoare ar c'hanaouennou santel brezonek ouz toniou koz implijetevit kana lidou latin ar Sent vreizat en eskoptiou Breiz (Sant Brieg, Sant Gwilherm , h.a.). Kanet e vezent war doniou disheñvel o doare diouz kan-plaen Sant-Gregor. Skrivet e vezent e kan-plaenmentet (kan-plaen Sant-Gregor n'eo ket mentet). O c'havout a reor el levriou-oferenn bet embannet a-raok adreizadur ar c'han-plaen graet gant ar Pab Pius X, e derou an 20-vet kantved. Heñvel-tre eo an toniou-se ouz toniou ar c'hanaouennou brezonek embannet e "Doctrinal ar Christenien" er bloaz 1628 4- BOURGAULT-DUCOUDRAY HA KELLIEN Sonerien a vicher n'oa ket Kermarker hag an Abad Henry. Eur sonaozour brudet avat e voe Bourgault-Ducoudray, ganet e Naoned e 1840, kelenner war Istor ar Sonerez er Skol-Veur Sonerez adalek 1878 betek 1908, marvet e 1910, e skrivas - 13 - kalz a c'hoariganou ha kensonadegou dudius (kensonadegou : "Le Carnaval d'Athènes", "Rhapsodie Cambodgienne", "Chant Laotien" ; Lazkanou : "La Conjuration des Fleurs", "Jean de Paris", "Hymne à la Patrie", "Symphonie Religieuse" ; C'hoariganou : "Thamara", "Michel Columb", "Myrdhin", "Bretagne"). Hogen brudet e chomo dreist-holl e-pad an amzeriou da zont dre ma z' eo bet embannet gantañ tri dastum divarvel : "Trente Mélodies populaires de Grèce et d'Orient" (1876), "Trente Mélodies populaires de Basse-Bretagne" (1885), "Quatorze Mélodies Celtiques" (1909). Kaset e oa bet Bourgault-Ducoudray e Bro-C'hres hag e Turki gant ar gouarnamant gall evit studia sonerez broiou ar Reter. Dastum a reas kalz a ganou dudius, hag ec'h embannas tregont anezo, gant eiladuriou kaer-meurbet savet gantañ. E-giz kentskrid e oa eur studi gouiziek-tre diwarbenn sonerez Bro-C'hres ha dreist-holl diwar-benn doareou-skeuliou ar sonerez gresian koz, n'oant ket anavezet en amzer-se nemet gant eun nebeut gouizieien. Prezegennou a reas ivez, e Paris, diwar-benn ar sonerez gresian. Eun deiz ma oa Charlez Collin, ograouer brudet Iliz-Veur Sant-Brieg, o selaou prezegenn Bourgault-Ducoudray, e lavaras d'ezañ n'oa ket ret mont keit-se evit klevout doareou-skeuliou ar sonerez gresian ha n'en doa nemet mont da Vreiz-Izel (5). (5) Kontet eo bet d'in an danevellig-mañ gant an Ao. Sullian Collin, mab Charlez Collin, ezel an darn vuia eus hor c'hevredadou breizek. - 14 - Bezet a vezo, e teuas Bourgault-Ducoudray da Vreiz-Izel er bloavez 1881. Kuitaat a reas Paris e miz eost, hag e tremenas dre Roazon, Lambal, La Saudraye (e Pengili), Sant-Brieg, Gwengamp, Benac'h, Bear, Pederneg, Kemper, ar C'hastell-Neve, Keraez, an Uhelgoad, Montroulez, Kastell-Paol, Rosgo, Enez-Vaz, Tremel, Plistin, Pondi, ar Gemene, ar Faoued, Kemperle ha Naoned. E-pad m'edo o chom e Kemperle, ez eas da Geransker, da di Kermarker, a ganas dirazañ "Kantik ar Baradoz" (Ar ganaouenn-se, ken dudius, a voe adembannet gant Ducoudray, hag en eun doare reisoc'h). Daou viz e padas beaj Bourgault-Ducoudray. Kalz a soniou ha gwerziou a oa bet dastumet gantañ, hogen n'embannas nemet tregont kanaouenn war ano "Trente Mélodies Populaires de Basse-Bretagne" (1885). Pep kanaouenn a oa roet he c'homzou, gant eun droidigez c'hallek aozet gant François Coppée, hag he zon gant eun eiladur aozet gant Bourgault-Ducoudray. Eun dibab eus ar c'haera eo an dastum graet gant Ducoudray. Skedus eo an eiladuriou ; an toniou a zo leun a guñvder hag a sioulder, awenet dibar. Hogen ret eo lavarout n'eo ket alies brao-tre ar c'homzou brezonek. Hag evit an droidigez c'hallek, kaer-tre, e gwir, eo troidigez François Coppée, hogen re alies ne deus enni netra heñvel ouz ar c'homzou brezonek. Barzonegou savet a-bez gant ar barz gallek brudet int, ha netra ken. Bourgault-Ducoudray a embannas ivez, eur bloavez a-raok e varo, eun dibab kanaouennou kembraek,skosek hag iwerzonek war ano "Quatorze Mélodies Celtiques". Pevar bloaz goude an Tregont Ton breizek emban- - 15 - net gant Ducoudray, e voe embannet eun dastum all a sonerez breizek : "Chansons et Danses des Bretons", gant Narsis Kellien (1848-1902). Komz a rin en eur pennad all eus pedervet darn e levr, enni an dañsou breizek. En darn genta ez eus eur studi diwar-benn ar c'hanaouennou brezonek, eur studi a bouez, n'hell ket, avat, beza lakaet e kemm gant hini Ducoudray. An eil darn a zo enni komzou ar c'hanaouennou dastumet gant Kellien (6). En trede darn ez eus toniou. 5. AN AOTROUNEZ DUHAMEL HA VALLEE E penn diweza an 19-vet kantved e oa anavezet-mat ar sonerez breizek. Kalz a doniou a oa bet embannet. An doareou-skeuliou gresian, implijet en toniou breizek, a oa bet studiet gant Ducoudray. Meur a dra, avat, a vane da ober c'hoaz. Da genta, peurc'hraet e voe studi an doareou-skeuliou gant an Ao. Duhamel en e levr talvoudus, "Les 15 Modes de la Musique bretonne" (Ar 15 Doare-Skeul er Sonerez breizek), Paris, Rouart et Lerolle, 1911. Diviet eo, siouaz, al levr-se, ha n'eo ket bet adembannet. (6) Kellien a zo ganet e 1848 er Roc'h-Derien. E Paris e varvas diwar zarvoud e 1902. Skrivet en deus meur a ober plijus diwar-benn hor bro : "Un argot de Basse-Bretagne" (1885), "Loin de Bretagne" (1886), "La Bretagne Armoricaine" (1890), "Bretons de Paris" (1893), "Breiz" (1893), barzoniezou brezonek, "Contes et Nouvelles du Pays de Tréguier" (1898), N'ankounachaomp ket "Perrinaïc, une compagne de Jeanne-dArc" (1891), eun ober "istorek" a ra enor d'e faltazi muioch eget d'e ouiziegez. - 16 - Goude se, labouret en deus ivez an Aotrou Duhamel evit adkavout soniou ar gwerziou ha soniou dastumet gant An Uhel. An Uhel, ar skrivagner brezonek brudet (1821-1895) en doa skrivet daou zastum talvoudus-meurbet eus kanaouennou pobl : "Gwerziou Breiz-Izel" (1868-1874) ha "Soniou Breiz-Izel" (1890). Kenlabouret en doa gant Anatol Ar Bras evit "Soniou Breiz-Izel". Hogen An Uhel n'en doa embannet nemet ar c'homzou, hag an toniou a oa kollet, war a greded. Adkavet int bet e derou an 19-vet kantved gant an Ao. Duhamel hag e genlabourerien. Hiniennou a eilskrivas an toniou bet klevet ganto. Re all, evel an Aotrounez Vallée hag Even, a enskrivas an toniou gant sonskriverezed. Ar sonskriverezed, en amzer-se, n'oant ket peurijinet evel bremañ. N'oant ket dre bladennou, hogen dre rollou. Kontet en deus bet an Ao. Vallée e kevrenn 16 an "Annales de Bretagne" (1900-1901) penaos e teuas da welout Marc'harid Fulup (7) ar ganerez he doa kanet dirak An Uhel ar pep brasa eus ar gwerziou ha soniou embannet gantañ. E Pluned eo e chome Marc'harid Fulup. Deut e oa d'he zri-ugent vloaz ; kreñv a-walc'h, koulskoude, ha reiz e oa chomet he mouez. Kana a reas dirak an Ao. Vallée hogos an holl werziou kanet gwechall dirak An Uhel, nemet diou pe deir (en o zouez "Ar Bugel Koar"). Enskrivet e voe an toniou gant eur sonskriverez gant an Ao. Bourdon, kelenner e Skol-Veur Roazon, hag a oa bet savet gantañ eun ti-arnodi evit an Eneoniez arnodel hag evit ar Soniadouriez arnodel. An Ao. Duhamel a eilskrivas an toniou-se. (7) 26 ha 27 a viz Gouere 1900. - 17 - Kalz a rollou a zo e Skol-Veur Roazon. Eun nebeut a zo c'hoaz e ti an Ao. Vallée, hor yezoniour bras. Didalvez n'eo ket marteze lavarout e rae Marc'harid Fulup eur vicher n'oa ket dibaot e Breiz-Izel gwechall. Pirc'hirinez dre dredeog e ea. Sounnet e oa eur vrec'h outi, ha n'helle ket labourat douar. Mont a rae da bardoniou Breiz, m'o doa an dud gouestlet mont d'ober eur birc'hirinadenn d'ezo, pa n'hellent ket pe ne felle ket d'ezo hen ober. An Ao. Duhamel en deus embannet toniou "Gwerziou ha Soniou Breiz-Izel" war ano : "Musiques bretonnes, airs et variantes mélodiques des Gwerziou Breiz-Izel et des Soniou Breiz-Izel". Kenlabouret en deus ivez gant an Ao. Loeiz Herrieu, ar skrivagner gwenedat brudet, evit embann kant ton kanet e Bro-Wened war ano : "Guerzenneu ha Sonnenneu Bro-Guéned". Skrivet en deus eiladuriou evit toniou kembraek : "Mélodies kymriques, Bretagne et Pays de Galles". Studiet en deus sonerez an Inizi Gall (pe Inizi Hebridez). E berr, an Ao. Duhamel eo en deus graet, gant Ducoudray ha Ladmirault, al labour talvoudusa evit ar sonerez breizek. N'heller ket, en eur studienn verr evel houmañ, menegi an holl sonerien pe skrivagnerien o deus embannet toniou breizek ar bobl en 20-vet kantved. Kalz a doniou a zo bet moulet war baperennou distag pe war gelaouennou (da skouer "Kroaz ar Vretoned", betek ar brezel 1914). Er gelc'hgelaouenn "Mélusine", embannet gant Gaidoz, ez eus bet moulet meur a ganaouenn dastumet gant an Aotrou - 18 - Kelenner Ernault, a zo bremañ ar c'hosa eus an holl skrivagnerien vrezonek, hag a gendalc'h atao e labour gouiziek evit hor yez hag hor bro. Bep bloaz, ar Vreuriez "Bleun-Brug" a embann toniou breizek gant eiladuriou. An Ao. Pol Ladmirault, hor sonaozour dispar, kelenner e Skol-Sonerez Naoned, en deus embannet dastumou kanaouennou brezonek, da skouer, "Quelques vieux cantiques bretons, avec adaptations, rythmes et harmonisations". Menegomp ivez "Kanaouennou Breiz-Vihan", dastumet gant an Aotrounez Gourvil ha Laterre. Toniou ar barzonegoù kaer savet gant an Ao. Jaffrennou-Taldir n'int ket bepred toniou diembann betek-hen. Alies e kemer ar barz toniou koz breizat, kembreat, skosat pe iwerzonat hag e sav warno e varzonegou awenet. An hevelep tra gant an Tregont Kanaouenn vrezonek evit ar Skoliou savet gant an Ao. Kerlann, gant Barzaz Potr Treoure (An Abad Conq). Meneget e vez peurliesa gant Taldir hag-heñ ez eo eun ton koz breizat, kembreat, iwerzonat, h.a. An Ao. Kerlann ne lavar netra diwar-benn se. Eur fazi eo, dre ma c'heller kredi ez eo eun ton nevez-flamm, eun ton bet embannet e 1839 e Barzaz Breiz. Kredi a c'heller c'hoaz ez eo an ton-mañ-ton eur skouer gaer eus ar sonerez breizat, hag heñ iwerzonat pe gembreat. An abegadenni-se ne harz ket ouzin da lavarout ez eo kaer-tre ha talvoudus levr an Ao. Kerlann. Nemet c'hoant am eus e vefe meneget orin an toniou pa vezo adembannet al levr, evel m'em eus spi e vefe. PENNAD II STUMM AR C'HANAOU'ENNOU 1. MAMMENNOU AR C'HANAOUENNOU BREIZEK Ret eo lavarout da genta n'ouzomp ket kalz a dra diwar-benn se. E 1839 eo ez int bet embannet evit ar wech kenta, evel m'hon eus gwelet. Pegoulz int bet aozet ? Ha gant piou ? Biken n'ouezimp se nemet evit eun nebeut anezo. Koulskoude, eur fazi bras e vefe kredi ez int bet aozet a-gevret gant meur a zen, gant "ar Bobl" en eun doare kevrinus, evel eur seurt emgroui. Ar c'hanaouennou pobl a zo bet savet atao gant eun den pe zaou. Eun aozer a zo da bep kanaouenn, hag an aozer-mañ n'oa ket atao eun den diwar ar maez, hep deskadurez. Eun den desket a oa anezañ alies, hogen kollet eo bet e ano. Koulskoude, kanaouennou ar bobl int, dre ma 'z int bet degemeret gant ar bobl, kanet ha kaset a c'henou da c'henou gant kanerien ar bobl. A-wechou, ar c'homzou hag an toniou, a zo bet savet gant an hevelep den. Hogen peurliesa, e voe savet ar c'homzou war eun ton kosoc'h. Pa felle d'eur c'haner sevel eur werz diwar-benn eur darvoud bennak, e save ar werz-se war eun ton anavezet diagent. Meur a werz ha son a zo bet savet gant ar gloer. Tud yaouank diwar ar maez e oant, bet kaset e ti ar person da zeski un tammig latin evit ma c'helljent - 20 - mont da veleien. Diwezatoc'h e oant bet degemeret er c'hloerdiou ; hogen abred pe ziwezat, santout o doa graet n'oant ket galvet evit gwir da servija an aoter. Deut e oant en-dro d'o c'hêriadenn, hag a wechou e savent gwerziou pe soniou. Ret eo lavarout e veze roet an ano a gloer d'an holl dud eun tammig desket e Breiz gwechall. Ar c'hanaouenneu a veze kaset a c'henou da c'henou, er festou, er pardoniou, en euredou, hag ivez en nozveziou goañv dirak tan an oaled, pe er pradou bleuniet hag er parkou alaouret, pa veze trouc'het ar foenn pe dournet an ed. Ar ganerien vrasa a oa ar gemenerien a laboure en tiegez, hag, azezet war an daol, a gonte marvailhou a bep seurt, a rae kaketerez hag a gane gwerziou ha soniou. Kanerien all e oa ar beorien, ar valeerien-vro a yae a zor da zor, en eur gana kanaouennou hag en eur werza paperennou distag, gwerziou pe soniou moulet warno. Ken abred hag er 16-vet kantved e voe moulet kenaouennou war baperennou distag. Hogen, kollet eo bremañ ar re gosa anezo. Ne lavarin netra eus komzou ar c'hanaouennou. Studia a rin hepken an toniou. Gwelet hon eus e veze savet alies ar c'homzou war eun ton anavezet. Gant se, kosoc'h eo an toniou ; nebeutoc'h kemmet int bet ivez e-pad ar c'hantvedou. Ha setu perak : kalz a boziou o devez, peurliesa, ar c'hanaouennou-pobl. Eñvoret mat-tre e rank beza ar c'haner evit deski an holl gomzou. Hag ouspenn, ar c'homzou a vez kemmet alies, diwar ratoz, gant ar c'haner a fell d'ezañ reiza ar ganaouenn. Alies e vez lakaet eur ganaouenn nevez e lec'h eun all, re goz, hag a gomz diwar darvoudou na dennont ken evez an dud. Setu - 21 - perak e vez implijet eun hevelep ton evit kana kalz a ganaouennou disheñvel-tre (meur a ganaouenn santel a vez kanet war don eur werz pe eur son). Setu perak e vez kanet eun hevelep kanaouenn e meur a zoare (meur a "version" a zo d'ezi, evel ma vez lavaret e galleg). Setu perak n'eo ket bet savet ar c'hanaouennou koz a-raok ar 16-vet kantved, hervez ma lavar ar ouizieien. An toniou, en eneb, a vez desket en eun doare aesoc'h eget ar c'homzou, dre ma vez an hevelep ton evit an holl boziou, hag e chom gwelloc'h e koun an den. Ne soñj ket ivez ar ganerien kemma eun ton koz evel ma kemmont komzou koz. Ne lavaran ket, koulskoude, n'eo ket bet kemmet an toniou e-pad ar c'hantvedou. Alies e vez kanet eun hevelep ton e daou pe dri doare. Hogen, sur eo, kosoc'h eo an toniou eget ar c'homzou. Beza a-walc'h e vefe hiniennou ken koz hag ar sonerez gresian, en deus an hevelep doareou-skeuliou. Hogen, an dastum kenta eus an toniou breizek a zo bet graet e 1839 gant Kermarker. Toniou int a oa bet klevet gantañ, pe gant e vamm e penn diweza an 18-vet kantved. Lavarout a c'heller eta n'avavezomp an toniou breizek kosa nemet en eur stumm o doa e penn diweza an 18-vet kantved. Penn diweza an 18-vet kantved ha penn kenta an 19-vet kantved eo ivez an oad kaera evit ar c'hanaouennou brezonek. Niverus oa neuze an dud diwar ar maez o doa eun tammig deskadurez, hag a ouie brezoneg, ha n'eo ket galleg. Meur a ganaouenn a zo bet savet en oad-se. Peurc'hallekaet eo bremañ hor maeziou, gant ar skol, ar c'helaouennou hag ar c'hazarn. An toniou dudius a vez lakaet en o lec'h - 22 - kanaouennou sot Montmartre, a vez dislonket gant ar skingomzerez er c'hêriadennouigou pella. Ha n'eo ket ken dre genou ar bilhaouerien goz e rankomp deski ar c'hanaouennou brezonek, hogen dre al levriou. 2. Bez' ez eus kanaouennou a lies seurt e Breiz. Rannet e vezont, diouz boaz, etre gwerziou ha soniou. Ar "gwerziou" a vez savet diwar darvoudou istor, marvailhou, buheziou an dud veur, torfedou spontus, marvou glac'harus, teuziou-noz hag all. Ar "soniou" a vez anezo kanaouenneu a garantez, kanaouennou awenet gant kaerder an natur, kanaouennou goapaus hag all. Kermarker a laka ouspenn eun trede seurt : "kanaouennou santel". Brizeug, e kentskrid "Telenn Arvor" a laka kemm etre ar "soniou", kanaouennou skañv ha laouen, hag ar "barzonegou", kanou pozet war an natur, ar garantez. Bezet a vezo, n'eo ket a bouez ar c'hevrennadur-se evit ar pez a sell ouz an toniou, rak, evel em eus lavaret, e vez kanet meur a zoare komzou, disheñvel-tre, war eun hevelep ton. An toniou a zo bet rannet gant Ducoudray er c'hiz-mañ : 1. Da genta, ar seurt salmerez a veze implijet gwechall evit dibuna an "trajediennou" pe beziou-c'hoari santel, hag a veze implijet ivez gant ar "bazvalan" hag ar "breutaer" pa veze goulennet eur plac'h e dimezi. - 23 - 2. Da c'houde, toniou ar c'hlemmganou, a oa eun nebeut muioc'h sonerezel, hogen untonek a-walc'h, e oant c'hoaz. Da skouer, klemmgan Kêr-Iz : "Petra 'zo nevez e Kêr-Iz, 3. En diwez, toniou a oa enno eur wir linenn hesonek. Ar re-mañ eo a dalv da veza studiet ha desket. An toniou a chell ivez beza rannet hervez ma 'z int bet savet e lec'h pe lec'h. An Ao. Duhamel en deus studiet piz stummou an toniou e peder rannvro Breiz-Izel. E Bro-Dreger eo e vez kavet an niverusa ar c'hanaouennou brezonek ; goude se e teu Bro-Gerne (dreist-holl Kerne-Uhel : Mel-Keraez, Rostren, Gwareg, Sant-Nikolaz-ar-Pelem) ha Bro-Wened ; en diwez e teu Bro-Leon (an hini genta evit glander ha kaerder ar yez, an hini diweza evit ar c'hanou). 3. DOAREOU-SKEULIOU AR SONEREZ BREIZEK Betek diwez an 19-vet kantved, ne veze implijet, koulz lavaret, gant ar sonerez gouiziek, nemet an doare-skeul brasa hag an doare-skeul bihana. An doare-skeul brasa a zo ennañ pemp tonenn ha diou hanter-donenn, lakaet evel-hen : do-1-re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la-1-si-1/2-do Kemeret em eus skeul-gan do brasa. Treuzlec'hiet e c'hell beza e toniezou all : sol brasa, - 24 - re brasa, hag all, gant diezou ha be-blodou (8). Hogen, an toniennou hag an hanter-doniennou a chom en hevelep lec'h hag e skeul-gan do brasa. Da skouer : re-1-Mi-1-fa-1/2-sol-I-la-1-si-1-dod-1/2-re (fad o talvezout "fa dies", dod "do dies"). An doare-skeul bihana a zo ennañ teir zonenn, teir hanter-dlonenn hag eun donenn hanter. Da skouer, skeul-gan la bihana la-1-si-1/2-do-1-re-1-mi-1/2-fa-1,1/2-sold-1/2-la Pa vez treuzlec'hiet an ton, e chom an tonennou hag an hanter-donennou en hevelep lec'h. Da skouer, skeul-gan re bihana : re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la61/2-sib-1,1/2-dod-1/2-re (sib o talvezout "si be-blod"). Pa vez kemmet an doniez, kanet e vez an ton en eun doare uheloc'h pe izeloc'h, gant eur skeul-gan all ; hogen n'eo ket kemmet an doare-skeul, dre ma ne vez ket kemmet al lec'h dalc'het gant an tonennou hag an hanter-donnennou. Hogen, pa vez kemmet lec'h an tonennou hag an (8) Implij a ran ar geriou "diez", "be-blod", ha n'eo ket "uhelaer", "izelaer", rak implijet int bet, kant vloaz 'zo, gant an Abad Henry, en e studi diwar-benn ar c'han-plaen mentet. Implij a ran ar ger "doare-skeul" evit ar galleg "mode" ha "skeul-gan" evit "gamme". Ar ger "toniez" a vez implijet ganin evit ar ger gallek "ton", o talvezout kement ha "tonalité" : "tonenn" a vo implijet evit "tonalité" o talvezout kement ha "ton" (kontrol da "demi-ton") - 25 - hanter-donennou, e vez kemmet an doare-skeul. Gwelet hon eus ne lakaer ket en hevelep lec'h an tonennou hag an hanter-donennou en doare-skeul brasa hag en hini bihana. Gwelout a raimp ez eus meur a zoare-skeul all. C'houec'h pe seiz doare-skeul all a voe kavet gant Ducoudray en toniou breizek 1. An doare-skeul "isdoriek" (skeul-gan la bihana hep sol diez) : la-1-si-1/2-do-1-re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la 2. sol-1-la-1-si-1/2-do-1-re-1-mi-1/2-fa-1-sol 3. An doare-skeul "isludiek" (skeul-gan fa brasa hep si be-blod) : fa-1-sol-1-la-1-Si-1/2-do-1-re-1-mi-1/2-fa Pa echu an ton war ar greizenn (trivet derez ar skeul), e vez anvet "suntono-ludiek" 4. An doare-skeul "doriek" (skeul-gan mi hep diez na be-blod) mi-1/2-fa-1-sol-1-la-1-si-1/2-do-1-re-1-mi An doare-skeul-mañ a zo heñvel ouz an doare-skeul isdoriek la, hogen echui a ra war ar pennderez mi ha n'eo ket war an derez tonek la. En eun nebeut toniou e vez mi doriek eun derez tonek, ha neuze, si eo a vez ar pennderez. 5. An doare-skeul frugiek : re-1-mi-1/2-fa-I-sol-1-la-1-Si-1/2-do-1-re An doare-skeul-mañ a zo heñvel ouz an doare-skeul - 26 - isfrugiek (sol), hogen echui a ra war ar pennderez re, ha n'eo ket war an derez tonek sol. 6. Doare-skeul kenta kan-plaen Sant-Gregor : re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la-1-si-1/2-do-1-re Ar skeul-gan-mañ a zo heñvel ouz skeul-gan an doare-skeul frugiek, hogen amañ, emañ re an derez tonek ha la eo ar pennderez. Doare-skeul "islokriek" a ra anezañ an Ao. Duhamel. Seiz doare-skeul hon eus gwelet (gant an hini suntono-ludiek). An Ao. Duhamel en deus kavet tri doare-skeul all er sonerez breizek : 1. An doare-skeul ludiek : do-re-mi-fa-sol-la-si-do gant do pennderez ha fa derez tonek. (En doare-skeul brasa, en enep, e vez do derez tonek, ha sol pennderez), 2. si-do-re-mi-fa-sol-la-si 3- An doare-skeul lokriek : si-do-re-mi-fa-sol-la La eo ar pennderez, re eo an derez tonek. Ne dleer ket kemmeska an doare-skeul-se gant ar skeul isdoriek, ma 'z eo al la enni an derez tonek ha mi ar pennderez. Daouzek doare-skeul hon eus bremañ (brasa, bihana, isdoriek, isfrugiek, isludiek ha suntono-ludiek, doriek, frugiek, doare-skeul kenta kan-plaen - 27 - Sant Gregor pe islokriek, ludiek, miksoludiek, lokriek) An Ao. Duhamel a laka ouspenn tri doare-skeul all : 1. An doare-skeul brasa oc'h echui gant ar pennderez. 2. An doare-skeul brasa oc'h echui gant ar greizenn. 3. An doare-skeul bihana oc'h echui gant ar pennderez. Hogen, niverus-tre eo, er sonerez klasek zoken, toniou brasa oc'h echui gant ar pennderez pe gant ar greizenn, ha toniou bihana oc'h echui gant ar pennderez, ha tremen a reont da veza toniou brasa pe vihana hepken. Da evesaat eo ivez e c'hell beza ar si be-kornek pe be-blod en doareou-skeul gresian evel e kan-plaen Sant Gregor. An hevelep tra a vez kavet er sonerez breizek. Da skouer, eun ton e doare-skeul kenta kan-plaen an Iliz a c'hell kaout eur si be-blod ; neuze n'eo nemet an doare-skeul isdoriek (la-1-si-1/2-do-1-re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la) bet treuzlec'hiet e skeul-gan re (re-1-mi-1/2-fa-1-sol-1-la-1/2-sib-1-do-1-re). Hogen pa vez ar si be-kornek, e teu an doare da veza disheñvel diouz an hini isdoriek : re-1-Mi-1/2-fa-1-sol-1-la-1-sik-1/2-do-1-re (sik o talvezout si be-kornek"). 4. AR MENTADURIOU Ar sonerez breizek a implij mentou n'oant ket nemeur implijet gant ar sonerez gouiziek : ment gant - 28 - pemp pred, ment gant seiz pred. Ouspenn, n'eo ket ar mentou strollet atao dre beder evit ober ar frazennou sonerezel, evel gwechall er sonerez gouiziek. Alies e kaver frazennou gant teir, pemp, c'houec'h, seiz ment. A-wechou, diou frazenn a zo enno an hevelep niver mentou, a ra etrezo eur frazennig hec'h-unan-penn, evel poziou 'zo er peziou-c'hoari gresianek. Evel e Bro-C'hres ivez, e vez an toniou mentet diouz mentadur ar c'homzou. Ha didalvez n'eo ket marteze menegi amañ ez eo ar gwerzennou brezonek disheñvel diouz ar gwerzennou gallek e meur a zoare. Gwerzennou trizek pe bemzek troatad n'int ket dibaot er varzoniez vrezonek. Rannet e vezont evel-hen 7 + 6, pe 6 + 7 ; 8 + 7, pe 7 + 8 En eun niverenn all "Gwalarn" em eus studiet kudenn ar pouez-mouez hag ar predou kreñv (niverenn 95-96, p. 110). 5. ROLL AN TONIOU BREIZEK BRUDETA O renka a reomp diouz an doare-skeul : Niverus-tre eo an toniou gant doare-skeul brasa. Menegi a c'heller "Stourm an Tregont" (Barzaz Breiz, p. XIV), "Seziz Gwengamp" (p. XX), an hevelep ton hag hini "Rhyfelgyrch Gwyr Glamorgan", a veze kanet e-pad Emgann Sant-Kast gant Breiziz ha Kembreiz (1758) (9), "Ar Chouanted" (p. XXX), "Lez-Breiz" (p. VII), deut da veza ton kanaouennou santel Sant Erwan, "Hollaika" (p. XXXVII), deut da veza unan eus danveziou (9) Ton "Sav Breiz-Izel" eo deut da veza. - 29 - Meulgan Thielemans, "An Diou Vreiz", "An Erminig" (p. XV) skañv hag a ra goap eus ar bleiz hag an taro (da lavarout eo ar C'hallaoued hag ar Saozon, enebourien goz ar vro vreizek), "Milinerez Pontaro" (p. XXXVIII), ton klemmus ha leun a velkoni, "Azenorig C'hlas" (p. XIX), e la brasa, hag a echu gant ar pennderez mi, "Distro Marzin" (p. VII), e la brasa, hag a echu ivez gant ar pennderez mi. E-touez an toniou dastumet gant Bourgault-Ducoudray, e c'heller menegi "War Bont an Naoned", "Soubenn al Laez", "Disul Vintin", ha dreist-holl "An Anjeluz". Dibaot eo er c'hanaouennou brezonek toniou gant an doare-skeul bihana a vremañ. Meur a don bihana a zo e Barzaz Breiz n'int nemet toniou isdoriek a zo bet uhelaet o seizvet derez gant an eilskrivagnerien n'anavezent ket mat an doareou-skeul gresian. Bezet a vezo, gant an doare-skeul bihana a vremañ e kaver skrivet meur a don er Barzaz. Da skouer, "Diougan Gwenc'hlan" (p. 11), pe, e dastum Bourgault-Ducoudray "Silvestrig", "0 pebez kelou". "Ar Baradoz" a zo d'ezañ eun doare-skeul bihana e Barzaz Breiz (p. XLIV) hag eun doare-skeul isdoriek e dastum Ducoudray. O veza ma n'en em ziskouez ket ar seizvet derez e toniou zo evel "Gwin ar C'hallaoued" pe "Koroll ar C'hleze" (p. IV), "An Tri Manac'h Ruz" (P. XIV), "An Ifern" (p. XLIII), n'heller ket gouzout pe ez int bihana pe isdoriek. E-touez toniou a zo sur isdoriek, bez' e c'heller menegi "Droukkinnig Neumenoiou" (p. VIII), "Pennherez Keroulaz" (p. XXIII), "Son an Daol" (p. XXIII), "Jenovefa Rustefan" (p. XXI), "Ar - 30 - C'hakouz" (p. XXXVII), "Kanaouenn an Anaon" (p. XLIII), leun a enkrez spontus, hag a veze kanet e-pad an noz da C'houel an Anaon dre an hentou skubet gant an aveliou yen, "Melezouriou Arc'hant" (P. XXXIX), ken sioul, ken uhelsperedet, ken glan, ken distag diouz an traou douarel, hag a laka e linenn hesonek an den da brederia e linennou eun templ gresian. N'ankounac'haomp ket "Va douz Annaig", dastumet gant Bourgault-Ducoudray. Dibaot eo an toniou doriek (skeul-gan mi hep diez pe be-blod) : "Pardon Sant-Fiakr" (p. XXVI) ha "Lavaromp ar Chapeled" e dastum Bourgault-Ducoudray. An ton-mañ eo a zo marteze an hini kaera eus an holl doniou breizek. E-touez an toniou a implij doare-skeul kenta ar c'han-plaen, hag a zo niverus a-walc 'h, menegomp "Marzin en e Gavell" (p. VI), "Kañv", "Kloareg Tremelo", "Mona", "Ar Skraperez", dastumet gant Ducoudray. Ducoudray en deus embannet ivez eun nebeut toniou frugiek : "Ar Vaouez Tapet-Mat", "Me oa deut betek amañ" ; isfrugiek : "An Hader", "Pedenn an Arzoniz", "An Heol a Sav", suntono-ludiek : "Kenavo d'ar Yaouankiz". Er Barzaz e kaver eun ton ludiek, "Seizenn Eured" (p. XVIII), treuzlec'hiet e re, ha marteze eun ton miksoludiek, "Son al Leur Nevez" (p. XXXV) Levr an Ao. Duhamel diwar-benn pemzek doare-skeul ar sonerez breizek a zo ennañ skoueriou eus an holl zoareou-skeuliou bet implijet gant ar sonerez breizek. Eur berlezenn a dalvoudegez vras eo - 31 - "Kanaouenn Mesaerien Gerne", gant an doare-skeul lokriek. N'em eus meneget amañ nemet an toniou kosa. Hogen kalz a doniou dudius a c'heller kavout e dastumou nevesoc'h. 6. EUR GERIG DIWAR-BENN KANAOUENNOU BREIZ-UHEL Pa vez meneg eus kanaouennou breizek, e soñjer e kanaouennou Breiz-Izel. Kanaouennou Breiz-Uhel a zo tostoc'h da ganaouennou rannvroiou gall ar C'hornog : Poatou, Anjou, Normandi. Lavaret en deus Bourgault-Ducoudray ez int "hanter-wad. Bez ez eus, koulskoude, eun nebeut kanaouennou Breiz-Uhel a zo dudius hag a vez kavet enno evel eun hekleo eus kanaouennou Breiz-Izel. Menegomp "Ancienne chanson des tisserands du pays de Loudéac" , "Chanson de la Mariée", "Les sabots d' Anne de Bretagne" (dastumet e 1880 e Saint-Sulpice-la-Forêt, tost da Roazon). An teir-se a gaver e dastum an Ao. Kerlann. Menegomp ivez "Bonsoir Messieurs du Logis ", "Buans de Noa" (Morennou Nedeleg), kanaouennou Bro-Naoned. Meur a ganaouenn a Vreiz-Uhel a zo bet embannet gant ar C'homandant Le Grand en "Annales de Bretagne" (Kevrenn XVI, 1900-1901). An Ao. Choleau a zo o vont da embann eun dastum kanaouennou Breiz-Uhel. Hag e tleer komz amañ eus kanaouennou Botrel (10). A dra sur, n'int ket bet skrivet e brezo- (10) Botrel (1869-1926). Oberou: "Chansons de Bretagne", "Clairons et Binious", "Chansons de la Fleur de Lys", "Chansons en Sabots", "Chansons en Dentelles", "Chansons des Clochers a jour", h.a. - 32 - neg, hag an toniou, a-wechou amprestet digant toniou breizek koz pe savet gant Botrel e-unan, a zo bet, re alies, savet pe aozet gant sonaozourien barizat na veizent ket ar spered breizek. Hogen meur a ganaouenn eus Botrel a zo kaer-tre hag awenet gant eur wir garantez ouz hor Bro. N'ankonac'haomp ket e oa ganet Botrel e Breiz-Uhel. Fall e vefe tremen hep rei eun eñvor karantezus d'e ober. - 33 - PENNAD III 1. ISTOR Ar vombard hag ar biniou a zo bet e boaz e meur a vro estreget e Breiz. Ar vombard a zo eur seurt "hautbois" hag anavezet-mat eo istor ar benveg-seni-se. Ar biniou a oa anavezet adalek an Henamzer. Ar C'hresianed a rae anezañ "asc'haulos" pe "sumphoneia" ; ar Romaned a rae anezañ "tibia utricularis". An "tibia utricularis" a oa anezi eur sac'h ler koeñvet gant an aer. C'houezet e oa an aer gant eur gorzenn, hag ez ae er-maez dre eur gorzenn all, meur a doull enni. An "tibia utricularis" a veze implijet en arme ar Romaned. Neron, war a lavar Sueton, en dije c'hoariet anezi. Ar benveg-se a voe e boaz e-pad ar Grennamzer en hogos holl vroiou Europa. Bez' e raed anezañ "cornemuse" pe "musette" e Bro-C'hall, "bag-pipe" e Bro-Saoz, "piob-mor" e Bro-Skos, "zampogna" e Kalabria (Italia), "gaita" e Kalaikia (rannvro Bro-Spagn). Treset eo ar benveg war hen zournskridou evel levr-salmou Gorleston (1306), levr-salmou Loutrell (1330). E skeudenn a gaver er "Minstrel's Gallery" en Iliz Veur Keresk (Exeter). Roueed Bro-Saoz o doa "bag-pipers" e-touez o servijerien. Herri VIII en doa "bag-pipes" gant korzennou olifant. E-pad ar 14-vet kantved e voe lakaet d'ar biniou eur gorzenn all, ar - 34 - c'hornboud, a roe eur son izel ha dibaouez. Diwezatoc'h, niver ar c'horn-boudou a yeas war greski, hag ar biniou skosat en doe tri c 'hornboud. Er 16-vet kantved, ijinet e voe koeñvi ar sac'h gant eur vegin lakaet dindan ar gazel. E-giz-se e voe c'houezet "musette" Bro-C'hall, "bag-pipe" Iwerzon, Northumberland ha Izelzouarou Bro-Skos (Lowlands), "gaita" Bro-Galaikia. "Bag-pipe" Uhelzouarou Bro-Skos (Highlands), "biniou" Breiz ha "zampogna" Bro-Galabria a dalc'has da veza c'houezet dre c'henou ar c'hoarier E-pad ar 17-vet kantved e voe brudet-tre ar "musette" e Bro-C'hall (11). Implijet e voe e laz-sonerez Loeiz XIV gant Lully. Diskleriet e voe gant an Tad Mersenne en e levr "L'Harmonie Universelle", gant Borjon ("Traité de la Musette", Lion 1672, gant skeudennou) ha gant L'Hoteterre ("Méthode pour la Musette", Paris 1737). Mont a reas er-maez a voaz e Bro-C'hall en eil darn an 18-vet kantved. Er c'hontrol, en amzer-se eo e teuas ar biniou da veza boaziet e Breiz. Anat e oa anezañ diagent, er 16-vet kantved e Breiz (12), hogen ne veze ket implijet ken alies hag en 18-vet kantved. E penn diweza an 18-vet kantved hag en 19-vet kantved, ar vombard hag ar biniou a zeuas da veza klevet en holl festou breizek ; euredou, pardoniou. Brudet-tre e voe eun nebeut sonerien : Matilin an (11) Ar "musette" en doa pevar pe bemp kornboud ha daou levriad. (12) An Ao. F. Guilly, noter e Pleiben, en deus eur banell gizellet koz, warni eur biniaouer gwisket e dilhad boaziet er 16-vet kantved. - 35 - Dall, a choarias dirak ar roue Loeiz-Fulub, e Paris (mervel a reas e 1857, losket en e di) ; Bornugat, eus Gwened, marvet e 1869. Meur a genstrivadeg a voe dalc'het, da skouer e Gwened (1891), e Brest (1895). Ar viniaouerien a veze galvet ivez evit goueliou 'zo e Breiz-Uhel (redadegou Sant-Brieg ha dañsou pardon Monkontour). E 1889, Kellien a eilskrivas 27 ton evit ar vombard hag ar biniou el levr "Chansons et Danses des Bretons". Diwezatoc'h e voe embannet 148 ton-koroll gant Alfred Bourgeois, a zisklerias ar biniou. An 48-vet rejimant war droad (Gwengamp) en doe, adalek 1900 betek 1905, c'houec'h bombarder ha c'houec'h biniaouer e-touez e sonerien (13). Graet e veze ivez biniawou gant gomgwevn evit ar vugale. Koulskoude, n'oa ket ar biniou e boaz e Breiz-Izel a-bez. N'oa biniaouerien nemet e Bro-Wened hag e Bro-Gerne ; n'oa ket anezo e Bro-Leon pe e Bro-Dreger. Hogen, bez' e oa biniaouerien en eun darn vihan eus Breiz-Uhel (Mur, Loudieg). Bremañ, dibaot-tre eo aet ar sonerien viniou pe vombard. Lakaet e vez d'ober en o lec'h an akordeoñs pe ar "fono". Ar C'helc'hiou Keltiek a striv evit adlakaat en enor hor binviou-seni koz. Klevet em eus meur a wech Mateo ha Job Ar Gall, eus Gwareg, bombarder ha biniaouer dispar a c'hoari bep sul e lec'h pe lec'h e goueliou aozet gant Kelc'h Sant-Nikolaz-ar-Pelem, "Kanerien ar Pelem", renet gant an Dimezell Rivoallan. E Paris, an Aotrounez Ar (13) Meur a vombard ha biniou, bet gwechall implijet gant sonerien an 48-vet rejimant, a zo bremañ e ti an Ao. Komandant a Vellaing e Gwengamp. - 36 - Menn ha Dorig Le Voyer a oberiata bombardou ha biniawou (breizek ha skosat). Ar vombard, a zo eur benveg e beuz pe ebena, gant c'houec'h toull a c'heller serri gant bizied an daouarn (2-vet, 3-vet, 4-vet). Ar benveg en deus eun dioulañchenn. Pa vez serret an holl doullou ha c'houezet gant ar soner, e klever eur son-diazez. Ar son-se n'eo ket an hevelep hini en holl vombardou. Alfred Bourgeois a lavar ez eo eur sol (14) ; Kellien a lavar ez eo eur si ; klevet em eus bombardou e la pe be-blod. Pa vez digoret an toullou (an holl pe darn) e c'heller ober ar skeul-gan adalek ar son-diazez betek e useizvedenn. An darn vuia eus ar bombardou o deus eur seizvet toull evit rei an derez bresk a-is ar son-diazez. Pa vez kreñvaet ar c'houez, e klever kensonennou (eun eizvedenn a-us an eizvedenn genta). Dibaot eo, avat, ar sonerien a c'hell c'houeza kreñv a-walc'h evit rei ar c'hensonennou-se. Diaes-tre eo diskleria embregerez ar vombard. Pep bombard a zo eun doare d'ezi hec'h-unan d'hech embreger. Ar soniou a vez uheloc'h pe izeloc'h hervez ma vez an toullou tost pe dostoc'h an eil ouz egile. Bez' e c'heller izelaat eun notenn gant sacha eun tammig war al lañchenn, dre an diouweuz. Ret eo ober e-giz-se evit mirout ouz an notennou da zont direiz. Soniou ar vombard a c'hell beza liammet pe distaget diouz ma karer. An toniou-bombard embannet gant Alfred Bourgeois a vez skrivet gant re da son- (14) Eilvet linenn alc'houez sol. - 37 - diazez. Evel just, an ton a vez treuzlec'hiet gant ar vombard pa vez he son-diazez eur sol, eul la, pe eun notenn all. Ar vombard a zo, evel meur a venveg-seni dre avel, eur benveg-seni treuzlec'hier. A-hend-all, an darn vuia eus ar sonerien-vombard n'ouzont ket lenn sonerez. Klask a reont c'hoari war o binviou-seni an toniou o deus klevet dre doulbaba. Oberennou arzek e oa alies ar bombardou koz. Enskantet int a-wechou gant staen, arc'hant, olifant pe askourn. Ar biniou a zo ennañ peder darn : eur sac'h ler, a vez koeñvet o c'houeza dre-eur gorzennig (ar sutell), an aer, o vont kuit dre diou gorzenn. Unan anezo a zo enni c'houec'h toull (eun toullig all a zo da ober an derez bresk a-is d'ar son-diazez) ; bez' he deus eun dioulañchenn. Heñvel an embregerez ouz hini ar vombard e meur a zoare. Al levriad a reer anezañ. Bez' e c'heller ober gantañ eun eizveden a-us d'ar son-diazez (hag an derez bresk a-is). Son-diazez al levriad a zo eun eizvedenn a-us da son-diazez ar vombard. Kendoniet e tle beza ouz ar vombard, da hiraat pe verraat ar varilhig a stag anezañ ouz ar sac'h. Da evesaat eo n'heller ket ober notennou distag gant al levriad. Liammet e vez atao ar soniou dre ma tremen an aer diehan dre al levriad en eur vont er-maez eus ar sac'h. N'eo ket al levriad a-stok war-eeun ouz an diouweuz, evel er vombard. N'heller ket eta ober adnotennou. En o lec'h e vez graet "ripipiou" (ger poblel avit notennouigou, notennou kinkla) dre zigeri ha serri buan-tre unan eus an toullou. N'em eus lavaret netra c'hoaz eus an teirvet kor- - 38 - zenn, ar c'hornboud, eun hir a gorzenn, enni eun unlañchenn, hag a ra eur son izel diehan ha digemm (diou eizvedenn a-is d'ar son diazez). War astenn-diastenn eo hag e c'hell beza toniet gant ar vombard. Kellien a lavar en e levr (Kanaouennou ha Dansou ar Vrezoned) n'eo ket kendoniet reiz ar vombard hag ar biniou. Bez' e c'hell degouezout dre ma n'eo ket sonerien ar biniou sonerien desket, hogen klevet em eus ivez bombardou ha biniou kendoniet en eun doare mat a-walc'h. Ar bombarder o a zo penn ar c'houbl (bombarder ha biniaouer a c'hoari a-gevret atao). Ar biniawou koz a oa kizellet hag enskantet gant danvez talvoudus evel ar bombardou. Eur ger evit echui war deveradurez ar ger "biniou". Deveret e c'hell beza eus ar ger benveg (a vez deveret e-unan eus ar ger latin "beneficium"). Deveret e c'hell beza kenkoulz eus ar ger kembraek "beny", a dalvez da liester evit "korn"; Ur brezegenn ouiziek-tre a zo bet graet e miz du 1936 gant an Ao. Ernault er "Société d'Emulation des Côtes-du-Nord", e Sant-Brieg, diwar-benn deveradurez ar ger "biniou". 4. STUMM SONEREZ AN DANSOU BREIZEK Ne lavaran amañ netra eus an dañsou breizek, ken kaer ha ken dudius. Ar re o deus c'hoant deski dañsal a c'hello lenn levr an Itron Galbrun, "La Danse Bretonne", a zo ennañ komzou ha toniou an dañsou ha taolennou ar paziou. Eur ger hepken a lavarin diwar-benn sonerez an dañsou breizek. Disheñvel eo diouz sonerez ar C'hallaoued e meur a zoare : - 39 - 1. Da genta, n'hell ket kaout mentaduriou dishual ar c'hanaouennou. Bez' e tle klota ouz paziou ar gorollerien, hag evit se, e tle e ventadur beza reiz-tre ha karrezek. Ne vez ket implijet eta evit an dañsou estreget mentou 2/4 ha 6/8. Hag an toniou a zo enno ivez diou frazenn sonerezel gant eiz ment e pep unan. 2. Da c'houde, n'hall ket al linenn hesonek beza ken liesdoare hag er c'hanaouennou. Astenn ar vombard hag ar biniou n'eo nemet eun eizvedenn (gant an derez bresk a-is ar son diazez ouspenn). An darn vuia eus an toniou-koroll a zo en doare-skeul brasa, bihana, pe e doare-skeul kenta kan-plaen Sant Gregor. A-wechou, ar vombard hag ar biniou a ra gant eun doare-skeul diouto o-unan, ha na vez ket implijet evit ar c'hanaouennou re-mi-fa-sol-la-si-dod-re A-wechou e vez diez an do a-is d'ar son-diazez, hag e vez be-kornek an do a-us d'ar son-diazez. Daoust dezi da c'hellout ober gant ar skeul-gan hollzerez, n'implij ket ar vombard (nag ar biniou) andoare hollzerez. An hevelep tra evit ar c'hanaouennou (nemet eun direizder pe zaou). 3. Lavaret em eus e vez azdoublet ar vombard gant ar biniou a eun eizvedenn. Hogen, pa sav ar vombarda-us d'hec'h eizvenn genta, en em gav neuze a-unson gant ar biniou. O veza ma n'eo ket plijus-tre, e ra ar biniou eun eiladurig. Dibaot eo, avat. Ar gwir eiladur a vez graet gant kornboud ar biniou, a ra eur son izel diehan ha digemm, ar pez a anver eun "dalc'h-son" er skridou-kentelia war ar gensonouriez. Eun eiladur diglok-tre hag untonek - 40 - eo, evel just. A-wechou ez implijer an daboulin vihan o skei ar predou kreñv. 4- En diwez, da evesaat ez eus ne vez ket alies reiz soniou ar vombard hag ar biniou. Estren int a-wechou diouz soniou ar skeul-gan keithederezel (kevrennadur an eizvedenn etre daouzek hanter-donenn par kenetrezo en doare ma vez do diez keit ha re be-blod, sol diez keit ha la be-blod, h.a.). Setu perak, marteze, sonerez ar biniou a zo ennan e un dudi iskis (15). (15) Setu perak ivez en deus ar c'hornboud-hemolc'h an hevelep dudi iskis (ar fa a zo etre fa naturel ha fa diez). PENNAD IV DAREMPREDOU AR SONEREZ-POBL HAG AR SONEREZ GOUIZIEK Sonerez ar bobl a vez skoazellet bremañ gant ar sonerez gouiziek a ro eiladuriou d'ezañ. Diwar eskemm e tegemer ar sonerez gouiziek digant sonerez ar bobl e-leiz a zanvez fresk ha dudius, ha dre se e teu da veza adnevezet. 1. EILADUR AR C'HANAOUENNOU-POBL Daoust hag ez eo eun dra vat eila toniou ar c'hanaouennou brezonek ? Ne vezent ket eilet, a dra sur, pa vezent kanet, en tiegez, pe war ar maez, e-pad an nozveziadou pe e-pad amzer an eost. Hogen, pa vezont kanet en eur sal sonadegou, pe en eur sal-degemer gant eur c'haner pe eur ganerez, e vefe re wan o mouez pa ne vefe ket eilet gant eur benveg bennak, piano pe delenn. Harpa a ra ar piano ar vouez, pinvidikaat a ra an heson gant ijin ar c'hensonerez hag ar c'hendonerez (16). Nac'h an araokaat (16) Da evesaat eo na vefe ket kemmesket ar ger "kensonerez" (harmonie) gant ar ger "kendonerez" (contrepoint). Ar c'hensonerez a laka a-gevret meur a son evit ober liessoniou oc'h en em heulia kenetrezo. Ar c'hendonerez a laka eun ton, eun heson war eun heson all (pe zaou, pe zri, pe vuioc'h), - 42 - e vefe difenn eiladur ar c'hanaouennou brezoneg ouz ar sonerien a vremañ. Kaer ha dudius eo ivez ul laz-kana gant diou, teir pe beder c'hevrenn, gant ma vefe merzet mat ton ar ganaouenn, gant na vefe ket mouget gant ar c'hevrennou all. Diaesoc'h eo eila eur ganaouenn gant moueziou eget gant eur benveg-seni, dre m'o deus ar moueziou eun tammig an hevelep liou-son. Er c'hontrol n'hell ket beza kemmesket liou ar piano gant hini ar vouez, ha merzet kaer e vez ton ar ganaouenn kanet gant ar c'haner. Eur gudenn all eo : penaos e tleer eila toniou a vez implijet enno doareou-skeul gresian ? Nevez deut n'eo ket ar gudenn-mañ. Studiet ez eo bet pell 'zo evit eiladur klan-plaen Sant Gregor. Betek an eil darn eus an 19-vet kantved ha diwezatoc'h c'hoaz a-wechou, e veze an toniou-se eilet en hevelep doare ha toniou brasa pe vihana gant liessoniou kenson pe zison, gant treuzskeuliaduriou, gant implij an diezou hag ar be-blodou, gant holl zoareou ar c'hensonerez pe ar c'hendonerez. Toniou doare-skeul kenta ar c'han plae a veze eilet en hevelep doare ha toniou e re bihana, da lavarout eo, gant implij an do diez. An hevelep tra evit an doare-skeul isdoriek, a oa eilet evel skeul la bihana, h.a. E 1855 e voe embannet gant Niedermayer eul levr a bouez, "Traité théorique et Pratique d'accompagnent du plain chant" a roas reolenn-diazez eiladur ar c'han-plaen : arabat eo implij er c'hensonerez notenntou na vez ket kavet e doare-skeul an heson (pa vez eun doare-skeul gresian). Reolennou all a roe Niedermeyer : difenn a rae implij al liessoniou dison ; lakaat a rae eul liesson dindan pep notenn an heson, ar pez a rae eun eiladur re bounner. Bez' e c'heller bremañ implij, - 43 - meur a liesson dison (dreist-holl liesson seizvedenn vihana ; al liesson a seizvedenn a bennderez, avat, a dleer tremen hepzañ, rak rei a ra santadur an doare-skeul brasa pe vihana a vremañ (17). Ne lakaer ket ken eul liesson dindan pep notenn ; implij a vez graet eus notennou-tremen, broudeüriou, breskennou, h.a., ar pez a laka an eiladur da veza skañvoc'h. Hogen, ar reolenn-diazez (arabat implij notennou estreget re an doare-skeul) a vez heuliet, war-bouez eun nebeut direizderiou. An toniou brasa ha bihana, evel just, a c'hell beza eilet gant holl zoareou ar c'hensonerez hag ar c'hendonerez, gant liessoniou kenson pe zison, treuzskeuliaduriou, h.a. Eiladuriou kenta an toniou breizek n'oant ket mat-tre, dre ma n'ouie ket ar sonaozourien reolennou eiladur an doareou-skeul gresian. E-giz-se, ne garan ket kalz eiladuriou toniou Barzaz Breiz embannet en Alamagn gant Silcher (1789-1860) er bloavez 1841, pe e Bro-Saoz gant Mrs. Taylor e 1865, e penn diweza al levr embannet gant he fried Tom Taylor (Ballads and Songs of Brittany, London, 1865). Bourgault-Ducoudray, avat, en deus savet eiladuriou dispar evit an toniou dastumet gantañ. An hevelep tra evit an Aotrounez Ladmirault, Duhamel (a vefe, d'am meno, eiladur an "Dalc'h Soñj" e bennober brasa) ha kalz a sonaozourien a vremañ (An Dimezell Brelet, an Aotrounez Mayet, Brissat, Arnoux, Guillermit, Morellec, h.a.). (17) N'eo ket dison, koulz lavaret, al liesson-se hogen ar bevarvedenn gresket a zo ennañ, hag a veze anvet "diabolus in musica" gant sonerien an Grennamzer, pa zegas eur santad a c'hoantegez, ha na glot ket ouz eiladur ar sonerez gresian pe gan an Iliz. - 44 - 2. Kalz sonaozourien, ha n'int ket holl ganet e Breiz, o deus kemeret danveziou an toniou-pobl breizek evit o sonerez. Re all ha na gemerent ket an toniou o-unan o deus implijet doareou-skeul ha mentaduriou ar sonerez-se. Evel-se, freskaet hag adnevezet eo bet ar sonerez gouiziek, n'ouie ket ken, e diwez an 19-vet ha derou an 20-vet kantved, penaos kroui eun dra bennak nevez, hag a glaske re alies en em nevezi gant liessoniou dison-kenañ, pe gant pep seurt sotoniou hag istrogellou a liestoniez pe a zidoniez (18). Eürus ar sonaozourien o deus lezet a-gostez an nevezintiou fall-se hag o deus kavet gwelloc'h nevezintiou yac'h an hesoniou, an doareou-skeul hag ar mentaduriou nevez. N'eus ket a sonerez da veza roet kement a skoazell d'ar sonaozourien a-vremañ hag ar sonerez keltiek, nemet ar sonerez rusian hag ar sonerez gresian. An tri sonerez-se a zo evel teir sterenn gaer o ren ar sonaozourien war moriou an amzer da zont. N'eo ket souezus eta ez eo ar sonaozourien vreizek e-touez ar re wella eus ar sonaozourien vremañ. N'heller ket rei aman o anoiou-holl. Ar re vrudeta hepken a c'hellin menegi. N'ankounac'haomp ket, da genta, hag int maro, an ograourien dispar, Thielemans ha Charlez Collin, hag a voe marteze ar re genta da implij en o oberou danveziou an toniou breizek. Komzet em eus diwar-benn Thielemans hag e veulgan "An Diou Vreiz". Charlez Collin, ganet (18) "Liestoniez" a ran eus ar ger gallek "polytonalité" ha "didoniez" eus ar ger "atonalite". - 45 - e Sant-Brieg e 1827, marvet e Sant-Brieg e 1911, a voe ograouer Iliz Veur Sant-Brieg e-pad 64 bloaz (1845-1909). Diskibl Lefebure-Wely, ograouer brudet, ha Cavaille-Coll, ijiner-ograou meur, e oa bet. Priz-meur Rom a yeas gantañ e 1857. Aozet en deus, e-touez e-leiz a sonerez-ograou, tri dastum peziou-ograou, toniou breizek o danvez : "Cantiques bretons" (1876) "Chants de la Bretagne", "Echos religieux de la Bretagne". Meur a don, tennet eus Barzaz Breiz, a gaver enno : Ar Baradoz, An Ifern, An Erminig, An Aotrou Nann, An Tri Manac'h Ruz, Ar Rannou, Ar Chouanted, Kan-Bale Arzur, h.a. Dudius hag aelel eo dreist-holl ar peziou niverennet 22, Lavaret ez eus bet diagent ur ger eus oberou Ducoudray, a zo brudet dreist-holl evit e zastumou sonerez gresian ha keltiek ; hogen aozet en deus ivez meur a ober all talvoudus-meurbet. E oberou brasa am eus meneget. An hini kosa eus ar sonaozourien vreizek eo an Ao. Guy Ropartz (19), ganet e Gwengamp e 1864. Eur mestr dispar all eo an Ao. Ladmirault (20), ganet e 1872, hag a zo anezañ ivez eur brogarour mat (gan- (19) E-touez meur a oberenn ouiziek e tleer menegi an hini vreizeka : "Au pied de l'autel", 60 pez-ograou, meur a unan war doniou a Vreiz. (20) "Suite bretonne", "Rhapsodie gaélique", "Myrdhin", h.a. - 46 - tan eo bet graet geriadurig kenta ar geriou sonerezel troet e brezoneg). Ha piou n'anavez ket an Aotrounez Rhené Baton, ganet e 1879 e Courseulles, e Normandi, hogen breizek-tre e ober dudius "En Bretagne" (21), Moreau, Ar Flemm, an Itron de Faye-Jozin ? Ha n'hellan rei anoiou nemet eus ar re vrudeta. Troet o deus holl e yez sonerezel ene, doare-beva, maeziadou o bro vuia-karet hag uhel-meurbet o deus dalc'het he banniel. (21) Eun heulienn eo evit laz-sonerez, enni "Pardon Landevenneg" PENNAD V
Ma'z eo ken foll ar yaouankiz,
Ma klevan-me ar biniou,
Ar vombard hag an telennou."
AR SONEREZ BREIZEK E-KENVER
SONEREZ BROIOU KELTIEK TRAMOR
1. BINVIOU-SENI KELTIEK : BINIOU SKOSAT, IWERZONAT ; TELENN GEMBREAT.
1. Ar biniou skosat ("bag-pipe" e saozneg, "Piobmor" e gouezeleg) a zo brasoc'h eget hor biniou-ni. Eiz toull en deus al levriad ("chanter" e saozneg). Notennou al levriad a zo : sol (2-vet linenn, alc'houez sol), la, si, do, re, mi, fa, sol, la. La eo ar son-diazez. An do hag ar fa a zo uheloc'h eget do naturel ha fa naturel ; hogen izeloc'h int eget do diez ha fa diez. Mentet eo bet o uhelder gant an naturoniourien. Soniou disheñvel diouz re ar skeul-gan keithederezel int. Gant embregerez diaesoc'h, e cheller ober an holl notennou, diez pe be-blod. Ne vez ket implijet, avat, e sonerez klasek ar biniou skosat notennou estreget ar re meneget amañ diaraok. Sonerez ar biniou skosat a ra gant meur a notennig (notennou bresk ha broudeuriou) a bep seurt, dre nesdereziou pe dre belldereziou. Ar biniou skosat en deus tri c'hornboud ; an hini brasa a ra eul la (diou eizvedenn a-is da son-diazez al levriad) ; ar re vihana a ra ivez eul la (eun eizvedenn a-is da son-diazez al levriad). A-wechou int klotaet diouz ar bempvedenn ha diouz an eizvedenn, e-lec'h beza klotaet diouz an eizvedenn hepken. "Drones" a raer anezo e saozneg.
- 48 -
Dastumet eo bet pell 'zo toniou-biniou e Bro-Skos : "Avis for Scotch Bag-Pipes", gant Patrick Macdonald (1784), dastum ar C'habiten Niel Macléod, e-lec'h ne voe ket skrivet an notennou war ar bemproudenn, hogen anvet gant anoiou gouezelek "( hodroho", "hanahin", "hiechin", "hiachin", h.a.), dastum Ulleann Ross, "bag-piper" ar rouanez Viktoria, dastum Gley, Reizou gant Donald Macdonald, Angus Mackay, "Logan's Complete Tutor for the Highland Bag-Pipe" (Logan and Co., Ltd. Aberdeen) ; h.a.
Implijet e vez ar biniou skosat e rejimantou skosat an Uhelzouarou.
2. Ar biniou iwerzonat (Union Pipe) a zo disheñvel diouz ar biniou skosat e meur a zoare. Koeñvet e vez ar sac'h dre eur vegin lakaet dindan ar gazel. Eiz toull en deus hag eiz alc'houez ivez, evit gallout ober diou eizvedenn hollzerez. Kornboudou en deus, evel just, hag ivez "regulators", a c'heller ober ganto eun nebeut liessoniou. Dournataet e vez ar "regulators" gant ar meud.
3. Eur benveg-seni keltiek all eo an delenn. Ne vez ket nemeur implijet bremañ, e Kembre zoken. Eus an delenn goz, gant he zeir renkad kerdin, eo e komzan. Rak an delenn droadikellek a vez pleustret bremañ e Bro-Gembre evel e lec'h all. An delenn goz (hini ar barz dall Griffith, a voe klevet e Kendalc'h Hollgeltiek Sant-Brieg e 1867) a oa bihanoc'h eget an delenn droadikellek. He diou renkad kerdin diavaez a oa evit an notennou naturel ; ar renkad diabarz a oa evit an notennou diez ha be-blod. Sonerien 'zo o deus, en amzer-vremañ, klasket adveva ar benveg-seni-se.
- 49 -
2. KANAOUNNOU KEMBRAEK. - EISTEDDFODAU. - PENILLION Ar c'hanaouennou kembraek brudeta e Breiz eo, diarvar, ar re zastumet hag embannet e 1873 gant ar sonaozour Brinley Richards ("Songs of Wales - Caneuon Cymru"). Eur sonaozour a zoare hag eur brogarour a oa anezañ. Bez' e soner choaz e Bro-C'hall hag e Bro-Saoz e "Huñvre ar Baleer-Bro"hag e "Ganaouenn an Abardaez". E dastum Brinley Richards e oa bet savet ar c'homzou dreist-holl gant ar barz Ceiriog Hughes. Setu amañ ar c'hanaouennou anavezeta e Breiz : "Toriad y Dydd" (Tarz an Deiz). Nouzon ket perak, noe ket an destenn saoznek troidigez an destenn gembraek, hogen eus varzoniez all : "Taliesin's Prophecy" (Diougan Taliesin). "Rhyfelgyrch Gwyr Glamorgan", an hevelep ton ha "Seziz Gwemgamp" ha "Sav Breiz-Ize1" "Dafydd y Garreg Wen", a gaver ivez e "Pevarzek Heson Geltiek" Bourgault-Ducoudray. "Rhyfelgyrch Gwyr Harlech" (ton "An Erminig" gant Taldir), "Llwyn Onn" (Ton "An Tri Anjeluz" gant Taldir), "Nos Calan" (ton "Nozvez Kalanna", barzoniez savet gant an Ao. d'Herbais), ha "Ar hyd y Nos" (A-hed an Noz), eur seurt meulgan d'an noz, a zo kaer-kenañ (kenta danvez ar meulgan "An Diou Vreiz" eo). Eiladuriou eeun ha plijus a zo bet savet gant Brinley Richards. Evel ma weler, kemeret eo bet meur a don kembreat evit barzonegou brezonek savet diwezatoch Koz-tre eo meur a don dastumet gant Brinley - 50 - Richards ; hogen, kemmet int bet en 18-vet kantved, e meur a zoare, gant telennourien an amzer-se, diouz blaz an amzer. Hag i kaer-tre, n'int ket ken divoutin hag ar re vrezonek ; rak heñveloch int ouz ar sonerez gouiziek, hini Haendel, da skouer. An doareou-skeul gresian ne vezont ket implijet, koulz lavaret. Kembreiz a zo bet a-viskoaz desket-mat war o yez. An dudjentil hag ar vourc'hizien n'o deus nepred dilezet yez o bro, evel e Breiz. An dud paoura ivez a oar lenn, skriva ha komz o yez en eun doare reiz, rak desket e vez ar c'hembraeg en holl skoliou hag en amzer na veze ket desket ar c'hembraeg er skoliou, e veze desket d'ar vugale e Skol ar Sul gant vinistred Vetodist, a saveteas ar yez. Ouspenn, abaoe meur a gantved, e vez dalc'het bep bloaz an "Eisteddfodau", kenstrivadegou barzoniez ha sonerez, darempredet gant kalz a dud deut eus holl lodennou ar vro. Lennegel eo eta ar yez kembraek, gouiziek eo ar sonerez kembreat (Abaoe an 12-vet kantved e oa anavezet e Bro-Gembre ar genvouezelez). Hogen, abaoe tregont pe daou-ugent vloaz e tastumer kanaouennou kembraek, deut betek ennomp a c'henou da c'henou, hep beza skrivet, hag a zo heñvel a-walc'h ouz ar c'hanaouennou brezonek ( Da welout : embannaduriou ar "Welsh Folk Song Society"). Eun nebeut toniou a zo bet embannet e Breiz gant an Ao. Duhamel (Mélodies kymriques) : "Ym Mhontypridd mae 'nghariad", "Lliw'r Heulwen", "Tra bo dau", "Y Cariad Cyntaf", "Lliv Gwyn Rhosyn yr Haf". Eun dra espar er sonerez kembreat eo an "penil- - 51 - lion". Ar soner a c'hoari gant an delenn eun ton anavezet-mat, hag a gan war eun dro eun ton a ra kendonerez gant ton an delenn. Ar gevrenn izela eo hini an delenn, ar gevrenn uhela eo hini ar vouez. Primanao eo, peurliesa, ar "penillion". Didalvez n'eo ket, evit peurechui, lavarout ez eo ton "Bro Goz va Zadou", hor c'han broadel, ton ar c'han broadel kembraek "Hen Wlad fy Nhadau". Savet e voe ar c'homzou kembraek e 1856, gant Evan James, eur barz eus Pontypridd. James James, e vab, a savas an ton. Ar c'homzou brezonek a zo bet aozet gant an Ao. Jaffrennou-Taldir e diwez an 19-vet kantved. 3. KANAOUENNOU SKOSEK. SONEREZ AN INIZI GALL. AR SKEUL-GAN PEMPSONEK N'anavezer ar c'hanaouennou skosek e Breiz, koulz lavaret, nemet dre zastum Bourgault-Ducoudray (14 Mélodies Celtiques), a zo ennañ meur a ganaouenn a Vro-Skos, gant komzou saoznek ha gallek. N'eus ket a gomzou gouezelek en dastum-se. Ret eo lavarout ivez n'eo ket an holl ganaouennou skosat kanaouennou gouezelek. Kalz anezo a zo bet savet en Izelzouarou (Lowlands), e-lec'h ma komzer eur rannyez saoznek, evel ma komzer e Breiz-Uhel eun trefoedach gallek. Bezet a vezo, an toniou, dastumet gant Ducoudray a zo kaer-dreist. Piou n'en deus ket klevet "Roy's Wife of Aldivalloch", klemvan leun a hiraez hag a c'hlac'har, pe "Auld Robin Gray", pe "Barbara Allen", maronad dispar ? - 52 - Eun nebeut toniou all a vez anavezet-mat : "Loch Lomond" (ton "En tu all d'ar Mor Bras" Taldir), "Auld Lang Syne" ( embannet gant an Ao. Camille Le Mercier d'Erm e "Les Hymnes Nationaux des Peuples celtiques"). Eun dra espar er sonerez gouezelek eo ar skeulgan pempsonek : fa-sol-la-do-re. Bez' e c'hell beza dispennet pe treuzlec'hiet. Dibaot eo an toniou savet gant notennou ar skeul-gan pempsonek hepken, war an douar-bras da vihana, rak en Inizi Gall (pe Hebridez) e vez kavet kalz toniou pempsonek. Darn anezo a zo bet embannet gant Mrs. Kennedy-Fraser "Songs of the Hebrides - Sea Tangle"). Studiet int bet gant an Ao. Duhamel en eul levr gouiziek embannet e 1916 e levrdi Rouart et Lerolle, Paris. E Bro-Skos kreizdouarel zoken, e kaver meur a don ha n'int ket pempsonek a-bez, hogen enno meur a frazenn bempsonek (Da evesaat eo ez eo pempsonek en e bez an ton "Auld Lang Syne"). Ar skeul-gan pempsonek a zo bet implijet gant kalz poblou e-pad an Henamzer. Kavet e vez bremañ e Bro-Skos, en Iwerzon, e Bro-Sina, gant Indianed Amerika. Ar gelc'hgelaouenn "Conferencia" he deus embannet e niverenn ar I-a a Here 1936 eul luskellerez indian a zo savet gant notennou ar skeul-gan pempsonek hepken. An doareou-skeul gresian a vez implijet ivez a-wechou er sonerez skosat. 4. KANAOUENNOU IWERZONEK. "IRISH MELODIES" THOMAS MOORE Tregont vloaz a-raok Barzaz Breiz e voe emban- - 53 - net eul levr a roas brud vras d'ar sonerez Iwerzonat dre ar bed holl, an "Irish Melodies" (1804-1837). Ar barz ha brogarour Thomas Moore (1779-1852), a zo ivez oberour meur a varzoniez dudius (da skouer "Lalla-Rookh", barzoniez reterel, - 1817), en doa savet peziou barzoniez eus ar c'haera, entanet-holl gant karantez e vro, koun he brud tremenet ( "long-faded glories"), spi en amzer-da-zont, estlamin ouz kaerder an natur, entanet ivez, ret eo hen lavarout, gant eun tech d'ar blijadurez eun tammig re romantel. Peziou-barzoniez Thomas Moore a oa savet war doniou iwerzonat koz ; eilet oa bet an toniou gant ar sonaozour Stephenson, eur mignon da d-Thomas Moore. N'anavezed ket en amzer-se e pe zoare tlee an toniou keltiek beza eilet, ha setu perak, re alies, ne glot ket an eiladur ouz doare-skeul an heson. Da skouer, an ton "Shall the Harp then be silent" , ton eur barzoneg-koz, "Macfarlane's Lamentation", hag heñ-pempsonek a-bez, a zo eilet gant eur sonerez hollzerezel. Kalz eus toniou an "Irish Melodies" a zo anavezet e pep lec'h : "The Last Rose of Summmer", "Let Erin Remember", deut da veza kan broadel Iwerzon, hag implijet diwezatoc'h evit an "Dalc'h Soñj" brezonek, "The Minstrel's Boy", deut da veza ton an "Daou Soner Landevant", h.a. Beza a-walc'h e vije bet kemmet an toniou koz e doare pe zoare gant kenlabourer Thomas Moore, evel ma 'z eus bet graet evit an toniou kembreat. Hogen, meur a zastum all a zo bet embannet en Iwerzon. Menegi ne ran nemet hini Joyce , "Ancient Irish Music, Comprising One Hundred Airs hitherto Unpublished". An toniou koz a zo bet miret gwel- - 54 - loc'h, war a gredan, eget e levr Thomas Moore. An eiladuriou aozet gant ar C'helenner Glover a zo eeun ha lakaet da glota mat ouz an hesoniou (da evesaat eo ez eus eun nebeut frazennou sonerezel hep kensonerez pe gendonerez, azdoublet eo bet an hesonenn war an is-eizvedenn (22). Ouspenn, e levr Joyce ez eus meur a don-koroll, "Reel", "Horn-Pipe", gant ment a zaou bred ; "Double Jig", gant ment a 6/8 ha teir notenn grogek e pep pred ; "Single Jig", gant ment a 6/8 ivez, eun notenn du, avat, hag eun notenn grogek e pep pred ; "Hop Jig" pe "Slip Jig", gant ment a 9/8. Joyce a lavar, evit pep ton, e pe lec'h, ha gant piou e voe kanet. Meur a don a voe kanet gant e dad. Re all a voe kanet gant merourien eus konteleziou Korkig (Cork) ha Limnac'h (Limerick), gant bugale. Meur a don n'eus ket a gomzou da vont gantañ, peogwir ne oa ket kanet, hogen c'houibanet pe c'hoariet gant "fiddlers" (violoñserien) pe "bag-pipers" (biniaouerien). Kalz anezo a zo koz-koz, diarvar. Unan a voe kanet dirak Joyce, pa oa bihanik, gant e vamm-goz, deut d'he fevar-ugent vloaz, ha klevet he doa komz anezañ, en he yaouankiz, evel eus eun ton koz-tre. Eun nebeut soniou a oa bet embannet war baperennou distag. Gwir doniou-pobl eo eta toniou levr Joyce. Heñvel eo ar sonerez iwerzonat ouz ar sonerez breizek e meur a geñver. An doareou-skeul gresian a vez implijet alies. Bez' ez eus, avat, kalz roudennou diwar ar skeul-gan pempsonek ha na vezont ket kavet e Breiz. Bez' ez eus ivez e-leiz a dreuzskeuliaduriou, a gemmaduriou doare-skeul (kalz toniou, brasa er (22) Is-eizvedenn : "octave inférieure". - 55 - penn kenta, a zeu da veza isfrugiek er penn diweza). Alies e kloz an heson gant eun notenn estreget an derez toniek pe ar pennderez. Echui a ra a-wechou war an eilvet derez pe war ar pevarvet derez (Da welout : ton "Nora Creina" e dastum Ducoudray, "14 Mélodies Celtiques"). Evit pez a sell ouz ar mentadur, strollet e vez ar mentou en eun doare reisoc'h eget er sonerez breizek ; bez' ez eus, peurliesa, peder pe eiz ment en eur frazenn sonerezel ; hogen liesdoare-tre eo ar mentadur e-barz pep ment. Sevel a ra an heson, alies, buan-meurbet, gant notennou daougrogek. Bez' ez eus kalz a astennerez hag enep-pred. Bez' e kaver eun nebeut arroudou hollzerezel. E berr, liesoc'h-doare hag entanetoc'h eo ar sonerez iwerzonat eget an hini breizek. - 56 - GERIOU A SONEREZ An darn vuia eus ar geriou-mañ a zo tennet eus ar geriadurig gallek-brezonek a sonouriez, gant F. Vallée ha Ladmirault. adnotennou notes répétées. alc'houez clef. astennerez syncope. azeulgan hymne. azdoubla redoubler. barilhig barillet (du biniou). be-blod bémol. be-kornek bécarre. benveg-seni instrument de musique. biniou biniou, cornemuse. biniaouer joueur de biniou. bihana (mode) mineur. bombard bombarde. brasa (mode) majeur. bresk ; derez bresk note sensible. notenn vresk appogiature. breskenn appogiature. broudeür broderie. kan chant. kanadeg cantate. kanaouenn chanson. kanaouenn santel cantique. kaner chanteur. kan-plaen (Sant Gregor) plain-chant (grégorien). keithederez tempérament. kendonia accorder. kendonerez contrepoint. kenson consonant. kensonerez harmonie kensonadeg symphonie. kenstrivadeg concours kenvoueziez polyphonie. kevrenn partie. klemmgan complainte. kornboud bourdon. korzenn tuyau. kreizenn médiante. kresket augmenté. dalc'h-son pédale (harmonique). danvez thème daougrogek ; notenn d. double-croche. derez degré. derez bresk sensible. derez tonek tonique. diazez ; son-d. fondamentale. didoniez atonalité. diez dièse. dioulañchenn anche double. direiz faux. diskan refrain. dispennet renversé distag détaché. doare-skeul mode. doriek (mode) dorien. du (note) noire. eila accompagner. eiladur accompagnement. eilskriva transcrire. eizvedenn octave eneppred contre-temps enskriva enregistrer. frazenn phrase. frugiek (mode) phrygien. gresian (mode) grec gwerz variélé de chanson. gwerzenn vers. hanterdonenn demi-ton. hed intervalle. hedig comma. heson mélodie. hollzerez c'hromatique. c'hoarigan opéra. ijin ressources. is-eizvedenn octave inférieure. isdoriek (mode) hypodorien. isfrugiek (mode) hypophrygien. islokriek (mode) hypolocrien. Isludiek (mode) hypolydien. lañchenn anche. laz-kana choeur. laz-seni orchestre. laz-sonerez orchestre. levriad chalumeau (de biniou). liamm liaison. liesson accord. liestoniez polytonalité. liou-son timbre. lokriek (mode) locrien. ludiek (mode) lydien. maronad élégie. ment mesure. mentadur rythme. meulgan cantate. mouezel vocal. nesderez degré conjoint. notadur notation. notenn note. notenn daougrogek double-croche. notenn dremen note de passage. notenn du noire. notenn ginkla note d'agrément. notenn grogek croche. notennig note d'agrément. notenn vresk appogiature. ograou orgue. ograouer organiste. pellzerez degré disjoint. pemproudenn portée. pempvedenn quinte. pennderez dominante. pevarvedenn quarte. pez morceau. poz couplet, strophe. pred temps. primanao improvisation. roll rouleau (de phonographe). salmorez psalmodie. skeul-gan gamme. skingomzerez radiophonie. skol-sonerez conservatoire. son 1. variété de chanson 2. son sonaozour compositeur. son-diazez son fondamental. soner musicien. sonerez musique. sonerezel musical. sonskriverez phonographe. stagell liaison. stumm forme, caractère. suntonoludiek (mode) syntonolydien. sutell sifflet. telenn harpe. telenner harpiste. tenergan romance. ton air. tonenn ton (intervalle). toniez ton (tonalité). tonek ; derez t. tonique. tremen ; notenn d. note de passage. treuzlec'hia transposer. treuzlec'hiadur transposition. treuzskeuliadur modulation. troadikell pédale (de harpe). unlañchenn anche simple. unton monotone. unvouez unisson. us-eizvedenn octave supérieure. violoñs violon. violoñser violoniste.