Drougkinnig Neumenoiou
Le tribut de Nominoë
 


I

An aour yeotenn a zo falc'het
Brumenniñ raktal en deus graet
Argad !
Brumenniñ raktal en deus graet

Brumenniñ ra, a lavare
An ozac'h-meur, eus lein Are
Argad !
An ozac'h-meur, eus lein Are

Brumenniñ, teir sun zo, teñval
Ken teñval, war zuioù Bro-C'hall

Ken n'hallan gwelet e nep giz
Ma marc'h o tonet war e giz

"Marc'hadour mat, o vale bro,
Klevas-te roud ma mab Karo ?

- Bout a-walc'h, tad kozh an Are,
Daoust penaos eo, ha pe zoare ?

- Den a skiant, den a galon
Aet gant ar c'hirri da Roazhon

Aet da Roazhon gant ar c'hirri
Tennerien outo tri-ha-tri

Droug-kinnig Breizh ganto, hep si
Hag hen rannet 'tre peb hini

- Mard eo ho mab ar c'hinniger
E c'hortoz a reot en aner :

Pa aet da bouezañ an arc'hant
Fallout a eure tri war gant

Ken a lavaras ar merer :
"Da benn, gwaz, a ray an afer"

Ha peg en e gleñv en deus graet
Ha penn ho mab en deus troc'het

Hag en e vlev en deus kroget
Hag er skudell 'neus hen taolet"

An ozac'h kozh dal m'e glevas
Tost a oa de'añ ken na semplas

War ar garreg a gouezhas krenn
Kuzhet e zremm gant e vlev gwenn

E benn en dorn, o leñvañ maour :
"Karo, va mab, va mabig paour !"

II

An ozac'h-meur o vont en hent
Gantañ war e lerc'h e gerent

An ozac'h-meur o vont e-biou
E-biou kêr-veur Neumenoiou

"Leveret-hu din, penn-treizer,
Hag-eñ 'mañ an aotrou er gêr

- Pa 'mañ-eñ, pe eñ n'emañ ket,
Doue r'hen dalc'ho e yec'hed !"

Oa ket peurlavaret e c'her
P'oa digoue'et an aotrou er gêr

Digoue'et er gêr eus a hersal
E chas bras a-raok o fragal

En e zorn e wareg gantañ
Hag ur penn-moc'h gouez war e skoaz

Hag fresk-bev ar gwad o redek
War e zorn gwenn, dimeus e veg

"Mat deoc'h, mat deoc'h, meneziz da
Ha deoc'h, ozac'h-meur, da gentañ

Petra zo c'hoarve'et a nevez ?
Petra ganeoc'h diganin-me ?

- Deut omp da c'houl hag-eñ 'z eus reizh,
Doue en neñv ha tiern e Breizh

- Doue 'z eus en neñv, a gredan,
Ha tiern e Breizh, ma her gellan

- An neb a venn, hennezh a c'hall
An neb a c'hall a gas ar Gall

A gas ar Gall, a harp e vro,
Hag eviti ter ha tero !

Kerkoulz evit bev ha marv
Evidon ha va mab Karo

Va mabig Karo dibennet
Gant ar Gall esgumuniget

Dibennet, flour, penn-melen-mell
Da beurgompezañ ar skudell !"

Hag eñ da ouelañ, ken a yeas
E zaeroù betek e varv glas

Ken a lugerne evel glizh
War vleun lili, pa strink an deiz

An aotrou, pa 'n deus her gwelet
Touiñ ruz spontus en deus graet

"Me hen toue penn ar gouez-mañ
Hag ar saezh a flemmas ane'hañ

Ken ma gwalc'hin gwad va dorn dehou
Am bo gwalc'het gouli ar vro !"

III

An Neumenoiou en deus graet
Pezh na reas bis tiern er bed :

Mont gant seier war an aochoù
Evit dastumiñ meinigoù

Meinigoù da gas da ginnig
Da verer ar roue moalik

An Neumenoiou en deus graet
Pezh na reas bis tiern er bed :

Houarnañ e varc'h gant arc'hant fin
Hogen e houarnañ gin-oc'h-gin

An Neumenoiou en deus graet
Pezh na ray biken tiern er bed :

Monet da beañ ar c'hinnig
Evitañ da vout pendevik

"Digoret frank persier Roazhon
Ma 'z in tre er gêr war-eeun

An Neumenoiou zo amañ
Kirri leun a arc'hant gantañ

- Diskennet, aotrou, deut en ti,
Ha list ho kirri er c'harrdi

Ha list ho marc'h gwenn gant ar flec'h
Ha deut-hu da goaniañ d'an nec'h

Deut da goaniañ, kent, da walc'hiñ
Kornañ reer an dour ; klevet-c'hwi ?

- Gwalc'hiñ rin, aotrou, bremaik,
Pa vezo pouezet ar c'hinnig"

Kentañ sac'h a oe digaset
Hag eñ er c'hiz mat liammet

Kentañ sac'h a oe digaset
Ar pouez ennañ a voe kavet

Eilvet sac'h a oe digaset
Kompez ivez a oe kavet

Trede sac'h oe pouezet : "Hola !
Hola ! hola ! fallout a ra !"

Ar merer evel m'her gwelas
E zorn war ar sac'h astennas

El liammoù a grogas krenn
O klask an tu d'hen dieren

"Gortoz, gortoz, aotrou merer
Va c'hleze o droc'ho emberr !"

Oa ket e gomz peurlavaret
Pa oa e gleze diwennet

Ha gant penn ar Gall daoubleget
Rez e zivskoaz skoiñ en deus graet

Ken' droc'has kig hag elfeien
Ha sug ur skudell c'hoazh ouzhpenn

Ha kouezhet er skudell ar penn
Hag hi kompez mat evel-hen

Hogen sellet-hu trouz er gêr :
"Harz al lazher ! harz al lazher !

'Mañ kuit ! 'mañ kuit ! kaset gouloù !
Deomp timat da heul e roudoù !

- Kaset gouloù, mat a refet
Du an noz hag an hent skornet

Nemet ma uzfec'h ho potoù
'M eus aon, o tont war va roudoù

Ho potoù laer glas alaouret
Ho skudilli na uzot ket

Ho skudilli aour gwech ebet
O pouezhañ mein ar Vretoned !"



Le sujet

Un vieil homme se lamente sur la mort de son fils, tué par l'intendant des Francs alors qu'il venait porter le tribut des Bretons ; comme il manquait trois livres dans un des sacs, le Franc lui avait tranché la tête pour faire le poids

Le vieil homme descend de ses monts d'Arrée et va trouver le roi Nominoé, qui promet de le venger

Le roi amasse des pierres dans trois sacs et va se présenter à Rennes, avec ce qu'il annonce être le tribut. L'intendant pèse les sacs ; au troisième, comme le poids n'y est pas, il essaie d'ouvrir le sac. Nominoé dégaine son épée comme pour trancher les liens, mais c'est la tête de l'intendant qu'il tranche


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué