'Mañ Fransez
C'est François
 

'Mañ Frañsez er vilin avel, o !
'Mañ Frañsez er vilin avel
Hag eñ a gav hir e amzer, ge !
War vord an enezenn

Hag eñ a gav hir e amzer, ge !
War vord al lenn


Eñ a c'halvas ar vugulion, o!
Eñ a c'halvas ar vugulion
Da zont d'ar vilin davetañ, ge !
War vord an enezenn

Da zont d'ar vilin davetañ, ge !
War vord al lenn


Bugulion din-me lârit, o!
Bugulion din-me lârit
E-men emañ Mari-Jojeb...

Emañ en he gwele kousket, o!
Emañ en he gwele kousket
Hag hi a lâr ne savo ket...

Ken na sono kloc'h an Drinded, o!
Ken na sono kloc'h an Drinded
Er c'hloastr d'an oferenn-bred...

Ken 'skoy an heol àr an treuzoù, o!
Ken 'skoy an heol àr an treuzoù
Ma c'hello blankiñ he botoù...

Ha displegiñ he seizennoù, o!
Ha displegiñ he seizennoù
E'it moned plac'h d'ar pardonioù...


Le sujet

François (Frañsez) est dans le moulin à vent, et il s'ennuie. Il appelle les bergers, et leur demande où est Marie-Joseph

"Elle est dans son lit, et elle ne se lèvera que quand les cloches de La Trinité sonneront ; alors elle mettra ses plus beaux rubans de soie pour aller au pardon"


Source

Cette chanson figure sur le recueil "Kanomp Uhel", édité par Coop Breizh

Editions Coop Breizh : KERANGWENN 29450 SPEZET

Librairies : 10, rue du Maine à Paris 14ème et 17, rue de Penhoët à Rennes