Gwaz Aotrou Gwesklen
 
Le vassal de Du Guesclin
 | 
  
  
 
 | 
 
 
  
I
 
 Ur c'hastell bras ez eus, e kreizig koadoù Mal ;
 Ha dour don tro-war-dro, ha 'peb korn un toural :
 
 Hag er porzhlec'h ur puñs hag eñ leun a eskern,
 Hag uheloc'h-uhel bemnoz a gresk ar bern.
 
 Ha war sparl ar puñs-se ar vrini a ziskenn,
 Hag o boued a glaskont, o koagañ laouen.
 
 Pont ar gêr a gouez aes, hag a sav aesoch c'hoazh
 Piv-bennak ez a tre na zeu ket mui er-maez
 
 II
 
 Jentilañ marc'heger dre zouar ar Saozon,
 Ur baleer yaouank anvet Yann Pontorson
 
 War ar pardaez d'an noz pa'z ae e-biou ar gêr,
 Digant ar penn-gedour e c'houlas degemer.
 
 "Diskennet, marc'heger, diskennet, deut en ti,
 Ha lakaet ho marc'h gell e-barzh ar marchosi :
 
 Hag heiz ha foenn e walc'h a gavo da zebriñ,
 Keit ha ma viot ouzh taol o koaniañ ganeomp-ni"
 
 Ha tre ma oa ouzh taol o koaniañ gant an dud,
 Na leverjont mui ger, evel pa vijent mut
 
 Nemet d'ur plac'h yaouang : "It d'al lae, Biganna,
 Da sevel ar gwele d'an aotrou marc'heg-mañ"
 
 Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
 Ar marc'heger yaouank da gousket emañ aet.
 
 An aotrou Pontorson en e gambr a gane
 Gant he gorn olifant war bankig he wele :
 
 " Biganna, va c'hoar dek, livirit un dra din
 Perak huanadet en ur sellet ouzhin ?
 
 - Ma c'houfec'h, aotrou kaezh ; ma vefec'h lec'h on-me.
 C'hwi a sellfe ouzhin hag huanadefe ;
 
 C'hwi huanadefe, hag ho pefe truez :
 Ur c'hourgleze a zo dindan penn ho kwele ;
 
 Ned eo ket sec'h gwad diouc'h boa lazh an trede
 Allas ! aotrou marc'heg, c'hwi vo ar pevare !
 
 Hoc'h arc'hant hag hoc'h aour, hoc'h armoù, hoc'h holl draoù,
 Nemet ho marc'h fergan, zo dindan an alc'houezioù "
 
 Eñ da ruzañ e zorn dindan ar penn-welead,
 Ha sachañ 'r c'hourgleze hag eñ ruz gant ar gwad.
 
 " Biganna, va c'hoar gaezh, salv din-me ma buhez,
 Ha m'az gray pinvidik a bemp kant skoed leve.
 
 - Ho trugare ! aotrou ; nemet din leveret :
 Hag-eñ 'maoc'h dimezet ? hag-eñ n'emaoc'h-hu ket ?
 
 - Ho saouzaniñ neb giz, Biganna, ne fell ket ;
 Tremenet pemzek deiz abaoe 'm on dimezet.
 
 Hogen tri breur am eus, hag i koulsoc'h ha me ;
 Mar plije d'ho kalon dibab etre re-se ?
 
 - D'am c'halon na blij den, na kennebeud arc'hant,
 Na blij tra d'am c'halon, nemet hoc'h, aotrou koant
 
 Deut-hu ganin araok ; na zalc'ho pont ar gêr ;
 Ar gedour na zalc'ho, dre 'mañ din breur-mager "
 
 An aotro lavare pa 'z ae maez ar porzh
 " Deut-hu ganin, ma c'hoar, war lost ma marc'h-emporz ;
 
 Na deomp-ni da Wengamp da gaout ma aotrou-me,
 Da c'houzout hag-eñ voa gwir din koll ma buhez
 
 Deomp da glask da Wengamp ma aotrou-reizh Gwesklen
 Ma teuio da lakaat seziz war Bestien "
 
 III
 
 - Gwengampiz, yec'hed deoc'h; yec'hed gant azaoue;
 Nag an aotrou Gwesklen pelec'h 'mañ, an' Doue !
 
 - Mard eo 'n aotrou Gwesklen, marc'heger, a askot,
 E sal ar varoned en tour-plad e gavot "
 
 Yann eus a Bontorson pa eas tre er sal,
 Bet' an aotrou Gwesklen a eas diraktal :
 
 - Grasoù Doue, aotroù, skoazell Doue ganeoc'h !
 Hag ho skoazell gant neb a zo gwaz gwirion deoc'h.
 
 - Grasoù Doue ganeoc'h, pa brezeget leal
 An neb hen skoaz Doue a renk skoazañ re all
 
 Na pez' ezhomm ganeoc'h ? distaget ar ger krenn.
 - Ezhomm an neb a zeuy a-benn eus Pestien ;
 
 Ennañ zo paotred Saoz, hag a wask tud ar vro,
 Hag a laka trubuilh ouzhpenn seizh lev war-dro ;
 
 Ha kement den ya tre e lazhont heb truez ;
 Panevet ar plac'h-mañ me oa lazhet ivez,
 
 Me oa lazhet ivez evel meur a hini ;
 'Mañ 'r c'hourgleze ganin, hag hen ruz, sellet-c'hwi "
 
 Gwesklen eus lavaret : " M'hen toue sent a Vreiz !
 Tra vezo bev ur Saoz na vezo peoc'h na reizh
 
 Ra sternet-c'hwi ma marc'h, ha ma sterner timat :
 M'az aimp dezhi raktal, da c'hout hag-eñ hell pad ! "
 
 IV
 
 Pennarger 'c'houlenne dimeus beg ar c'hrenal
 Gant an aotrou Gwesklen, war zigarez farsal
 
 - Daoust hag-eñ 'maoc'h-hu deut amañ d'un abadenn,
 Ha pa 'maoc'h-hu sternet, hag ho tud, evel-hen ?
 
 - D'un abadenn omp deut, aotrou ar Saoz, heb gaoù,
 N'eo ket da gorolliñ, da son an hini eo ;
 
 Da son ur goroll deoc'h ha n'achuo abred
 Kerkent ha ma vimp skuizh, arnodo an Diaouled "
 
 A-benn ar c'hentañ stok ar voger zo pilet,
 Ha tre-betek an don ar gêr en deus krenet ;
 
 A-benn an eilvet stok, dismantret teir zoural,
 Ha lazhet daou c'hant den ha mui pegement all ;
 
 A-benn an deirvet stok, zo pilet ar persier,
 Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar gêr.
 
 Diskaret eo ar gêr ; an douar kompez mat
 Ha kanañ ra an den zo eno oc'h arat :
 
 " Yann ar Saoz, evitañ da vezañ ganas fall,
 Na c'hounezo war Vreizh tra vezo kerrek Mal ! "
 
 
 
 
 
Le sujet
Jean de Pontorson se promène sur une terre occupée par les Anglais. Comme le soir tombe, il demande l'hospitalité dans leur forteresse ; les Anglais acceptent et l'invitent à dîner ; mais, au dîner, personne ne dit mot
 Le chevalier monte dans sa chambre ; Biganna, une servante, la prévient qu'on va chercher à le tuer dans la nuit, comme ont été tués trois autres chevaliers avant lui. Jean la supplie de le sauver ; elle accepte, mais lui demande s'il est marié ; "je le suis, mais j'ai trois frères qui valent mieux que moi - Aucun homme ne plaît à mon coeur, que vous, mon beau seigneur"
 Guidé par Biganna, Jean réussit à s'enfuir, et s'en va à Guingamp trouver son maître, du Guesclin. En entendant l'histoire, celui-ci décide d'aller mettre le siège devant la forteresse
 Les Bretons sont accueillis par les sarcasmes des Anglais ; mais, en trois assauts, la ville tombe et la garnison est massacrée
  
  
 Source
Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes,
publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué
  |