| 
| Itron Varia Folgoat Notre-Dame du Folgoat
 |  |  
   
 
I
 
 Yec'hed ha joa ganeoc'h, va zad !
 Petra 'rit aze mintin mat ?
 
 Gwalc'hiñ doaloù ker gwenn heg erc'h !
 Petra 'rit-c'hwi aze, va merc'h ?
 
 - Me zo deut d'ho pediñ, va zad,
 Da vont evidon d'ar Folgoat
 
 Ha mont diarc'hen ha war droad
 Ha war ho taoulin, mar gell pad
 
 Eno e kefot ludu graet
 Diouzh ar galon hoc'h eus maget
 
 - Petra, va merc'h paour, hoc'h eus graet,
 Pa viot evel-se luduet ?
 
 - Ur bugelig zo bet lazhet,
 Ha din, va zad, eo tamallet
 
 II
 
 Un deiz an aotrou Pouligwenn
 Oa aet da zersal 'raok e lein
 
 - Setu amañ ur c'had kignet,
 Pe ur bugelig gwalennet
 
 Krouget eo ouzh skourr ar wezenn
 E kerc'henn e c'houg ar seizenn
 
 Hag eñ da gaout e itron,
 O soñjal du en e galon
 
 - Sellit ! ur bugel paour lazhet !
 Piv, anv Doue, 'n eus hen ganet ?
 
 An itron, hep lavarout ger,
 Ez eas d'ar vereuri e-berr :
 
 - Mat ar bed ganeoc'h, mereurez
 Dont 'ra ho kanab brav er-maez
 
 - Va c'hanab brav 'maez na sav ket
 Mont a ra holl gant ho koulmed
 
 - Pelec'h int aet ho merc'hed-c'hwi
 Pa na welan nemet hoc'h-c'hwi ?
 
 - Div zo er stêr gant an dilhad
 Ha div all zo o paluc'hat
 
 Ha div all zo o paluc'hat
 Hag an div all zo o kribat
 
 Mari-Fañchonig, va nizez,
 Honnezh zo er gwele diaes
 
 Er gwele klañv ez eo chomet
 Eizh pe nav deiz zo tremenet
 
 - Digorit din, va mereurez,
 Hag e welin va filhorez
 
 - Va filhorez, din livirit,
 Pelec'h 'mañ 'n droug a zamantit ?
 
 - Kreiz-tre va c'hof ha va c'halon,
 Emañ va droug, va mamm baeron
 
 - Savit, savit, va filhorez,
 It d'an Tad Frañsez da goves
 
 Kovesait mat ho pec'hed
 Hag eveshait mar karet
 
 - Evit pec'heurez, n'em on ket
 Eizhteiz zo on bet koveset
 
 - Gevier din na livirit ket
 Ur pec'hed bras hoc'h eus c'hwi graet
 
 C'hwi zo bet mintin-mat d'ar c'hoad
 Ruz eo ho poutoù gant ar gwad !
 
 III
 
 - Pachig bihan, lavar din-me,
 Petra 'z a gant ar pae-se ?
 
 - Ho mereurien a Wigourvez,
 Ar c'hrouger hag ho filhorez
 
 Kriz vije neb ha na ouelje
 War dachenn Folgoat, pa zeue
 
 Pa zeue ar plac'h pemzek vloaz,
 E-kreiz daou archer da grougañ
 
 Ur c'hrac'hig kozh paour dirazi
 O terc'hel ur gouloù dezhi
 
 Hag hi, o vont, a lavare :
 - Ne oa ket din ar bugel-se
 
 An itron war-lerc'h o c'houlenn
 Truez d'he filhorez a-grenn :
 
 - Laoskit ganin va filhorez :
 Reiñ a rin deoc'h, arc'hant he fouez
 
 Ha mar na blij deoc'h kement-se
 Me 'roi deoc'h pouez va inkane
 
 Me 'roi deoc'h pouez va inkane
 Ar plac'h ha me war he c'horre
 
 - Ho filhorez n'ho pezo ket
 Neb a lazhas a vez lazhet
 
 IV
 
 Pa 'z ea 'r senesal da verniañ
 Ez eas ar c'hrouger d'he c'hrougañ
 
 A-benn ur pennadig goude
 Dont a reas d'e gaout-e :
 
 - Aotrou Senesal, me ho ped,
 Mari-Fañchonig na varv ket
 
 Pa daolan va zroad war he skoaz
 Distreiñ da c'hoarzhin ouzhin 'ra
 
 - Taolit-hi ha didaolit-hi
 Kasit-hi d'ar fagodiri
 
 - Taolomp-hi ha didaolomp-hi
 Greomp tan ha moged d'he leskiñ
 
 A-benn ur pennadig goude
 Dont a rae 'r c'hrouger adarre
 
 - Aotrou Senesal, me ho ped,
 Mari-Fañchonig na varv ket
 
 'Mañ en tan betek e divronn
 C'hoarzhin a ra leizh he c'halon
 
 - Pa gredin pezh a leveret
 Ar c'habon-mañ 'n devo kanet
 
 (Ur c'habon rostet war ur plad,
 Ha debret nemet e zaoudroad)
 
 Ar senesal oa souezhet :
 Ar c'habon en devoa kanet
 
 - Mari-Fañchonig, me ho ped,
 Me zo faziet, c'hwi n'oc'h ket
 
 Me zo faziet, c'hwi n'oc'h ket
 Petra zo en tan d'ho miret ?
 
 - An Itron Varia-Folgoat
 Zo 'skubañ dindan va daoudroad
 
 Ar Werc'hez, mamm ar gristenien,
 Zo 'skubañ en-dro d'am c'herc'henn
 
 - Ret eo kas prim da Wigourvez
 Kas prim da di ar vereurez
 
 Kas prim da di ar vereurez
 Da c'houzout piv eo pec'heurez
 
 Tremenet oant holl dre an tan
 Ha nikun na lakeas mann
 
 Tremenet holl hep lakaat mann :
 Nemet ar vatezh hec'h-unan
 
 
 
 
 
 
 
 Le sujet
On a retrouvé un nouveau-né mort dans un bois, et on cherche
qui l'a mis au monde
 On trouve dans une ferme une jeune fille alitée, qui prétend être
malade depuis plusieurs jours ; c'est elle qu'on accuse d'avoir tué son enfant, et
le sénéchal la condamne à mort
 Mais le bourreau a beau faire, chercher à la pendre ou à la brûler
vive, il ne parvient pas à la tuer ; c'est Notre-Dame du Folgoat qui la protège
 Pour trouver le coupable, on fait passer tous les gens de la ferme
à travers les flammes ; toutes traversent sans broncher, sauf la
servante...
 
 
Source
 Le "Barzhaz Breizh", premier recueil de chansons bretonnes, édité
par le vicomte Hersart de la Villemarqué (Kervarker, en breton) en 1839
 |