E kambr ma zad e oan kousket Me n'em boa soñj a dra erbet Me 'm boa enor ha plijadur Mes allas, bremañ ne'm eus ket mui Kollet em eus ma eürusted Me 'r c'hlask e pep lec'h ha me n'he c'havan ket Deuet eno tri pe pevar jañdarm Int em stlej en ere ar stag D'ar prizon ec'h on konduiet Tre daou jañdarm ec'h on kaset Er prizon pand on antreet Er ur basfos ec'h on taolet Men emañ aet mam breur Jozon Pa n'her c'hlevan ket mui o son ? Men emañ aet mam breur Loeiz Pa n'her gwelan ket mui james ? Men emañ aet ma c'hoar Mari Pa n'he gwelan ket dre an ti ? E-men emañ douaroù ma zad A vezen-me o kardellat ? Men emañ aet saout ma zad A gasen d'ar prad da voueta ? Men emañ aet roñseed ma zad A yaen gante da labourat ? E-men emañ aet chas ma zad A yaen gante da jiboesaat ? Men emañ aet lanneg Bubri Ma jiboesaen lies enni ? Men emañ aet ruioù Alre A vezen o vale enne ? Juluan Kadoudal Le sujetMarche de Julien Cadoudal, réveillé un matin par trois gendarmes et jeté en prison Il énumère tout ce qui lui manque, ses proches, la ferme de son père, les animaux, les rues d'Auray ; où sont-ils passés ? Le refrain : j'avais honneur et plaisir, hélas, maintenant je ne les ai plus ; j'ai perdu le bonheur, je le cherche partout et je ne le trouve pas Source Cette chanson figure sur le recueil "Kanomp Uhel", édité par Coop Breizh Editions Coop Breizh : KERANGWENN 29450 SPEZET Librairies : 10, rue du Maine à Paris 14ème et 17, rue de Penhoët à Rennes |