Da feiz hon tadoù kozh
A la foi de nos ancêtres
|
|
Da feiz hon tadoù kozh, ni paotred Breizh-Izel, ni zalc'ho mat atav
'Vit feiz hon tadoù kozh, hag en-dro d'he banniel, ni holl en em stardo
Feiz karet hon tadoù, morse ni n'ho nac'ho, kentoc'h ni a varvo
Kentoc'h ni a varvo, kentoc'h ni a varvo
D'ar c'houadur bihan, e kichenig e gavell
E lakait ur vamm vat, en deiz evel en noz
Er boan hag en anken, hi a daol buan ur sell
War groaz santel Jezuz, he soñj er baradoz
D'ar paotr, d'ar plac'h yaouank, c'hwi ziskouez hent ar furnez
C'hwi lavar : "It gantañ, hep krenañ dirak den
Bezit, tud yaouank Breizh, bezit e-pad ho puhez,
Atav gwir gristenien, treitourien birviken !"
D'an den kozh, gwenn e benn, e korn an tan azezet
O skuilh daeloù a geuz war e amzer gentañ
War-lerc'h kalz a boanioù, c'hwi lavar, Salver karet,
Er baradoz e vo eürusted evitañ
D'an den diwar ar maez, kenkoulz ha d'an den a vor
C'hwi a ro nerzh-kalon da stourm er boan atav
Gouzout a reont, en neñv e kavint holl dor zigor :
Ar vuhez vo bet tenn ; d'an drubuilh, kenavo !
Le sujet
Un des cantiques les plus célèbres en Bretagne
Le refrain : "A la foi de nos ancêtres, nous enfants de Bretagne, nous serons
toujours attachés ; pour la foi de nos ancêtres, et autour de sa bannière, nous nous
serrerons tous ; chère foi de nos pères, jamais nous ne te renierons, nous
péririons plutôt !"
Source
"Cantiques bretons", par Roger Abjean (1983). Diffusé par la Chorale St Mathieu de Morlaix
|