Deuit holl da veuliñ an Aotrou
Venez tous louer le Seigneur
 


Hor c'halon da veuliñ e vraster
Ra drido ar joa a-hed an amzer


1 - Deuit holl da veuliñ an Aotrou
Da ganañ e c'halloud, e vadelezh
2 - Brasoc'h eget pep tra eo Doue,
E c'hloar a ro sklaerder d'e vugale.

3 - E zorn a zoug an neñv, an douar,
Betek an islonk e tizh e lagad.

4 - Krouet 'n deus ar mor hag e goummoù,
Gantañ ez eo bet graet an holl vedoù

5 - Plegomp hon daoulinoù dirazañ,
Enor ha trec'h a zo dleet dezhañ.

6 - Met Pastor eo dreist-holl an Aotrou
War e zeñved 'mañ bepred e selloù.

7 - Arabat kaletaat hor c'halon,
Ra vo bepred warnomp e levezon


Le sujet

Venez tous louer le Seigneur, chanter sa puissance, sa bonté


Source

"Kantikou brezhonek", recueil de cantiques bretons de l'évêché de Saint-Brieuc, édité par An Tour-Tan en 1983