Version 1Aelez eus ar baradoz, sellit pebezh enor A ra deomp er sakramant Jesus, hon Redemptor Ur wech evit hor prenañ ez eo bet inkarnet Hag evit dont d'hor magañ, ganeomp e chom bepred Mari, gwir vamm da Zoue, Mari, va mamm dener, Va sikourit da resev ho Mab ha va Salver. Me ned on siwazh netra, netra nemet pec'hed, Med ennoc'h ec'h esperann, 0 va mamm benniget. Krouer an Neñv, an douar, war an aoter, bemdez, Dre gomz nerzhus ar beleg, a ziskenn eus an neñv, Un Doue, kalz uheloc'h eget ar firmamant, En em izelañ dindan spesoù ar sakramant. Un Doue ne chañch jamez e-pad an holl amzer, Un Doue war balv e zorn a zoug ar bed antier, En em lez dre ar beleg da vezañ diblaset, Evit diskenn e kalon ar paourañ 'zoug ar bed. Version 2O aelez ar baradoz, sellit war an aoterHa gwelit pebezh enor a ra deomp hor Salver Ur wech, evit hor prenañ, eo bet en em c'hraet den Ha bemdez 'vit hor magañ eus an neñv e tiskenn Mari, gwir Vamm da Zoue, Mari, va Mamm dener, Va sikourit da resev ho Mab hag hor Salver Me ned on, siwazh !, netra, netra nemet pec'hed Met ennoc'h am eus fiziañs, o va Mamm benniget Krouer an Neñv, an douar, Doue holl-c'halloudek, A ziskenn war an aoter dre gomzoù ar beleg Un Doue kalz uheloc'h eget an holl stered Dindan spesoù ken dister a zo 'n em izelaet An Doue a chom atav er memes stad eürus Hag a zoug ar bed krouet war balv e zorn nerzhus En em lez dre ar beleg da vezañ dougennet Evit diskenn e kalon ar paourañ zo er bed O burzhud ar souezhusañ e-touez ar burzhudoù O burzhud na c'hell kompren ar c'hareañ sperejoù ! Evit gounit kalonoù ho pugale divad O magit, o va Jezuz, gant ho korf hag ho kwad Le sujetCantique de communion, aux paroles pleines de ferveur : "Anges du Paradis, voyez quel honneur nous fait dans le sacrement Jesus, notre Rédempteur. Pour nous racheter, il s'est incarné, et pour venir nous nourrir, il reste toujours avec nous"
SourceVersion 1 : "20 chansons bretonnes, harmonisées par G Arnoux", publié en 1933 aux éditions Henry Lemoine Version 2 : "Cantiques bretons", recueillis par le Père Abjean, publié en 1983
|