Kinnigomp holl
Offrons tous
 


Kinnigomp holl ar sakrifis
Gand or Mamm santel an Iliz
Sakrifis divin Hor Salver,
En em ginnig war an aoter


1
E sakrifis an oferenn
Jezuz a ra d'e veleien
Nevezi 'n un doare dispar
Sakrifis meur Menez Kalvar

2
An oferenn ! Pebezh teñzor!
Drezi Doue a gav enor,
Drezi e teu d'hon eneoù
Bennozh Doue gant e c'hrasoù

3
Va Doue, deoc'h e kinnigan
Gant doujañs an oferenn-mañ
D'hoc'h adoriñ, da ziskleriañ
Ez oc'h hor Mestr ha Mestr pep tra.

7
Kinnig a reomp an oferenn
'Vit ezhommoù ar bed kristen,
Med 'vit an dud a zo amañ
E fell deomp pediñ dreist peb tra.

8
Ouzh an anaon, o va Jezuz,
Grit ivez ur sell truezus
Roit dezho, dre 'n oferenn
Ar peoc'h a bado da viken


Le sujet

Le refrain : Offrons tous le sacrifice, avec notre sainte Mère l'Eglise ; le sacrifice divin de Notre Sauveur, qui s'offre sur l'autel


Source

"Cantiques bretons", par Roger Abjean (1983). Diffusé par la Chorale St Mathieu de Morlaix