O Sakramant burzhudus
Jezuz, d'an noz 'raok mervel Ro galloud d'an ebestel Da cheñch ar bara, ar gwin, 'N gorf hag e wad divin Ar beleg d'ar gorreoù A lavar e wir gomzoù Ha raktal Jezuz Salver A ziskenn war an aoter Hep tec'het diouzh an neénvoù E teu war an aoterioù Hag e chom ganeomp noz-deiz Dalc'het gant e garantez Adoromp hor Roue bras En neñvoù ha war ar groaz Adoromp hor gwir Salver E sakramant an aoter Le sujet
O Sacrement merveilleux
Source"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix |