An dizertour Plinn
Le déserteur
|
|
Na pa oan-me bihanik, bihan e ti ma zad
Na pa oan-me bihanik, bihan e ti ma zad
Me oa ur bugelig koant
Tigididoup tiloup tilene
La lalalala la
Hag ivez savet mat
Me oa ur bugelig koant
Tigididoup tiloup tilene
La lalalala la
Hag ivez savet mat
Mes pa oan arru en oad, arru un tamm kapabl
Me a lakaas em spered da vonet da soudard
Me 'gimiadas diouzh ma zud 'vit mont d'ar rujumant
Sinet em boa ar marc'had ha touchet an arc'hant
Keit ma padas an arc'hant, me oa soudard vailhant
Mes ur mech oa lipet tout oa kalz a cheñchamant
O welet ma c'habiten kousket war ar pluñv fin
Ha me, paour-kaezh Yann-soudard, 'gousk wan an douar yen
O welet ma c'habiten oc'h evañ ar gwin sklaer
Ha me, paour-kaezh Yann-soudard, 'ev dour diouzh ar rinier
O welet ma c'habiten o tebriñ bara gwenn
Ha me, paour-kaezh Yann-soudard, 'rank debriñ bara brenn
Me a skrivas ul lizher d'am mammig ha d'am zad
'Vit goulenn ma ramplasiñ ha donet d'am gerc'hat
Ma zad respontas din-me war gornig ma lizher :
"Pa 'z out bet 'n em angagiñ, te raio da amzer"
O welet oa kement-se 'tispakis ma sabrenn
Ar c'hentañ taol am boa skoet lazhas ma c'habiten
Ha setu me kondaonet na da resev ar c'hwec'h tenn
Tri am bo 'barzh ma c'halon ha tri all 'barzh ma fenn
Gant ur mouchouer kotoñs mouchit ma daoulagad
Ha lakait d'am zennañ ma brasañ kamarad
Soudarded a Vreizh-Izel, o c'hwi soudarded ma bro
Pa vefet distro er gêr, lârit ket vin marv
C'hwi a lavaro d'am zud 'vin-me aet da Rusi
Eus lec'h birviken-james d'ar gêr ne zistroin
Le sujet
Un jeune homme s'engage dans l'armée. Au début, avec l'argent touché lors de son
engagement, tout va bien ; mais quand il a tout dépensé, tout change. Pendant que
son capitaine dort dans des draps fins, lui dort sur la terre froide ; quand il
boit du vin, lui boit de l'eau
Découragé, il demande à son père de le tirer de là. Le père répond sèchement :
"Tu t'es engagé, tu feras ton temps". En voyant cela, le soldat sort son sabre
et tue son capitaine
Le voilà condamné à être passé par les armes. A ses amis bretons, il demande
de raconter à ses parents qu'il a été envoyé en Russie, dans un endroit dont il
ne reviendra jamais
Source
Chanté lors du stage KEAV 2001 à Scaër
|