Un devezh oan dezertet deus penn ma batailhon Me ober ur sell war ma lerc'h, remark ma c'habiten Ma c'habiten oa war varc'h, me oa ivez war droad Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez kamarad ?" Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez ma mignon ? Ha distro 'ta war da giz da ramplis da vatailhon" Me zistroas war ma c'hiz evit monet d'am c'hazarn Gant ma visaj kolouret, ma fas karget a spern Pa oan 'ruet 'toull ma c'hazarn 'tiwiskas ma c'hapotenn Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se 'Benn un daou pe a dri de' me a vo lazhet ivez Pa vin 'ruet war an dachenn evit bezañ fuzuilhet Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet Gant ur mouchouer koton glas, mouchet ma daoulagad Gant ur mouchouer koton glas, o! mouchet ma daoulagad Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ kamarad Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ mignon Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon Setu aze ar rekompañs evit lazh' ur c'habiten Kaset keloù da ma zud , o! skrivit war paper gwenn Lârit dezhe vin chomet o! amañ war an dachenn Ne lavarit ket d'am zud o! peseurt marv m'eus bet Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved Pe en traoñ 'barzh ar mor don 'giz ar vartoloded Le sujetUn déserteur qui va être fusillé raconte son histoire Son capitaine l'avait rattrapé, et ramené à la caserne. Au moment de rendre ses armes, le déserteur l'avait tué Il imagine l'exécution, ses amis qui vont tirer sur lui. Il demande qu'on écrive à ses parents et qu'on leur dise qu'il est mort sur le champ de bataille, ou au fond de la mer, comme les marins Source Texte repris dans le livret du CD "Gwrizioù" |