Kemener Toull-ar-Bodoù Gavotte des Montagnes
Le tailleur de Toull-ar-Bodoù
 


E-kichen Toull-ar-Bodoù,
Du-hont war ar menez
} bis
Ez eus ur c'hozh kemener
Sotoc'h 'vit ur votez
} bis


Evit mont da zevezhiañ
'N eus prenet ur gazeg
Da lun kentañ miz Ebrel
Eo chomet genaoueg

Da lun kentañ miz Ebrel
O tremen 'biou Pont-Maen
Ha kazeg ha kemener
Zo chomet er vouilhenn

"Kerzhit buan, Marjanig
Redit, Marjanig baour,
'Vit sikour ar c'hemener
Zo chomet 'barzh an dour

Kasit ganeoc'h ur rastell
Ur forc'h, ur gordenn vat
Marteze ni a c'hello
O sachañ war ar prad"

Hag en hent, ar c'hemener
Straket 'vel ur barbed
Eñ a c'halvas e vaouez
Da sec'hañ e roched

Ur c'havr en doa Juluan
Hag al loen milliget
Ur gwall daol a zistagas
E lec'h ne felle ket

Ur gwall daol a zistagas
E lec'h ne felle ket
E-barzh ar revr, boulc'hurun
Piv en dije kredet ?

Evit kant skoed a dachoù
Ha kemend-all a ler
Zo aet gant ar c'hemener
Da beñseliañ e revr


Le sujet

A côté de Toull-ar-Bodoù il y a un tailleur, plus bête qu'une oie

Il a acheté une jument pour aller travailler à la journée. Un beau jour, jument et tailleur sont pris dans une fondrière. Un passant et sa femme lui portent secours

De retour à la maison, tout crotté, il appelle sa femme pour qu'elle sèche sa chemise. La chèvre lui décoche un fameux coup à l'endroit qu'il ne fallait pas ; il a fallu pour cent écus de clous et de cuir pour rapiécer l'endroit en question


Source

Dans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité en 1950

Repris dans "Sonioù Pobl" édité en mai 1968 par Skol Vreiz