Ma c'halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezioù Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù Deut eo, siwazh ! an devezh ma rankan dilezel Lec'h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breiz-Izel ! Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn, Tachenn c'hlaz war behini, bugel, e c'hoarien ; Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere E-pad tommder an hañvoù e kousken da greisteiz Keno ! keno mamm ha tad, bremañ n'esperit mui E chomfe ho mab karet da harpañ ho kozhni Evit gounit deoc'h bara, 'vel m'hoc'h eus graet dezhañ Al lezenn zo didruez, ho kuitaat a renkan Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu leñvañ Pa zeui ma c'hi ankeniet en-dro deoc'h da ruzañ Pa welfot,war an oaled, ma skabellig c'houllo Hag ar c'hevnid o steuiñ war ma fenn-bazh derv Keno ! bered ar barrez, douaroù binniget, Pere a guzh ma c'herent gant ar Zalver galvet ; Da ouel an Anaon klemmus, n'in mui war ho pezioù Da skuilhañ dour binniget mesket gant ma daeloù Keno ! ma muiañ-karet, ma dousig koant Mari Ur blanedenn digar a zeu d'hon glac'hariñ Eürusted ha levenez skedus zo tremenet 'Vel en oabl ar goumoulenn gant an avel kaset Na welin mui da lagad ker lemm ha ker laouen O virviñ gant plijadur, e ti pa erruen, Da zornig gwenn ken mibin o treiñ ar c'harr e dro Da vouezh flour mui na glevin o kanañ va gwerzoù Pa oamp er c'hatekismoù, hon-daou c'hoazh bugale, Hor c'halonoù diskiant, e kuzh en em gleve Dirak Gwerc'hez ar c'hroaz-hent, nag a wech he touejomp Na erruje birviken disparti etrezomp Yaouank ha dibreder, siwazh ! ne ouiemp ket Nag ha bet c'hwerventez ar vuhez zo hadet Evidomp ne oa, neuze, Lezennoù na Roue, N'anve'emp med ul lezenn, hini ar garantez Keno ! ma nez-amezeg, Yannig, ma gwir vignon Kamarad ma c'hoarioù, ma breur dre ar galon Piv a gemero bremañ lod e-barzh ma foanioù ? Piv a gomzo ganin-me deus ar gêr hag ar vro ? Hepdon te yelo bremañ d'ar parrezioù tostañ Da bigosaat al leurioù 'barzh el lajoù-dornañ Hepdon te yel da c'hounid maout ar c'hourennadeg Da chasañ war rubannoù e-barzh er varradeg Keno ! ma c'hazeg velen, skañv evel un heizez Mistr evel ul logodenn, jentil vel un oanez N'ez santin ken, dindanon, gant an hast o tripal Ma daouarn mui ne stagint ar seizenn war da dal Keno ! ma c'hi kaezh, Mindu, ma leal kamarad, N'efomp ken, dre ar c'hlizhenn, da glask roudoù ar c'had Ne glevin ken, er menez, da chilpadenn skiltrus, War ma dorn mui ne santin da deod garantezus A-benn un nebeud amzer, kalz a vignoned yen Barzh er soudard divroet, hep mar, ne soñjfont ket Mes da galon-te, Mindu, n'eo ket ankouezus Pell e ri c'hoazh va c'hañvoù, gant da yezhoù klemmus Keno 'ta plijadurioù, leurioù-nevez, prejoù, Nezadegoù, nozvezhoù, foarioù ha pardonioù, Ebatoù ker birvidik, binioù zard ha sklentin, Na drido mui va c'halon gant da sonioù lirzhin Keno kement a garan, keno da virviken ! Pell ouzh a Vreizh me varvo, mantret gant an anken Vel ur blantenn gizidik, evit ar vro krouet A renk gweñviñ ha mervel, kerkent m'eo divroet Le sujetL'adieu du jeune soldat, qui part pour l'armée en quittant sa Bretagne pour sept ans et, pense-t-il, pour toujours C'était le sort de nombreux Bretons au XIXème siècle, qui ne parlaient pas français et se retrouvaient dans des garnisons de l'Est de la France Le conscrit dit adieu à ses parents, à sa bien-aimée Marie, à son ami Yannig. Comme une plante créée pour un pays, il sent qu'il va se faner et mourir, aussitôt qu'il sera au loin Voir une autre version, sur un air moins connu Source Le recueil "Sonioù Pobl", chansons choisies par Fañch Danno, édité par Skol Vreizh en mai-juin 1968 Figure aussi dans la méthode Assimil, Le breton sans peine, tome 1 J'ai trouvé le texte complet à la bibiothèque de Rennes, dans un livret "tiré à part", preuve de la popularité de cette chanson L'auteur est Prosper Proux (1811-1875), de Poullaouen
|