Air du pays de Hanvec
Selaouit, m'ho ped, tud Hañveg, Pezh a c'hoarvezas - se zo gwir - Gant Yann ar Gall, un amezeg, O c'horo e vuoc'h kerniel-hir "Chom 'ta, penn kozh, loen divalav ! Na fringez ket 'vel ur sodez Pa vez laezh din te a ledo Ha va fatatez a vo sec'h" An tabut-se a oa savet Etre ar vuoc'h ha Yann ar Gall, Abalamour oa-hi taget Gant ur strollad a gelien fall Kreiz-holl ar vuoc'h a zirollas Da skeiñ a-gleiz, da skeiñ a-zehou Ha Yann a bakas 'kreiz e fas Un taol lost gouest da lazhañ daou An intañv oa kalet e benn, setu ma talc'has e spered, Met skañv e oa e gasketenn : E korn ar c'hraou e voe kaset Ha droug e Yann, m'he lavar deoc'h ! Kemer a reas un tamm kordenn Ha, 'vit goro e loen e peoc'h Stagas e lost ouzh he feskenn Ha da sachañ war ar bronnoù Evit echuiñ an abadenn : Gwragez oa 'c'hortoz gant podoù Ur chopinad laezh dre zienn "O, Yann ! eme Marijan Grenn, Na melen eo ho laezh hirio, Me soñj e vo tev an dienn : Ar vazh-ribot a c'hoario" Siwazh pa oa silet al laezh Petra oa chomet 'barzh ar sil ? ... C'hwec'h pezh tamm chikenn didalvez, Strinket el laezh gant al loen vil ! Al laezh oa melen, ya, sur, Met ar merc'hed a zistroas : "El laezh-se zo re vagadur, Ni a deuio endro warc'hoazh !" Le sujet"Du lait jaune" Yann Le Gall essaie de traire sa vache aux longues cornes. L'animal se débat, aux prises avec un essaim de mouches, et lui envoie un coup de queue en pleine figure En rage, le paysan attache la queue de la vache et arrive à la traire. Mais les femmes de la ferme, en voyant son lait, lui trouvent une drôle de couleur jaune. "Il va en donner, de la crème !", se disent-elles En fait de crème, en filtrant le lait, elles trouvent six morceaux de chique, jetées dans le seau par la sale bête ! Sans se démonter, elles viennent rapporter le lait, en disant : "il est trop riche,
nous reviendrons demain"
SourceDans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité
en 1950
|