AR C'HIMIADI Pa oa paotr Lez-Breizh e ti e vamm En devoe bet ur pedez estlamm (bis) Ur marc'heg o tonet gant ar c'hoad Hag eñ penn-da-benn harneset mat Hag ar apotr Lez-Breizh 'dal m'e welas Arvariñ oa Sant Mikel a reas Ha war e zaoulin en em strinkas Hag en em groazañ prim a reas "Aotrou Sant Mikel, en an' Doue Na it ket da ober droug din-me ! - An Aotrou Sant Mikel ned on ket Nag un drougoberour kennebeut Sant Mikel, avat, me n'emaon ket Marc'heg urzhet ne lavaran ket - Gwelet marc'heg biskoazh n'am eus graet Na komzet anezho kennebeut - Un den eveldon an hini eo Gwelas-te unan o vont e-biou ? - Leveret-hu din-me da gentañ Petra zo, na petra rit gantañ ? - Pezh am eus c'hoant a dizhan gantañ Ur goaf a leverer anezhañ - Gwell eo ganin, gwell eo va fenn-bazh Na eer ket en e arbenn hep lazh Na petra an diskell koueveur-mañ A zouget-hu dioc'h ho prec'h amañ ? - Ned eo ket, mab, un diskell koueveur Ur tarzhian-gwenneg e c'halver - Aotrou marc'heg, n'am goapeet ket Meur a wenneg tarzhet 'm eus gwelet Derc'hel e rafe unan em dorn Kel ledan hemañ hag ur mein-forn - Na peseurt dilhad a zo ganeoc'h Ken pounner hag houarn, pounneroc'h - Ul lereg houarnet eo ivez D'am difenniñ deus taolioù kleze - Ma ve 'n heized evel-se sternet Diaesoc'h e vezent da dizhet Hogen, aotrou, leveret din-me Ha ganet emaoc'h bet evel-se ?" Ar marc'heg kozh, evel m'e glevas A-walc'h e galon c'hoarzhin a reas "Piv an diaoul 'ta en deus ho sternet Ma ned oc'h bet evel-se ganet ? - An hini en deus gwir da ober Hennezh en deus graet, ma mabig ker - Ha piv 'neus bremañ gwir da ober ? - Den nemet an aotrou kont Kemper Lavar ivez an taol-mañ din-me : Gwelas-te un den eveldon-me ? - Un den eveldoc'h am eus gwelet Ha dre-se tre, aotrou, emañ aet" II Hag ar paotr d'ar gêr en ur redek Ha war varlenn e vamm, ha prezek : "Ma mammig, ma mamm, na ouzoc'h ket ? Biskoazh tra ker brav n'am boa gwelet Biskoazh tra ker brav na welis Hag am eus gwelet hiziv-an-deiz Bravoc'h den hag an aotrou Mikel A zo en hon iliz, an arc'hel ! - N'eus den, ma mab, bravoc'h koulskoude Bravoc'h evit aelez hon Doue - Salokras, ma mamm, gwelet a reer Marc'heien, emint-i, o anver Ha me a fell din monet ganto Ha monet da varc'heg evelto" An itron gaezh, evel pa glevas Teir gwech d'an douar a fatigas Ha paotr Lez-Breizh, hep sellet a-dreñv E-barzh ar marchosi ez eas tre Hag ur c'hozh inkane a gavas Ha prim war he c'horre a bignas Hag eñ kuit da heul ar marc'heg ken Kuit, ha timat, hep kimiadañ den Da heul ar marc'heg ken da Gemper Ha kuitaat a eure ar maner AN DISTROMarc'heg Lez-Breizh oa souezhet bras Da vaner e vamm pa zistroas Pa zistroas a-benn dek vloaz krenn Ken vrudet e-touez ar varc'heien Marc'heg Lez-Breizh a oe souezhet E porzh ar maner pa oe digoue'et O welout eno drein o kreskiñ Hag al linad e toull dor an ti Hag ar mogerioù hanter-gouezhet Hag a iliav hanter goloet An aotrou Lez-Breizh, o klask mont tre, Ur c'hwragezig dall a zigore "Leveret-hu din-me, va mamm-gozh, Ha degemer a gavfen henoz ? - Degemer a-walc'h c'hwi a gavo Naren, aotrou, dimeus ar re vrav Aet eo an tiegezh-mañ da goll Abaoe 'mañ aet ar mab en e roll" Ne oa ket he c'homz peurachuet Ur plac'h yaouank a zo diskennet Ha damsellet outañ a reas Ha da ouelañ druz en em lakaas "Plac'hig yaouank, din-me leveret Petra c'hoarvez ganeoc'h pa ouelet ? - Aotrou marc'heg, deoc'h a larin-me Petra c'hoarv' ganin pa ouelan-me Ur breur en oad ganeoc'h am eus bet Dek vloaz zo da varc'heg emañ aet Ha kel lies gwech marc'heg 'welan Kel lies gwech, va aotrou, ouelan Kel lies gwech, siwazh din, ouelan, Gant koun eus ma breurig paour her gran ! - Va merc'hig koant din-me leveret Na breur all, na mamm n'hoc'h eus-hu ket ? - Breur all war an douar n'em eus ket Er baradoz, ne lavaran ket Ha ma mamm baour ivez ivez ez aet di Nemet on gant magerez en ti Mont a reas kuit gant ar c'hlac'har Pa eas va breur da varc'heg, m'her goar He gwele c'hoazh en tu all d'an nor Hag e korn an oaled he c'hador Ha ganin-me he c'hroaz benniget Frealz am c'halon baour war ar bed" An aotrou Lez-Breizh a hirvoude Ken a lavaras ar plac'h goude : "Ho mamm ivez hoc'h eus kollet O selaou ac'hanon pa ouelet ? - Ya ! va mamm ivez am eus kollet Ha me ma-eeun am eus hi lazhet - An' Doue ! aotrou, ma'c'h eus her graet Piv oc'h, ha penaos oc'h anvet ? - Morvan, ap-Konan, eo va anv Ha Lez-Breizh, va c'hoar, va lesanv" Ken souezhet a oe ar plac'hig Ken na fiche na lavare grik Ken souezhet a oe ar plac'hig Ken a vennas ganti mervel mik Ken e zivrec'h d'he goug a daolas Hag e veg d'he begig a lakaas Hag e vriata hi a reas Hag en he daeloù hi e veuzas "Doue en devoa da bellaet Ha Doue en deus da dostaet ! Ra vezo, ma breur, meulet Doue Truez en deus bet ac'hanon-me" MARC'HEG AR ROUEI Etre Lorgnez ha marc'heg Lez-Breizh A zo bet tonket un emgann reizh Doue da ray gounid d'ar Breizhad Ha d'ar re zo er gêr keloù mat ! An aotrou Lez-Breiz a lavare D'e floc'hig yaounak, un deiz a oe : "Dihun, va floc'h, ha sav alese Ha kae da spuran din va c'hleze Va zok-houarn, va goaf ha va skoed D'o ruziañ e gwad ar C'hallaoued Gant skoazell Breizh ha ma divrec'h Me ho savo c'hoazh hiziv d'an nec'h ! - Va aotrou mat, din-me leveret : Ha d'an emgann d'hoc'h heul na in ket ? - Ha petra lavarfe da vamm ger Ma na zistrofez ket mui d'ar gêr ? Pa redfe da wad war an douar Piv lakefe termen d'he glac'har ? - An' Doue ! aotrou, ma em c'haret D'an emgann c'hwi va losko monet N'am eus ket aon rak ar C'hallaoued Kriz eo va c'halon, va dir lemmet Bezañ drouk gant an neb a garo E-lec'h ma eot me a yelo E-lec'h ma eot me a yelo 'Lec'h ma vrezelot, me 'vrezelo" II Monet eure Lez-Breizh d'an emgann Nemet e floc'h yaouank gantañ Santez Anna 'r vor pa erruas Tre 'barzh he iliz eñ a yeas "Itron Santez Anna benniget Yaouankik e teuis d'ho kwelet Ne oan ket ugent vloaz achuet Hag e ugent stourmad e oan bet Hag o holl hon eus o gounezet Dre ho kennerzh, itron benniget Mard an me c'hoazh war va c'hiz d'ar vro Mamm Santez Anna, me ho kopro Me a royo deoc'h ur gouriz koar A ray teir zro en-dro d'ho moger Ha teir d'hoc'h iliz, teir d'ho pered Ha teir d'ho touar, pa vin degoue'et Hag ur banniel voulouz-satin-gwenn Un troad olifant flour d'he dougen Hag seizh kloc'h arc'hant a roin ouzhpenn A gano ge, noz-deiz, war ho penn Ha teir gwech ez in war va daoulin Da gerc'hat dour evit ho pinsin - Kae d'an emgann, kae, marc'heg Lez-Breizh Mont a ran-me ganeout-te ivez" III "Klevet-hu 'mañ Lez-Breizh o tonet Gantañ ur strollad, hag eñ fardet ! Ha ! dindanañ ur azenig gwenn Ur c'habestrig kanab en e benn Hag ur floc'h bihan en e gichen Hag eñ, hervez e vrud, ur gwall zen" Floc'h bihan Lez-Breizh dal m'o gwelas Tostoc'h-tost d'e vestr en em riblas "Sellet-hu ! Lorgnez o tont en hent ! Ur stroll marc'heien 'n e ziagent Ur stroll marc'heien a-dreñv e gein Dek zo, ha dek all, ha dek ouzhpenn ! 'Maint o tizhout gant ar c'hoad kistin Bec'h a vo, mestr paour, en em zifenn ! - Gwelet pet zo anezho rit-te Pa o devo tañvaet va dir-me Stok da gleze, floc'h, ouzh va c'hleze Ha deomp-ni a-raok en o bete" IV "Ha ! demad dit-te, marc'heg Lez-Breizh - Ha ! demad dit-te, marc'heg Lorgnez - Ha deut out da-unan d'an emgann ? - N'on ket deut d'an emgann ma-unan D'an emgann ma-unan ned an ket Santez Anna zo ganin kevred - Dont a ran-me a-berzh va roue Da lemel diganit da vuhez - Kae war da c'hiz ! lavar d'az roue Me ra fae outañ, 'vel a'nout-te Me ra fae outañ, 'vel a'nout-te 'Vel deus da gleze, 'vel deus da re Kae da Baris, e-mesk ar merc'hed Da zougen da zilhad alaouret 'Hend-all, e lakain da wad ken yen Ha ma'z eo an houarn pe ar mein - Marc'heg Lez-Breizh, din-me leveret, E pe gwad emaoc'h-hu bet ganet ? Disterañ mevel zo em bandenn A lemfe ho tok diwar ho penn" Lez-Breizh, 'dal m'hen deveus e glevet E gleze bras en deus diwennet "Ma ne t'eus ket anave'et an tad Me ray dit anaout ar mab anat !" V Lean kozh ar c'hoad war dreuz e gell Da floc'h Lez-Breizh a lavare hael "Tizh zo warnoc'h o redek er c'hoad ! Saotret hoc'h harnez gant poult ha gwad Deuet, mabig, tre em minic'hi Deuet da ziskuizh ha da walc'hiñ - N'eo ket dare diskuizh ha gwalc'hiñ Nemet kaout ur feunteun, hep si Kaout dour dre-mañ d'am mestr yaouank Hag eñ kouezhet en emgann skuizh-stank Trizek soudard lazhet dindanañ Marc'heg Lorgnez lazhet da gentañ ! Ha n'em eus diskaret kement-all Lammout kuit o deus graet ar re all" VI Breizhat en e galon na vije Neb a-walc'h e galon na c'hoarzhe O welet ar yeot glas ruziet Gant gwad ar C'hallaoued milliget An aotrou Lez-Breizh, en e goazez, O tiskuizhañ, outo a selle Kristen en e galon na vije E Santez Anna, neb na ouelje O welet an iliz o leizhañ Gant daoulagad Lez-Breizh o ouelañ War e zaoulin, o ouelañ Lez-Breizh, O trugarekaat gwir-warez Vreizh "Trugarekaat ! mamm Santez Anna ! C'hwi hoc'h eus gounezet an taol-mañ !" VII Da zerc'hel koun mat eus an emgann Eo bet savet ar barzhoneg-mañ Ra vezo kanet gant tud a Vreizh En enor d'an aotrou mat Lez-Breizh ! Ra vezo kanet pell tro-war-dro Da lakaat laouen holl dud ar vro !" MORIAN AR ROUEI Roue ar C'hallaoued lavare Da aotrounez e lez, ur mare : "Hennezh a aotreo din gwir feiz A zeuio a-benn eveus Lez-Breizh C'hoari enep din-me, na ra ken, Kerkoulz ha lazhañ va marc'heien" Morian ar roue 'dal m'e glevas Dirak tal ar roue a savas : "Aotren, aotrou, a ris d'hoc'h gwir feiz Ha testoù a brofis alies Hogen pa vennit, hiziv an deiz, Test a brofin c'hoazh marc'heg Lez-Breizh Ma na gasan deoc'h warc'hoazh e benn Da eo din kas ma hini laouen" II Floc'hig Lez-Breizh, antronoz-beure, A rede d'e gaout aonik-tre "Morian ar roue a zo deuet Ha ho tichekañ en deveus graet - Mar ma dichekañ en deveus graet Monet war e zicheg a zo ret Aotrou kaezh, na ouzoc'h ket eta ? Dre ardoù an diaoul c'hoari a ra - Mar dre ardoù an diaoul e c'hoari Dre gennerzh Doue c'hoariomp-ni ! Kae prim da sternañ va marc'h du din Keit ha ma venn oc'h am harneziñ - Salokras, aotrou, ma em c'hredet War ho marc'h du na c'hoariot ket Tri marc'h zo er roue-marchosi C'hwi 'po an dibab anezho zri Ha mard eo da deoc'h va c'hlevet-me Diskuliañ deoc'h ur rin a rin me Gant ur c'hloareg kozh 'm eus e glevet Un den Doue, mar zo war ar bed Ar balafrez gell na gemerfet Nag ar balafrez gwenn kennebeut Ar balafrenn gwenn na gemerfet An hini du na lavaran ket Hennezh a zo e-kreiz ar re-se Hag e zoñver, Morian ar roue Ma em c'hredet, kemeret ane'añ Evit monet d'an emgann gantañ Pa zeuio ar Morian tre er sal E taolo d'an douar e vantell Taolet ket ho mantell d'an douar Hogen laket anezhi war var Mar laka e zilhad war ho re Dont a ray ar roñfl du kreñvoc'h-kreñv Ha pa zeuio warnoc'h ar roñfl du Gant prenn ho koaf ho kroazañ reot-hu Ha neuze pa lammo foll ha taer C'hwi lakay ho koaf d'hen degemer Dre nerzh ho tivrec'h hag an Drinded Ho koaf en ho torn na vraeo ket" III E c'hoaf en e zorn na vraeas ket Dre nerzh e zivrec'h hag an Drinded ! E c'hoaf en e zouarn na flache Pa varc'heke 'n eil deus egile Pa varc'hekent er sal, tal-ouzh-tal, Beg-ouzh-beg, o goafoù herrus-dall Herrus-dall o c'hezeg o froennat O 'n em dantañ ken a strinke gwad Ar roue gall, hag eñ kadoret Gant e dudjentil-veur o sellet O sellet hag o lavaret : "Dalc'h, Dalc'h mat ! morvran du ! gra gant ar voualc'h !" Pa lamme gantañ ar roñfl ken taer Evel an tourmant gant al lester E c'hoaf en e zorn na flachas ket Goaf ar Morian breviñ en deus graet Ken a oa goaf ar roñfl skiriennet Hag eñ en un taol skarzh divarc'het Ha pa oant war droad war al leur-zi Diarbennañ reont gant distalm kriz Ha gant ar c'hleze en em fustont Ken a grene 'r vurioù gant ar spont Ha ken a daole tan o armoù Evel houarn ruz war anneoù Ken a gavas an tu ar Breton Ha blantas e gleñv en e galon Ken a gouezhas Morian ar roue Hag e benn gant al leur a stoke Ha Lez-Breizh, pa 'n deveus her gwelet E droad war e gof en deus lakaet Hag e c'hoaf digantañ a dennas Ha penn ar Morian bras a droc'has Ha penn ar Morian pa oe troc'het Deus penn e zibr en deus e staget Deus penn e zibr en deus e staget Dre e varv louet ha nezet Hag e gleze gwadek pa welas Pellañ ma c'hellas eñ e daolas "Fae eo ganin dougen ur c'hleze Saotret e gwad Morian ar roue !" Hag eñ da bignat war e varc'h feul Hag er-maez, gant e floc'hig d'e heul Ha d'ar gêr evel ma oe digoue'et Penn ar Morian en deus distaget Hag eus e zor en deus e staget Da reiñ da sellet d'ar Vretoned Euzhus sell ! du e zremm, gwenn e zent, Ken a sponte neb a oa en hent Neb a oa en hent hag a selle Ouzh e veg digor a vadaoue Ken a lavare ar varc'heien : "An aotrou Lez-Breizh a zo un den !" Hag an aotrou Lez-Breizh, a-neuze, A lavare ivez evel-se : "E ugent stourmad emaon-me bet Hag ouzhpenn mil den am eus trec'het Ha biskoazh n'am boe kement a boan Evel o c'hoari deus ar Morian Itron Santez Anna, va mamm ger C'hwi a ra burzhudoù em c'heñver ! Me a savo deoc'h un ti-bediñ War grec'h, etre Leger ha Gindi" AR ROUEAn aotrou Lez-Breizh, un deiz a oe A yae en arbenn d'ar roue En arbenn d'ar roue d'an emgann Pemp mil marc'heg mat a-du gantañ Hag endra ma oa o kimiadañ Tan an taran, tan ar foeltrusañ ! Hag e floc'h klouar 'dal m'arvestas Prederiañ en droug a reas : "En an' Doue ! mestr, chomet er gêr Ur gwall zevezh hiziv a gejer ! - Chom er gêr, va floc'h, ne c'hallan ket Pa'm eus lâret mont, renkan monet ! Ha monet a rin tra vo buhez Buhez enaouet e-barzh am c'hreiz Ken a zalc'hin kalon roue 'n argoad Etre an douar ha sol va zroad" C'hoar Lez-Breizh, kerkent ha m'her gwelas Gant kabestr marc'h he breur a sailhas : "Va breur, va breur ker, ma em c'haret Dan emgann hiziv na eot ket Nemet d'ar marv na afac'h se ! Ha petra vo a'nomp goude-se ? Morvarc'h gwenn war an aod a welan Un aer vras divent en-dro dezhañ En-dro d'e zivsker dreñv daou skoulm gwall Ha en-dro d'e voueloù tri skoulm all Daou en-dro d'e zivsker ha d'e c'houg Hed e vrusk 'n em stlej, hen gor, hen moug Ken a sav war e dried ar marc'h kaezh Hag a-dreuz penn, e tant chig ar gouez Hi a vadailh, a dreflemm ruz gwad Ha dibunañ 'ra o c'hwibanat Ken a glev he aered, hag e lamm Te'h kuit, dispar, unik ! tec'h dinamm ! "Bez a C'hallaoued pezh a garo ! Me na derc'han ket raok ar marv !" Ne oa ket peurlavaret e c'her Ha pa oa pellik, pell eus ar gêr AL LEANI Pa oa kousket lean koad Hellean Tri zaol war e zor a skoas unan "Lean mat, digoret an nor din Ma 'm bo minic'hi a vinic'hin 'Mañ an avel kriz diwar vro-C'hall Pa na vresk na loen gouez na chatal 'Mañ an avel garv diwar vor Ned eo ket brav bout e toull an nor - Na piv oc'h a skoit war va dor Da hanternoz o c'houlenn digor ? - Am anavout mat a eure Breizh E deiz e anken me oa Lez-Breizh - Mard oc'h-hu na zigorin ket Klevout oc'h ur gelenn am eus graet Klevout oc'h ur gelenn am eus graet Hag enep d'ar roue benniget - Gelenn, Doue zo test ! n'emaon ket Na trubard a-had-all, kennebeut Va mallozh a roan d'an drubarded Ha d'ar roue ha d'ar C'hallaoued ! O zeod a daol c'hwezh evel teod ki C'hwezh a splui 'vel c'hwezh re o leskiñ Va mallozh a roan d'an drubarded ! Paneveto am be gounezet - Mab-den, mir da villigiñ morse Kar, na diskar, na den evel-se Na dreist-holl an aotrou roue Rak eoulet emañ bet gant Doue - Eoulet gant Doue n'emañ ket bet oulet gant an diaoul ne laran ket Eoulet gant Doue n'emañ ket bet Neb a wast douar ar Vretoned Hogen pezh a zeu a-berzh an diaoul A zistro, 'vat, da houarnañ Paol Da houarnañ Paol-gozh a zistro E droad gantañ dishouarn atav Lean kozh, digoret an nor din M'am bezo ur maen hag aze'in - Va dor deoc'h-hu na zigorin ket Trouz am befe gant ar C'hallaoued - Lean kozh, digoret an dor din P'a-hend-all m'he zaol e-barzh an ti" Al lean kozh 'dal m'en deus klevet Sevel deus e wele en deus graet Hag ur boudig ruskenn enaouas Ha da zigor an nor ez eas Hogen, pa an nor digoret, Argilañ gant spont en deveus graet O welet o tonet ur tasmant E benn etre e zaouarn gantañ Leun a wad ha dan e zaoulagad O troidellañ euzhus anat "Tevet, kristen kozh, na spontet ket An Aotrou Doue liv en deus roet An Aotrou Doue liv en deus roet D'am dibennañ berr, d'ar C'hallaoued Ha liv a ra bremañ ivez deoc'h D'am daspennanñ, mar plijfe ganeoc'h Abalamour ma oen truezus E-keñver va zud ha damantus - Mar ro din liv an Aotrou Doue D'ho taspennañ, mar plij ganin-me Abalamour e oec'h truezus E-keñver ho tud ha damantus Ro viot-c'hwi, va mab, daspennet En an' Doue, Tad, Mab ha Spered ! Ha dre nerzh eus an dour benniget An tasmant da zen a zo deuet Pa oe deut an tasmant da zen Al lean a gomzas evel-hen : "Bremañ a reot ur binijenn Ur binijenn galet ganin-me Ur sae bom e-pad seizh vloaz 'zougfet Hag e kerc'henn ho koug chadennet Ha c'hwi a yey peb kreisteiz war-eeun Davet dour, da feunteun beg-ar-run Ra vezo graet hervez hoc'h youl c'hlan 'Vel ma leveret, hel lavaran Ha pa oe ar seizh vloaz tremenet Seul e dreid gant e sae oa kignet Ha louet e varv ha blev e benn Hag e varv o tont war e varlenn Hag eñ evel ur wezenn derv Hag a vije seizh vloaz zo marv An neb en divize e welet N'hen divize e anavezet Nemet un itron wenn her greas O vont e-biou dindan ar c'hoad glas Ha hi sellet outañ, ha gouelañ : "Lez-Breizh, va mab kaezh, ha te eo 'ta ! Deus amañ, va mab paour, deus amañ Ma'z in-me raktal d'az tizammañ M'az tichadennin gant va gwentl aour Me eo da vamm, Santez Anna 'r vor !" II Ha bremañ seizh vloaz hag ur miz krenn Oa e floc'h d'e glask e pap tachenn Hag e floc'h a lavare 'vel-mañ O vont gant e hent e koad Hellean : "Evit me bout lazhet e lazher Me am eus kollet va aotrou ker" Evel pa glevas e penn ar c'hoad Ur marc'h ez-kañvus o c'hwirinat Hag e varc'h kerkent ha ma fronas Azc'hwirinat, o fringal, a reas Hag e penn ar c'hoad pa oe digoue'et Marc'h du Lez-Breizh en deveus gwelet Hag eñ en e stou 'tal ar feunteun Nag evañ na peuriñ n'eure grenn Nemet musañ 'n dirien c'hlas n'eure Ha gant karn e dreid a ziskrape Ha sevel e benn goude eure Ha c'hwirinat kañvus adarre Ha c'hwirinat kañvus adarre Darn a lavar penaos e ouele "Ozac'h kozh, lev, o tont d'ar feunteun, Ha piv a gousk dindan ar vodenn ? - Lez-Breizh a zo dindani kousket Tra vezo Breizh a vezo brudet Dihun a ray e-berr o youc'hal Hag a rey o stal da re Vro-C'hall" Le sujetUne série de chants mettant en scène Lez-Breizh ("soutien de la Bretagne"), surnom de Morvan, vicomte de Léon au IXè siècle Ar c'himiad (Le départ) Morvan, enfant, voit un jour arriver dans la maison familiale un chevalier dont l'allure, l'armure, l'air imposant l'impressionnent. Il en parle à sa mère, comme d'une apparition plus belle que si ç'avait été l'archange Saint-Michel en personne. Au désespoir de sa mère, il prend la première rosse qu'il trouve, et part embrasser la carrière de chevalier An distro (Le retour) Au bout de dix ans, le chevalier Lez-Breizh revient au manoir de son enfance. Il le trouve abandonné, livré aux ronces. Une vieille femme et une jeune fille l'accueillent ; la jeune fille raconte que la ruine s'est abattue sur la maison depuis le départ de son frère, dix ans plus tôt, et que sa mère en est morte de chagrin. Le frère et la soeur tombent dans les bras l'un de l'autre, dans des torrents de larmes Marc'heg ar roue (Le chevalier du roi) Un combat singulier est organisé entre Lez-Breizh et un chevalier du roi, Lorgnez. Avant
le combat, le Breton remet son sort entre les mains de Sainte Anne, en promettant des dons
pour son église en cas de victoire. Le combat commence, après un échange d'invectives
entre les adversaires
Morian ar roue (Le more du roi) Le roi des Francs demande à ses chevaliers de vaincre Lez-Breizh. Le More du roi relève le défi et va provoquer le Breton. Le combat a lieu en présence du roi, et tourne à l'avantage du héros, qui tranche la tête du More ; puis il l'attache par les cheveux au pommeau de sa selle, s'en retourne chez lui, et attache la tête à sa porte. Les Bretons, impressionnés, se disent : "En voilà, un homme !". Nouveaux remerciements à Ste Anne Ar roue (Le roi) Cette fois c'est le roi lui-même que Lez-Breizh va combattre. Son page, sa soeur, effrayés par de mauvais augures, essaient de l'en dissuader Al lean (L'ermite) Lez-Breizh frappe à la porte d'un ermite ; mais le vieillard lui refuse l'hospitalité, par crainte du roi des Francs. Sous la menace, il finit par ouvrir ; stupéfaction, c'est un fantôme qui entre, tenant sa tête dans ses mains ! Il demande à l'ermite de replacer la tête sur ses épaules ; celui-ci accepte, mais lui impose une pénitence de sept ans à porter une robe lestée de plomb Au bout de sept ans, le vieux chevalier est méconnaissable ; seule le reconnaît sa sainte patronne, Sainte Anne, qui le délivre de son fardeau Le page, qui le cherchait depuis sept ans, arrive près de l'endroit où il s'était retiré, et reconnaît son cheval. "Dites-moi, vieillard qui venez à la fontaine, qui dort sous ce tertre ? - C'est Lez-Breizh qui dort en ce lieu. Il va s'éveiller tout à l'heure, et va donner la chasse aux Francs !"
Voir, sur le même sujet, la version donnée par François-Marie Luzel dans ses
"Gwerziou Breiz-Izel" :
Lezobre
SourceExtrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué |