Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin Eno ma ven kavet atristet gant ar glac'har 'Soñjal 'barzh ma mestrez a zo aet d'an douar Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fiziañs Marv ma flijadur ha toud ma holl esperañs Biken 'm bije soñjet hag ar marv a teuje Da lemel diganin ma dous, ma c'harantez Deus poanioù ar bed-mañ, fuzulhioù ha sabrennoù Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma deizioù Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma buhez 'vit ma'c'h in d'ar bed all war-lerc'h ma c'harantez C'hoarvez a ra ganin evel gant ur marc'hadour En deus ur vatimant da navigiñ war ar mor Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa Ma doucho da Gernev ma ranko perisañ Le sujet"Ma bien-aimée est morte" et je passe mes nuits à me lamenter auprès de la fontaine Que viennent les fusils et les sabres terminer mes jours, pour que je puisse la rejoindre dans l'autre monde
Source Cette chanson figure sur le recueil "Kanomp Uhel", édité par Coop Breizh Editions Coop Breizh : KERANGWENN 29450 SPEZET Librairies : 10, rue du Maine à Paris 14ème et 17, rue de Penhoët à Rennes |