Roland a lavare gwechall Na d'e bried tener Izabel " Ret eo din bremañ partial 'Vit monet d'an Turki d'ar brezel Ret eo din bremañ partial 'Vit monet d'an Turki d'ar brezel Te ouel dourek din-me bremañ Kaon a zouges din war da veno Un all a-benn nemeur amañ A zeuy da sec'hañ da zaeloù - Mar teufen da ankounac'haat An hini am beus kement karet Deuit dirak va doulagad En spes, da rebech din va fec'hed ! Mar timezan war va devezh Er banket em c'hichen azezet Deut da gas ac'hanon d'ar bez Ha lavarit eo me ho pried" Roland a zo marv siwazh ! Izabel he deus keun hag anken Mez oa ket echu mat ar bloaz Ma zeuas ur markiz d'he goulenn... E renk, e c'hened, e arc'hant A zallas kalon an intañvez Reiñ a reas he c'honsantamant Hag asinet a oa an devezh Pa oa an holl dud asamblet Ar banket a komañsas souden Mez oaint ket c'hoazh peur-azezet Un ofiser oa en o c'hichen Ne gredent ket outañ sellet Rak, 'vel ma oa gwisket en houarn Er c'hiz-se oa holl c'holoet Kerkoulz e visaj 'vel e zaouarn Ne gredent ket sellet e fas Koulskoude o doa c'hoant da welet Hag hen, hep fiñval deus e blas, Deus Izabel a selle parfet... Raktal an oc'h a zo savet Heg en deus laret 'n ur grenañ : "Tennit ho kask, ya me ho ped, Hag azezit ganeomp da leinañ E gask neuze p'en deus tennet O pebezh horrol meurbet c'hwerv ! Skrijal a rae tud an eured O welet figur un den marv Bale 'ra dre ar wreg yaouank Ma falla houmañ war he divc'har Ha dezhi a lar prontamant Gant ur vouezh don ha leun a gounnar : "Din-me 'poa prometet gwechall Na mar tegouezhe ganin mervel Bikan ne gemerjez un all Ha din-me vijez chomet fidel !" Astenn a ra e zorn pounner ; Kaer he deus gouelañ ha deploriñ Gant an douar int bet lonket Ha c'hoazh o c'hlevfoc'h oc'h hirvoudiñ Izabel a zeu di bep bloaz Gwisket e giz mont da eureujiñ Ha hi o grial gwasoc'h-wazh... An teuz na ziskrog morse outi Abaoe, gant aon rak mervel, Den 'n eus graet demeurañs ar c'hastel Abaoe, gant aon rak mervel, Den 'n eus graet demeurañs ar c'hastel Le sujetRoland quitte Isabelle pour partir combattre les Turcs. Il la laisse libre de se remarier s'il disparaît, mais Isabelle proteste et promet de lui rester fidèle
SourceKanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911 |