Seizenn eured
La ceinture de noces
 



I

Antronoz ma oan dime'et e oan-me kemennet
Da heuliañ baron Rieg oa ret din-me monet
Da heuliañ 'n Aotrou baron ha da dreuziñ ar mor
O klask harpañ, mar geller, bar Bretoned tre-mor

"Deus ganin-me, va floc'hig, war ar maez da vale
Me a renk-me kimiadañ gant ma mestrez feteiz
Me a renk-me kimiadañ fenoz gant ma mestrez
Pe ma c'halon a ranno em c'hreiz gant an enkrez"

Dre ma tostae ouzh kêr nemet krenañ na rae
Pa eas 'barzh an ti, e galon a bike
"Tostait, va aotrou ker, ha deuit e-tal an tan
Me 'ya da aozañ deoc'h-hu bremañ souden askoan

- Salokras, va moereb gozh, askoan ne c'houlan ket
Nemet komzañ ouzh ho merc'h, mar bez din aotreet"
An itron 'dal m'e glevas a dennas he botoù
Hag a lammas war ar bank war solioù he loeroù

Lammout a reas war ar bank war azel ar gwele
"Dihun, ma merc'h Loida, ha sav eus alese
Dihun, ma merc'h, dihun mat, ha sav eus da wele
Da gomz ouzh da zen yaouank zo erruet ame"

Oa ket ar ger echuet, hi a lammas buan
Diflasket he blev peur-zu war he divskoaz gwenn-kann
"Siwazh din, va c'haredig, siwazh din, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiadañ

Me a renk mont da Vro-Saoz da heul ost ar baron
N'eus nemet Doue a oar mar zo keuz em c'halon
- An' Doue ! ma den yaouank, na aet ket war an dour
An avel zo hedro hag ar mor zo treitour

Ma teufe deoc'h da vervel, petra ve ac'hanon ?
O kaout keloù ouzhoc'h rannafe ma c'halon
O vonet gant an aojoù deus an eil loj d'eben
- Klevet hoc'h eus, merdeidi, klevet roud eus ma den ?"

Ar plac'h yaouank a ouele ; eñ en deus he freget
"Tevet, tevet, Loida, ouzhin na ouelet ket
Ur sei'enn a zasin deoc'h dimeus glas-alaouret
Ur sei'enn eured a voug hag hi rumenluiet"

Neb a welje ar marc'heg 'n e goazez 'tal an tan
E vuiañ-karet soublik war benn he c'hlin gantañ
Ganti e kerc'henn e c'houg he divrec'h, oc'h ouelañ
Hep lâret ger, o c'hortoz an deiz da gimiadañ

Ha pa baras ar gouloù, ar marc'heg a lâre :
"Kanañ a ra ar c'hilhog, ma dous, setu an deiz
- Ne c'hall ! va muiañ-karet, ne c'hall ! gaou a lavar
Nemet al loar war ar roz, nemet al loar a bar

- Salokras, me wel an heol dre volzennoù an nor
Pred eo din-me kimiadañ, pred eo din mont war ar mor"
Hag eñ kuit ; ha tre ma ae 'gregache ar biked :
"Evit ar mor bout treitour, treitouroc'h ar merc'hed"

II

Da ouel Yann-dibun-an-Eost, ar plac'h a lavare
"Pell war ar mor e welis eus beg Menez Are
Pell war ar mor e welis ul lestr hag eñ war var
Hini oa war an aroz hennezh hini am c'har

Gantañ ur c'hleñv en e zorn, hag eñ e gwall stourmad
Tud varv en-dro dezhañ, e roched leun a wad
Echu eo gant ma den paour ! echu ! " a lavare
Ha d'an eginad nevez oa dime'et adarre

Ken e oe kaset keloù, keloù mat dre ar vro :
"Echuet eo ar brezel ! deut ar marc'heg en-dro !
Deut eo en-dro d'ar maner, heg eñ drev ha divank
Mont a ra en noz gentañ da ved e blac'h yaouank"

Dre ma tostae ouzh ker 'gleve son ar c'hwitoù
Luc'hañ wele ar maner gant ar goulaouennoù
"Eginanerien laouen, ha pa m'oc'h war vale
Pezh a vat e lec'h oc'h bet ? pe son a glevan-me ?

- Son ar c'hwitourien, aotrou, o seniñ daou-ha-daou
"Emañ ar soubenn dre laezh o vont war an treuzoù"
Son ar c'hwitourien, avat, o seniñ tri-ha-tri
"Emañ ar soubenn dre laezh o vont tre 'barzh an ti"

III

Pa oa peorien an eured ouzh an daol er maner
Erruas un truant kaezh o c'houlenn degemer
"Ha me c'hallfe kaout boued ha bout digemeret ?
Setu an abardaez-noz, n'ouzon pelec'h monet

- E-leal, paour-kaezh truant, degemer e kefot
Ha kevred gant ar re all ouzh an daol e koaniot
Tostait eta, den mat, ha deuit tre 'barzh an ti
Va fried kerkent ha me, ni ya d'ho servijiñ"

Benn ar c'hentañ diaze, hi he deus goulennet :
"Petra c'hoarv' ganeoc'h, paour-kaezh, ha pa na zañset ket ?
- Netra c'hoarv' ganin, itron, pa na zañsan ket-me
Nemet sabatuet on gant skuizhder o vale"

Benn an eilvet diaze e c'houlennas gantañ :
"Skuizh emaoc'h atav, den mat, pa na zañset ket ?
- Skuizh emaon atav, avat, pa ne zañsan, itron,
Skuizh emaon, heg ouzhpenn-se tenn eo va c'halon"

Benn an deirvet diaze, en ur c'hoarzhin e-leal,
Hi a lavaras dezhañ : "Deuit ganin da zañsal
- Honnezh eo din un enor ha ne zelle'an ket
Hogen na in d'ho tinac'h, na den seven ebet"

Ha tra ma oant gant ar bal, war he zu o stouiñ,
'Grozmolas e pleg he skouarn, o c'hoarzhin glas outi :
"Pale 'mañ ar walenn aour 'poa bet diganin-me
War dreuzoù dor ar sal-mañ, bloaz zo, deiz evit deiz ?"

Hag hi kroaziañ he daouarn o sellet trema 'n nec'h :
"Betek vremañ, ma Doue, am boa bevet dinec'h !
Me 'venne bout intañvez, ha bez din daou bried !
- Gwall vennet hoc'h eus, va dous, n'hoc'h eus hini ebet !"

Hag eñ da denn ur c'hour-gleñv deus dindan e chupenn
Ha da skeiñ gant an itron betek poull he c'herc'henn
Ken e teuas da stouiñ war he daoulin soublik :
"Ma Doue, 'me, ma Doue !" - hag hi da vervel mik

IV

E Daoulas zo ur Werc'hez e iliz 'n abati
Ur sei'enn glas-alaouret rumenluiet ganti
Mar 'teus-te c'hoant da c'houzout piv en deus he gouestlet
Goul' gant ar manac'h nec'het zo a-us hi stouet


Le sujet

Le lendemain de ses fiançailles, un chevalier est appelé à traverser la mer pour secourir les Bretons d'outre-Manche. Il vient faire ses adieux à sa fiancée ; ils passent la nuit en larmes, il lui offre une ceinture pourpre ; et au matin le chevalier doit la quitter - pendant qu'il s'éloigne, les pies caquettent : "La mer est traîtresse, mais les femmes encore plus !"

Effectivement ... La jeune fille voit en songe la mort de son fiancé, et avant les étrennes, la revoilà fiancée à un autre

Mais on annonce la fin de la guerre ; les chevaliers reviennent. Parmi eux, le premier fiancé, qui, voyant la fête qui se prépare au manoir, se fait passer pour un mendiant et demande qu'on l'accueille

La fiancée lui demande pourquoi il ne danse pas ; à force d'insister, elle l'entraîne sur la piste. Là, le faux mendiant lui demande : "où est la bague que je vous donnai, il y a un an jour pour jour ?"

Découverte, la fille s'écrie : "jusqu'ici je n'avais pas de mari, maintenant j'en ai deux !" Mais le chevalier tire une dague de son habit et la tue

Dans l'église de l'abbaye de Daoulas, la statue de la Vierge porte une ceinture pourpre. Si vous voulez savoir d'où elle vient, demandez au moine qui est prosterné à ses pieds

Le thème est proche de celui de Disul barzh an overn-bred et de Nozvezh kentañ ma eured


Source

Le "Barzhaz Breizh", premier recueil de chansons bretonnes, édité par le vicomte Hersart de la Villemarqué (Kervarker, en breton) en 1839